Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An dizingalded, un istor kozh-noe ?

Maouezed dianavezetañ an istor a zo sur mat reoù ar ragistor. Ar ragistor, ganedigezh an denelezh, zo leun a glichedoù ne c’heller gwiriekaat : ar merc’hed oc’h ober war dro an tan gant ar vugale hag ar wazed o chaseal. Pe c’hoazh ar maouezed sachet gant o blev etrezek o vougev gant ar gwazed. Diazez hor c’hevredigezh vodern eo benn ar fin, gant un disparti sklaer merc’hed-paotred gant roloù splann roet da bep strollad.

Venus Willendorf, ur foto bet difennet war Facebook abalamour d’ar fed e oa troet war an hudur hervez ar rouedad sokial.

A-bouez-tre eo an dasparzhmañ hiziv an deiz c’hoazh e pennoù an dud, da nebeutañ hervez ar milieroù a dud deuet da vanifestiñ er straedoù evit gwareziñ an diferañs seksel da vare lezenn an dimeziñ evit an holl. Ma ne vez ket c’hoant mont war dachenn ar politikerezh e c’haller teurel ur sell war stadegoù an INSEE. Er c’houpladoù arallreviat e ra ar maouezed 71 % deus al labour ti ha 65 % deus al labour desevel ar vugale. Daoust ma ya war zigresk an niver a eurioù kaset gant ar merc’hed evit al labour-mañ abaoe 50 vloaz da nebeutañ, e chom digemm an amzer tremenet gant ar baotred en tiegezh d’ober war-dro ar vugale, abaoe 19991!

Ur mare dianav
Petra a ouzer resis diwarbenn ar ragistor neuze, un amzer ken kozh ha n’ eus ken ‘met ostilhoù, eskern, livaj hag un toullad delwennoù e-giz testoù. N’eo ket gwall dra, eveljust. Met ur stropad skiantourien ha skiantourezed a zo aet a-enep d’ar c’hredennoù boutin azo diwar-benn dasparzh al labour hag ar rolloù sokial hervez reizh an dud er ragistor. E fin an 19vet kantvet dija e venege ar sokiologour Emile Durkheim en e levr diwar-benn dasparzh al labour sokial2 ur mennozh a-bouez : ne oa ket ken bras an diferañs ment etre ar merc’hed hag hini ar baotred hag ar pezh a c’haller gwelet hiziv an deiz. Un antropologour eus an 19vet kantved, Paul Topinard, en doa merzet e oa heñveloc’h skeletennoù maouezed ha gwazed an Ejipt kozh eget reoù tostoc’h ouzh e amzer. Gant ar vodernelezh eo e vefe deuet da vezañ brasoc’h-brasañ ar baotred pe bihanoc’h-bihanañ ar merc’hed.


Abegoù sevenadurel
A-drugarez d’an dizoloadennoù-mañ e c’heller embann n’eo ket un dra naturel e vije ar merc’hed bihanoc’h ha skañvoc’h a-fed kigennoù eget ar baotred. N’eo ket ur fed antropologel e vije ken splann an diferañsmañ (etre 10 ha 15 sm er bed a-bezh). Dont a rafe deus ar sevenadur hervez Françoise Héritier, etnologourez hag antropologourez3, ha deus ar mod ma ‘vez roet boued d’ar vugale hervez o jener. Muioc’h a gig evit ar baotred, restachoù evit ar merc’hed. Gizioù zo chomet e-pad pell er C’hornôg da skouer.

Evit kinnig martezeadennoù diwar-benn ar mod da vevañ er ragistor e studi ar skiantourien modoù ha doareoù ober sevenadurioù modern chaseourien-dastumerien kentidik ar bed a-bezh. Hag en ul lodenn vras eus ar pobloùmañ, n’eus ket a ziferañs a roloù ken splann etre ar merc’hed hag ar baotred : brezeliñ a reont o-daou, desevel bugale… Kas a reont ar memes labour, an divizoù a vez graet gant an holl… Hervez Jared Diamond4 deus al « Los Angeles Medical School  » en e bennad titlet “Fazi brasañ istor an denelezh” e teufe dizingalderioù merc’hedpaotred hor c’hevredigezh vodern deus krouidigezh al labour-douar. Gant ar gounid legumaj hag an desevel loened eo deuet ar roloù sokial : tud evit gounit boued, reoù evit brezeliñ, reoù all evit kaout ar galloud, hag ar merc’hed dindan ar baotred. Ar merc’hed evit genel bugale a laboure er parkeier, merc’hed evit genel mibien a berc’hennfe tamm douar o zadoù. E mod-se sur mat eo ganet ar c’hevredigezhioù patriarkel.

N’eus den ne oar petra oa buhez an dud er ragistor, eveljust, piv en deus ijinet ar rod kentañ, piv en deus komprenet e teu ar frouezh deus ar greun, piv en deus kizellet an ostilh kentañ. Met martezeadennoù zo : ar maouezed o dije livet an tri c’hard eus an tresadennoù ragistorel bet adkavet e mougevioù Europa ar Su hervez ur studiadenn embannet e 2013 da skouer. N’eo ket kalz tra met memes tra e cheñch an doare da ijinañ ar mare-se hag orinoù an denelezh.

Morgane Bramoullé

1 Stadegoù an INSEE, 2010 : liamm
2 De la division du travail social, 1893, Emile Durkheim
3 Masculin-Féminin. La pensée de la différence, Françoise Héritier, 1996
4 The worst mistake in the history of the human race, Jared Diamond


Ur pennad embannet en niverenn 665, d’an 8 a viz Meurzh 2018.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez