Keleier e brezhoneg abaoe 2005

5 bloavezh stourm

Uzañ ha peuruzañ ar re a zo tomm o c’halon ouzh ar repuidi a ya d’ober strategiezh ar stad. Enklask Amnesty International a ziskouez memestra ‘zo 82% ar C’halloued a-du evit degemer ar repuidi.

E-korf 6 vloaz zo bet graet un hir a hent gant “Cent pour un toit” : ur familh degemeret e miz Gouere 2016, 15 familh degemeret e 2020, tud degemeret pep yaou evit klask ganto peseurt diskoulm a vefe posupl, 350 ezel er gevredigezh, ur bajenn facebook (Cent pour un toit Pays de Quimperlé) gwelet gant 4000 a dud bep miz, 1335 “followers”, ur rouedad gant les Restos du Coeur, gant le Secours Populaire, gant skolioù ha servijoù sokial ar vro, ha dreist-holl tud a youl-vat a glask bemdez penaos aesaat ar vuhez diaes (prefeti, kudennoù labour, transportoù, skoazell evit ar skol…).

Rififi en Arzhanaou hag e Kemperle

Div wech oa bet badezet en un doare republikan div familh evit sachañ evezh an dud war ar vuhez start e oant o vevañ ha lakaat war wel ezhommoù ar gevredigezh evit ma ne vefe “den ebet war ar straed e bro Kemperle”. Lavaret e oa bet gant ar prefeti e vefe degemeret repuidi e-pad ar goañv, evel e Allaire, er jandarmiri laosket goullo aboae un nebeud bloavezhioù, en ur “CAO”.

Bodet e oa 300 a dud e sal ar gouelioù, gant an isprefed, an aotrou Castanier. Dirak an nor e chome 50 a dud o c’hortoz, diposupl dezho mont e-barzh. Adalek 5 eur e oa erruet otoioù eus pell, ha kirri ar jandarmed, 48 en holl. Start ar jeu, ar strolladig a dud gant mennozhioù an tu-dehou-pellañ zo aet kuit, met ar video graet ganto war Internet a zo o redek atav, o vrudañ traoù faos war planedenn ar repuidi. Ha ne oa ket bet eus ar CAO b’an Arzhanaou… ‘Benn ar fin, ar c’homzoù furañ zo bet lavaret gant Jorj Dauphin, bet maer ‘pad bloavezhioù en Arzhanaou : “Abaoe pell b’an Arhanaou e vez degemeret ar re a glask repu. Ne faot ket deomp bout tud serret warno o-unan”. Ha gouzout a ra eus petra zo kaoz, Jorj Dauphin, degemeret gantañ tud ‘pad ar brezel, ha nevez zo, ur vamm eus Bro-Rusia gant daou vab yaouank. Ur skouer all, ar familh Aram, Ouzhpenn 50 emgav zo bet dirak Jandarmiri Kemperle gant ur bern tud, etre 15 ha 300…

15 familh eus Jeorjia, Angola, Ukrainia, Russia, Serbia, Mali…

Hiziv an deiz, goude afer aerborzh Brest – kaset oa bet un tad familh ec’h-unan da aerborzh Brest, evit bout kaset d’e vro dezhañ, hep e familh, tri bugel hag e wreg- e vez roet an OQTF* d’ar familhoù, d’ar vugale goude 18 vloaz, ha penaos mont a-enep. Ret eo gortoz, gortoz… un emvod er Prefeti, un emvod gant ar servijoù sokial, ul labour ne c’hellont ket kaout, ha koulskoude er prefeti e vez goulennet diganto ingal : “Ha labourat a rit ? Prouennoù a zo ?”. Klask a reomp implijerien prest da sinañ ganto ur CESU kar seurt traoù a zo permetet hag a lak anezho da gaout paperoù.

Spi da gaout.

Div familh o deus bet o faperoù e fin miz Gouere.Laouen e oa skipailh Kemperle pa oa bet roet respont an alvokad a ra war-dro ar familhoù heuliet gant ar gevredigezh : ur familh eus Angola gant un “titre de séjour», ha Yougoule, implijet gant kumuniezh-kumunioù bro Kemperle, gant paperoù ivez… Gant ma vo ar memes tra evit ar re all…

Ha “Kant evit an doenn”, “Pas sans toit”, “100 pour un toit” o c’henel e pep lec’h : e Kemper, Brest, Mulhouse, Mouy, Bourg en Bresse, Macon, Tours, Marseille, Comminges, Rochefort, Digemer e Brest, “Cent pour un toit Ariège”, “Cent pour un Loiret”… ha ganet ganto ar mennozh da vodañ an holl e Tours e miz Here.

FC

*OQTF : Obligation de Quitter le Territoire Français

Lec’hienn Cent Pour Un Toit : www.centpouruntoit-paysdequimperle.org

Ur pennad embannet en niverenn 791 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez