Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Open the border / Human flow

OPEN THE BORDERUn teulfilm sevenet gant : Mikael Baudu (2017)

HUMAN FLOWUn teulfilm sevenet gant : Aï Weiwei (2017).

Setu daou deulfilm, daou sell dishañval a-zivoud ar memez afer : ar repuidi dre ar bed ha dreist-oll a-zivoud ar re a glask doned d’an Europ. Gant Aï Weiwei, ur Chinad kant micher, ema bet sevenet Human flow, tra mand eo bet an eil, Open the border, gant ur Breton, Mikael Baudu. Notit e ra liesoc’h-liez ar sevenerion gant ar saozneg bremañ pa roont un titl d’o filmoù ; ne glaskont ket mui troiñ, sañset eo d’an oll kompren un tammig yezh Shakespeare bremañ.

Anavet eo Mikael Baudu evel kazetenner e France 3, Radio-France ha TV-Breizh. Savet en deus ar gevredigezh Gwengolo-Filmoù evid lakaad kleweled Breizh da greskiñ ha da vleuniañ ive (mall eo d’hon bro boud ampart gant ar benvegoù-sen ive, gwir a-walc’h eo). Choazet en deus Mikael Baudu heulïañ un nebeud Yezidïed oblijet da guitaad o bro en Irak evid moned d’an Alamagn. Du-hont e c’hellont boud degemeret ha sikouret gant ur gumuniezh Yezidïed é chom eno a-c’houde pell dija. Lakaet diaez en o bro gant Daesh, lazhet, boureviet, kaset da sklaved, ne chom evite, evid ar re a c’hell d’an nebeutañ, nemed un dra d’ober : achap, moned en hent evid klask kavoud un douar degemeruz. Un douar, ha dreist-oll tud degemeruz, ar pezh nad eo ket ken aez-se. Ema ar Yezidïed ur bobl hag a rac’hwiz, hag a-c’houde pell, troiñ d’an Izlam, ha nawazh eh eus bet gwask warne ouzhpenn ur wezh evid kement-se, pandeogwir eh eus bet kontet ouzhpenn 70 pogrom evid o lazhañ hed-ha-hed an istor.

E meur a yezh istitlet, hag e brezhoneg ive, e klever komz er film-se, daet braw er-maez. Ur film kenteliuz-braz eo, hon laka da heulïañ beaj hir an dud-se, beajerion divro gant o baluchonoù, daw dezhe gortoz dirag an harzoù serret, kaset-degaset ag ur vro d’an arall, ag ur gamp d’an arall, heb boud sur jamez da zoned da benn ag o esper, heb boud sur jamez da c’helliñ torriñ o sec’hed hag o naon.

Ar memez pal zo gant Ai Weiwei, mez n’eo ket gant ur boblañs hebkén. Faotoud a ra dezhañ diskoueziñ dimp pegen braz eo hiziw problem ar repuidi. Unan bennag en dezhe lâret, nevez so, ne oa ket mui ar repuidi ur problem, mez ur fed, red d’an dud derc’hel kont anezhañ bremañ, hag en amzer da zoned muioc’h c’hoazh.

N’eo ket Ai Weiwei ne vern piw. Un arzour eo, war-un-dro arkitekt, bloger, skulter, sevener filmoù. Diaezamantoù en deus bet gant gouarnamant ar Chin, abalamour d’e soñjoù ha d’e oberennoù. Ema ar film-mañ ur labour daou vloaz enklask. Bet eo bet e 23 bro da weled penaoz e ra an dud evid kuitaad an tachadoù lec’h ma oant ganet evid moned, ha gant nebeud a dra, war hentoù diasur, dañjeruz-braz liez, ha meur a wezh e bagoù bihan sourgarget gant paserion diskrupul. Gouied a raomp oll pegen hazarduz e vez klask treuziñ ar mor kreizdouarel gant skafoù graet evid chomel nepell a-zoc’h an aotoù. Ouzhpenn unan en deus kollet e vuhez evel-se. Evid an dud-se ema an esper kreñvoc’h c’hoazh eged an aon a vervel. Evel pa vehe an Ankoù war o lerc’h, pa spurmantont un tamm spi diragze e ta fiziañs gante en o chañs.

Hag o gweled a raomp, miliadoù, kozharded, bugale, maouezed, brazarded skuizh, liez krevet gant an naon, é kerzhed a-hed parkadoù gwinizh, a-hed gwenodennoù-treuz, é klask moned beteg un douar nevez, ha dilezel war o lerc’h ur vamm, ur breur pe un c’hoar, ur familh marse. Human flow, ar morad tud é sevel hag éc’h aloubiñ ribloù dianav dezhe evid soviñ o buhezioù. Open the border, digorit an harzoù !

Lod a vez digoret, lod a vez serret.

Jean-Claude Le Ruyet

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 670 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Da lenn ivez