Anv ur vaouez roet da lise ar c’hirri Pont-ar-Veuzenn

N’en devoa al lise anv ebet betek-henn. Hini Anne d’Uzès zo bet dibabet. Ur plac’h mennet-start ha plijet gant ar c’hirri-tan eus dibenn an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kanvted a oa anezhi.

An dugez Anne d’Uzès, prezidantez an « Automobile Club Féminin », e 1927. © Ajañs-kelaouiñ Meurisse

Ul lise paotred eo lise micherel Pont-ar-Veuzenn dreist-holl ha n’eus netra souezhus aze rak stummet e vez ar re yaouank war micherioù ar c’hirri. Diwar ar 145 lisead ez eus un ugent liseadez bennak memes tra. Betek-henn ne oa bet roet anv ebet d’al lise. Fellout a rae d’ar Rannvro kaout unan, hini ur vaouez kentoc’h eget hini ur gwaz, rak re alies o devez liseoù Breizh anv ur paotr. N’eo ket bet dibabet an anv gant ar Rannvro. Lakaet e oa bet al liseidi d’en em soñjal war an dibab a vije graet. Div liseadez eus ar c’hlas termen, Emma Duval ha Maewenn Cattarosi, a oa bet karget da gas ar raktres da benn. Fellout a rae d’ar gumuniezh desavadurel ha d’al liseidi enoriñ ur vaouez hag a vije bet un arouez eus istor ar c’hirri-tan. Daou anv brudet o deus desachet evezh al liseidi, Anne d’Uzès ha Simone Duforest. Ur vot a oa bet aozet e dibenn 2024, ha setu ma oa bet dibabet anv Anne d’Uzès koulz gant ar gelennerien ha gant al liseidi. Ur blakenn a oa bet dioueliet ez ofisiel d’an 13 a viz Ebrel 2026. Fromet e oa mab-kuñv Anne d’Uzès, Jacques de Crussol, deuet a-ratozh-kaer evit an darvoud.


Mennozhioù liesseurt
Ganet e voe Anne de Rochechouart de Mortemart e 1847 e Pariz ha dont a reas da vezañ Anne d’Uzès pa voe euredet gant an dug Emmanuel de Crussol d’Uzès e 1867. Ne badas ket pell an eürusted rak intañvet e voe Anne d’Uzès e 1878, gant pevar bugel da sevel. Ha ne voe ket hep poan e savas he bugale, dreist-holl he mab henañ. Deuet d’e oad gour ne rae hemañ netra vat, o ren ur vuhez diroll e kompagnunez e amourouzez, ar gomedianez Emilienne d’Alençon. Dont a reas da soñj d’e vamm, an dugez a Uzès, aozañ un ergerzhadenn en Afrika ma vije he mab e penn anezhi, eilet gant soudarded hag o devoa skiant-prenañ. Siwazh tamm ebet ne voe an disoc’h evel ma oa bet rakwelet rak mervel a reas ar paotr yaouank e-kerzh ar veaj.
A-fed mennozhioù politikel ez eas a-du gant ar roueelerien orleanisted, ha goude gant ar jeneral Boulanger, gant ar spi e sikourfe hemañ Philippe d’Orleans da bignat war an tron. Diouzh un tu all e tiskouezas bezañ digor da vennozhioù an tu-kleiz rak daremprediñ a reas Louise Michel pa zeuas houmañ en-dro eus he harlu ha paeañ a reas studioù da Sidonie, merc’h an anarkour Auguste Vaillant, bet kondaonet ha kaset d’ar marv.
D’ar 15 a viz Gouere 1903 e savas un devezh « bezañ faro ha gwiskañ dantelezh » e Liorzh an Trocadero evit harpañ ar vartoloded vreizhat, gant sikour Theodore Botrel hag e wreg.


Diaraogerez ar bleinañ kirri-tran
Ma ne voe ket ar vaouez kentañ a vlenias ur c’harr-tan ez eo lakaet d’an hini gentañ hag he dije tapet he aotre-bleniañ, ar « santifikad a ouestoni » evel ma veze anvet c’hoazh e 1898. « Roet he breved d’an dugez d’Uzès. Ma Doue, bleinerez karr-tan ! Gwir eo koulskoude, peadra da lakaat an dud da souezhiñ! », a oa bet embannet war ar journal La Vie au Grand Air. Rouez e oa ar maouezed a vleine kirri-tan e deroù an XXvet kantved. Ur c’hleub kirri-tan Frañs a oa bet krouet met ne oa ket aotreet ar merc’hed da vezañ ezel anezhañ. Setu perak e savas Anne d’Uzès unan evito, kleub merc’hed kirri-tan Frañs. A-wechoù e vez lavaret gant paotred dichek ha diseven e vez dañjerus ar merc’hed pa vezont ouzh rod-stur ur c’harr-tan. Moarvat e oa gwir evit a sell ouzh an dugez d’Uzès, kement hag ar baotred d’an nebeutañ, rak tapet e voe o vleinañ re vuan e koad Boulogne. Roet e voe un dell-gastiz a 5 lur dezhi evit « mont diwar dizh re vras ». Un Delahaye a oa ganti, o tizhout 15 km an eur en deiz-se tra ma oa difennet mont buanoc’h eget 12 km an eur. Ha setu taolet brud war he anv gant an dell-gastiz kentañ roet d’ur plac’h.
Ur mennozh mat eo moarvat dibab liseidi Pont-ar-Veuzenn rak war a bep seurt traoù e pleustras c’hoazh. Prezidantez Unaniezh ar merc’hed livourezed ha kizellerezed e voe eus 1907 da 1933. Plijout a rae dezhi chaseal ha letanantez haboer* e voe, plac’h kentañ anvet evel-se. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe prezidantez ar gevredigezh surjianerezh Frañs-Rusia. Ma n’eus ket kalz liseadezed e lise Pont-ar-Veuzenn n’eo ket fall menegiñ e oa ur vaouez, Florence Vourc’h, e penn anezhañ e 2024 pa voe kroget da glask un anv. Ur vaouez all eo provizorez bremañ, Natalie ar Ru.

Y.Y ar Gov

*haboer : louveterie


Ur pennad embannet en niverenn 1090, d’an 19 a viz Mae 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez