Aes eo mont da Vreizh-Veur en deiz a hiziv. Met n’eo ket bet atav e-giz-se. E 1972 e voe krouet ar BAI, deuet da vezañ Brittany Ferries bloaz war-lerc’h, ar pezh a cheñchas kalz an traoù.
Ur vro pell ha distro e oa Breizh er bloavezhioù hanter-kant. Kalz labourerien-douar a oa c’hoazh. Paour e oa ar vro. Ne oa ket hentoù evel bremañ kennebeut. E Bro-Leon e veze gounezet artichaod ha kaol-fleur. Met start e veze gwerzhañ anezho, hag alies e veze re izel ar prizioù. Manifestadegoù a voe e penn kentañ ar bloavezhioù 60 ha setu penaos e voe anavezet Alexis Gourvenneg, an hini brudetañ eus pennoù ar vanifesterien. Met n’eo ket manifestiñ hepken a voe graet. Klasket e voe sevel binviji da wellaat buhez al labourerien-douar. Setu penaos e voe krouet SICA Kastell-Paol. Met ur mennozh all o devoa labourerien-douar Bro-Leon. Abaoe pell ez ae ar Johniged da Vro-Saoz da werzhañ ognon. Sevel ul linenn etre Breizh ha Breizh-Veur a oa ur benveg a-feson evit gwerzhañ legumaj d’ar Saozon.
Krouet gant allabourerien-douar
Ne oa ket pal al labourerien-douar krouiñ ur gompagnunezh war vor met n’helljont ket ober mod-all, rak ne oa kompagnunezh ebet hag a oa kontant da ober ar monedone e Mor Breizh. Dont a reas a-benn Alexis Gourvenneg da gendrec’hiñ kooperativ ar SICA da lakaat arc’hant er jeu evit prenañ ul lestr a voe graet Kerisnel anezhañ. Asantiñ a reas neuze ar bankoù prestiñ arc’hant. Lañset e oa an afer. D’an 2 a viz Genver 1973 e kemeras ar C’herisnel penn hent Plymouth, ennañ trizek kamion hag un nebeud treizhidi. Start e voe an deroù avat. Met e a-hed ar bloavezh 1973 ez eo 5000 kamion a voe lestret gant ar Brittany Ferries. D’ar memes koulz e oa deuet ar Rouantelezh-Unanet da vezañ ezel eus ar marc’had boutin. Ur goulenn a oa ivez eus tu an touristerezh. Ret e oa derc’hel da vont war-raok.
Porzhioù all
Porzh orin ar Brittany Ferries eo Rosko met abaoe 1976 e loc’h ar bigi eus Sant-Maloù ivez. E 1986 ez eo eus Caen ha Cherbourg e krogas listri ar gompagnunezh vreizhat d’ober hent war-zu Bro-Saoz. Al linennoù Rosko-Corcaigh ha Plymouth-Santander zo bet digoret e 1976. Kresket eo kalz ar Brittany Ferries pa geñverier ouzh ar pezh e oa e 1973. E 2018 e oa 12 lestr, o verdeiñ a-hed 11 linenn etre Breizh, Frañs, Bro-Saoz, Iwerzhon ha Spagn. 2 vilion a dreizhidi ha 200 000 kamion a ya well-wazh gant ar Brittany Ferries bep bloaz. Bez’ e rank ar gompagnunezh vreizhat en em ober ouzh ar Brexit bremañ hag ivez ouzh an enkadenn ekonomikel e Bro-Saoz, goude kudennoù ar C’hovid. Derc’hel a ra an taol avat, gant raktresoù nevez eus tu an energiezh, rak ret e vo saotrañ nebeutoc’h en amzer-da-zont. Pevar lestr hag a ya en-dro gant ar GNL a vo : ar Salamanca abaoe 2022, ar Santoña e 2023, hag ul lestr all e 2024 hag unan all e 2025. 2250 micherour a vez gopret gant ar Brittany Ferries. 1450 anezho zo martoloded. N’eo ket bet lidet he hanter-kant vloaz war an ton bras gant ar Brittany Ferries. 150 dilennad eus kevredigezhioù gevellañ a oa bet pedet d’ober an dreuzadenn. N’eus bet netra all. Moarvat eo an diaesterioù a rank dirouestlañ er mare-mañ o deus miret ouzh an embregerezh a soñjal ober muioc’h.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 919, d’ar 17 a viz Genver 2023.