Zan, skoliataet oc’h bet e brezhoneg hag a-benn nebeut e vioc’h skolaer e brezhoneg. Ur blijadur e vo sur a-walc’h ?
Ya, evel-just ! Fier on o vezañ bet desavet e brezhoneg ha fier on o klask ober ma seizh gwellañ evit deskiñ ar yezh-se d’ar vugale. Ur vicher hag a blij kalz din eo, muioc’h a ster zo c’hoazh d’en ober e brezhoneg.
Kelenner oc’h dija, war ar gouren. Atav oc’h bet dedennet gant ar sport-se ? Peur e oac’h krog ? Ha petra a blij deoc’h kement-se er gouren ?
Da lâret ar wirionez ‘m eus ket bet choaz da c’houreniñ, krog on da 4 bloaz, war-lerc’h on deuet sot gant ar sport-se ! Setu on krog gant ar gouren 18 vloaz zo dija. Er gouren e plij din ar sell teknikel war ar sport, evit bezañ barrek eo ret gouzout ha mestroniañ kalz traoù. Ar stokoù a blij din ivez, ar fed e vefe ur sport kontakt.
E 2019 e oac’h bet e Kyrgyzstan evit kemer perzh en ur c’hampionad gouren. Petra e oa ?
Bet e oan gant ur gourener all e bro Gyrgyzstan evit reprezantiñ Breizh e kampionad Azia Kyrgyz Kuroch (« kuroch » a dalvez gouren). Evel ma oarit, Breizh n’eo ket part eus Azia, kouvidi ‘oamp, gant Amerika. Dedennus-tre ‘oa, gourenerien barrek-tre ‘vez kavet du-hont. Ar brasañ niver eus ar c’hourenerien a oa du-hont a oa tud a vicher.
Gourdoner oc’h neuze. Gant peseurt rummad ? Ha plijus eo?
Gourdoner on gant ar strollad pousin, beñjamin ha minim e Skol Gouren Louergad (ma skol), ur strollad etre 7 ha 14 vloaz. Ya, plijus eo, plijus-tre memes, gwelet anezhe o vont war-raok, o vrasaat gant ar gouren zo ur gwir chañs hag ur gwir blijadur.
« M’hen tou da c’houren gant lealded / Hep trubarderez na taol fall ebet / Evit ma enor ha hini ma bro ». Dleet e vefe d’ar gouren bezañ kelennet en holl skolioù e Breizh, ‘soñj ket deoc’h ?
OHH YA ! N’eo ket nemet sport a rit pa c’hourenit. Desket ‘vez adalek ar vugaleaj bezañ reizh gant ar re all, bezañ doujus ouzh an dud hag ouzh an istor. Ur gentel vuhez an hini eo !
Ar frazenn-se ha le ar c’hourenerien dre vras a zlefe bezañ heuliet gant an holl.
Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?
Glaz ar mor, hini ar goañv. Glaz teñval ha drouk, hini ar barr-avel. Plijout a ra al liv-se din peogwir e plij din an amzer-se hag ar mare-se eus ar bloaz. N’eo ket ul liv hag a vez gwelet alies. Ar mor diroll zo unan eus an arvestoù bravañ ha fromusañ a gaver hervezon.
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Kampionad Europa e Penrith e Bro-Saoz… Bet e oamp o c’houreniñ du-hont gant skipailh Breizh. Yaouank e oan, 17 vloaz e oan, biskoazh ne oan bet ken spontet ha ken fier eus ma bro. Un enor hag un eñvor n’haller ket ankouaat ! Ouzhpenn da se ‘m eus kejet gant tud deuet da vezañ mignoned vras din. Krouet hon eus ur gwir skipailh.
Peseurt lec’h ho pefe c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?
Traonienn al Leger, rinier vravañ Breizh ma n’eo ket hini vravañ ar bed ! (Kostez Louergad ha Benac’h). Ul lec’h sioul eo ha glas e pep lec’h ha tud jentil ha digor o c’halon.
Ha peseurt arzour·ez ?
Me ‘blij din kalz Joan Miro, fromet on gant ar c’henliv implijet gantañ. Livioù ha stummoù a bep seurt a gaver e-barzh e labour, dedennus-tre eo labourat diwarnañ gant ar skolidi. Un tamm mat eus e oberenn a gaver e Saint-Paul-de-Vence, ‘tal-kichen Nisa.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit hoc’h-unan ?
