Un danvez 51vet stad amerikan ?
D’an 3 a viz Du, evit ar c’hwec’hvet gwech, o deus choazet tud Porto-Rico da vout staget ouzh ar Stadoù-Unanet evit mont da 51vet stad amerikan. Padal, ar wech-mañ c’hoazh ne vo ket anavezet disoc’hoù ar « vouezhiadeg nann-redius »-mañ gant Washington. Diàr abegoù ken politikel ken ekonomikel…
D’an 3 a viz Du e oa deiz ar referendum àr statud Porto-Rico en enezenneg. Ent-ofisiel ne oa ket ur referendum met ur « vouezhiadeg nann-redius », ar pezh a dalvez n’eo ket rediet ar gouarnamant kevreadel amerikan da zerc’hel kont ag an disoc’hoù, e mod ebet. N’eo ket ur souezh. A-benn ar fin eo 52,2% ag ar votourion a zibabas da vout staget ouzh an SUA evel 51vet stad ar Stadoù-Unanet.
Ur live buhez uheloc’h met…
Pemp referendum a seurt-se a zo bet aozet dija. An hini diwezhañ a voe e 2013 met d’ar mare-se ne oa ken ‘met 23% a dud an enezenn o doa kemeret perzh. 97% ag ar votourion o doa choazet bout staget ouzh ar Stadoù-Unanet dija. D’an 3 a viz Du eo kentoc’h ar re a-enep ar stagañ a gemeras perzh er votadeg, met ne voe ket a-walc’h kar gouzout a oar tud Porto-Rico o deus ur live buhez kalz uheloc’h evit re broioù dizalc’h ar C’haraib. Padal n’eo ket Porto-Rico ur baradoz kapitalour, pell alese. E 2017 e voe lakaet an enezenn e banktorr. Kantadoù a skolioù a oa bet serret ha ministrerez an Deskadurezh-Stad kaset d’an toull-bac’h evit «goubrenerezh ha floderezh». Dibaoe, emañ ar reuz ekonomikel o ren en enezenn. He zle he deus tizhet ar 70 miliard a zolaroù ha ne ‘z a ket a-benn ar strolladoù politikel hag ar ouarnourez da gavout un diskoulm.
Un dalc’h kizidik
Gant breujoù ar Stadoù-Unanet emañ ar galloud da zegemer Porto-Rico er C’hevread pe get. Hogen, ar Republikaned eo a zo e penn ar Breujoù (Sened + kambr an dilennidi) ha ne faot ket d’ar GOP (Grand Old Party, lesanv ar Strollad Republikan) e tahe Porto-Rico da vout ur stad evel ar re all kar tud Porto-Rico a vehe kentoc’h a-du gant an Demokrated, ar pezh a c’hellahe cheñch ar muiañ-niver er Breujoù. Met n’eo ket sur e vehe dalc’h Porto-Rico àr billig an Demokrated kennebeut. Ur afer gizidik ken eo kizidik eo statud Porto-Rico en SUA e gwirionez ha den ebet n’en deus c’hoant kemer un diviz sklaer àr ar poent-se, ha pa vehe an Demokrated peotramant ar Republikaned en Ti Gwenn.
E 1963 e votas Porto-Rikiz evit ar wech kentañ àr o statud ha bewech eo bet dibabet ar stagañ ouzh an SUA gant ar votourion.
Ur statud kamm-digamm
Hervez ar gwir eo Porto-Rico un « tiriad nann-enlakaet » ag ar Stadoù-Unanet. Ur seurt dominion e gwirionez, evel Guam, inizi Mariannes an Norzh, an Inizi Gwerc’h, ar Samoa mui un dornad a inizigoù all (hag a servij d’an US Navy dreist-holl). Amerikaned eo tud a bPorto-Rico – ar vroadelezh o deus – met n’o deus ket droed da votiñ evit votadegoù ar prezidant. Ur c’hannad he deus an enezenneg e kambr ar gannaded met hini ebet er Sened kar n’eo ket Porto-Rico ur gwir stad. Un emsav broadelour a zo e Porto-Rico : ar Partido Independantista Puertorriqueño (PIP) met àr an diskar emañ dibaoe bloavezhioù. E 2005 e voe drouglazhet Filiberto Ojeda Ríos, anezhañ penn bras an Ejército Popular Boricua, ur strollad dizalc’hour arme, gant an FBI hag a oa o klask serriñ anezhañ.
Fabien Lécuyer
UR PENNAD embannet EN NIVERENN 806 (koumanantiñ : amañ)