Hervez ar mare, pe Yann-Fañch Kemener hag Hamon-Martin Quintet pa vezan en oto, pe rap gall pa vezan oc’h ober sport. Rock amerikan a selaouan kalz ivez, strolladoù evel Queen ha The Black Keys.
Peseurt bro ho pefe c’hoant da weladenniñ ?
Island en norzh evit ar maezioù hag an aergelc’h ha Perou er su evit an dud, ar sevenadur hag an amzer.
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Ar vrokusted. Evidon eo pouezus reiñ keit ha ma c’heller hep goulenn en distro. Reiñ karantez, reiñ madoù, reiñ gouiziegezhioù… Reiñ, reiñ ha reiñ !
Petra a blij deoc’h ober evit aveliñ ho penn goude ur frapad labour tenn ?
Mont da seurfiñ ! N’eus ket gwelloc’h ! Pouezus eo din bezañ en dour, ma jardin din-me eo. Pa vezer en dour ne soñjer e mann ebet, se a ra vad d’ar spered.
Ha gant piv ho pefe c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant Pierre Niney e chomfen bac’het laouen ! Hennezh a lak ac’hanon da c’hoarzhin kalz. Tremen a rafe buan an amzer gantañ.
Dont a raje ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennjec’h diganti ?
Goulenn a rajen gant ar voudig-se diwall ma familh, ma mignoned ha gwareziñ anezho evit ma vefent eürus a-hed o buhez.
Petra eo ho « plijadur » bemdez ?
Ur blijadur simpl-tre eo siwazh… Ober a ra vad din sellet eus ur film a-raok mont da gousket. Ur mare eo ma ne soñjan e mann ebet all evit ar film. Gallout a ra bezañ unan farsus, ur thriller, un dresadenn vev, a bep seurt a blij din !
Peseurt micher ho pefe bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Pomper am bije bet c’hoant dont da vezañ. Sikour ha saveteiñ an dud, ober sport ha bevañ gant ur skipailh am bije bet c’hoant da zizoloiñ.
Dirak petra e vezit bamet ?
Bamet on bet gant templ Karnak e Ejipt. Ur pezh mell savadur kozh ha bras-divent. Souezhus-tre eo gwelet e oa bet savet traoù ken estonus gant mab-den en ur c’houzout ne oa ket eus tout an teknologiezhioù a zo bremañ. Un aergelc’h ispisial a santer du-hont.
Petra zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?
Profet e oa bet din ur vilienn vihan gant ur mignon bras din. N’eo ket ‘met ur maen met pouezus-tre eo da’m c’halon. Dastumet e oa bet gant ur strollad mignoned, ar mare-se a oa burzhudus.
Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Ur sapre maouez an hini eo ! Ur gelennerez vrezhoneg e skolaj Diwan Bro-Dreger. Da lâret ar wirionez, ne oaran ket piv e vijen deuet da vezañ hep he alioù hag he c’hentelioù-skol.
Gant petra e vezit hegaset alies, er vuhez pemdez ?
Hegaset on gant an amzer fall hag ar glizh. Ne blij ket din pa vez yen ha gleb an amzer. Riotal a ran kalz !
Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?
Internet, gantañ e c’heller deskiñ tout ar pezh a zo da zeskiñ. Gwir eo e c’hell bezañ dañjerus met ken dedennus eo !
Petra a cheñchfec’h ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Evit kregiñ e adkempennfen un ti-mein war an aod e Breizh evidon da vevañ e-barzh. Gant ar pezh a chomfe e sikourfen ar re o deus ezhomm sikour. Bugale o defe ezhomm levrioù, urzhiataerioù, soagnoù, danvez a c’hellfe sikour anezho da vevañ gwelloc’h evit ma reont. Klask profañ ur bed bravoc’h dezho.
Deuet oc’h da vezañ ul logodennig vihan hag a c’hell kas he fri kurius e pep lec’h. Pelec’h e kasjec’h anezhañ ?
Mont a rajen da welet penaos e tremen an traoù er stasion-spas etrebroadel.
Da beseurt goulenn ho pefe c’hoant da respont “Ya!” ?
Daoust hag-eñ en deus ar brezhoneg da vezañ yezh ofisiel Breizh, gwarezet, diwallet ha desket d’an holl vugale ?
Un atersadenn embannet en niverenn 944, d’an 11 viz Gouere 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg