E 2016 e oa bet krouet ar gevredigezh Distro evit klask adlakaat e plas un hentad adimplijout boutailhoù gwer e Breizh. 10 vloaz war-lerc’h eo kresket mat hag ur gevelouri1 eo deuet da vezañ. E-pad daou viz e c’hell an neb a gar dont da vezañ kevelour evit mont pelloc’h c’hoazh. Ur pennad-kaoz gant Maël Thomas, kargad eus al luskoù lec’hel.

Pet produer ha pet skigner a labour gant Distro hiziv an deiz ? Perak n’emaoc’h ket o labourat el Liger-Atlantel evit poent ?
Kavet e vez 50 produer evajoù ha 115 stal (ispisiri, stal bio pe gourmarc’had) er rouedad Distro. Gwerzhañ a reont boutailhoù adimplijus ha degemer a reont en-dro ar boutailhoù goullo. Gallout a rit kavout ar c’henwerzhioù-se en hol lec’hienn internet.
Ouzhpenn da se o deus krouet ar broduerien emglevioù gant stalioù en o c’horn-bro pe gant skignerien evit dastum o boutailhoù.
E Broioù al Liger ez eus staliet ur c’heneil da z/Distro anvet Bout’ à Bout’, lec’hiet int e Kerc’hfaou (44). Darempredoù mat hon eus ganto ha gant oberourien all an adimplij e Bro-C’hall. Bodet omp er rouedad France Consigne.
Abaoe 2024 ez eus bet gopret 5 den ouzhpenn gant ar gevelouri (eus 1 da 6). Ur sapre diorren eo, neketa ?
Ya ‘vat ! Abaoe 2022 eo bet tric’hementet hon zamm labour bep bloaz. Kresket he deus ar gevelouri3 buanoc’h eget ar pezh a soñjemp, ur milion a voutailhoù zo bet adimplijet dija ! 9 goprad a labour evit Distro hiriv an deiz. Ur skipailh diorren ha melestradurel zo staliet e Kemper (29) hag ur skipailh lojistik e Gregam (56).
Da betra e servijo ar c’houlzad arc’hantaouiñ ?
Dre ma vez dastumet muioc’h-mui a bakajoù2 gwer (boutailhoù dreist-holl) e rankomp tremen d’ur gwir stumm greantel3. Bodet e vez an holl voutailhoù e Gregam evit diveskañ ar boutailhoù dre stumm ha dre liv a-raok kas anezho d’ar walc’herez. Bremañ e ra 1000 boutailh dre zevezh ha 17 stumm boutailh disheñvel, divesket dre zorn !
C’hoant hon eus da staliañ ur mekanik greantel hag a c’hello diveskañ 10 000 boutailh dre zevezh gant stummoù nevez evel ar podoù pe ar flaskoù gwer. Koustañ a rafe 120 000 €.
Piv a c’hell kemer perzh er c’houlzad arc’hantaouiñ ? Ha pegoulz e vo echu ?
An holl a c’hell kemer perzh, pe e vefent annezidi, strollegezhioù pe embregerezhioù dedennet gant hol labour. Dastumet e vez arc’hant o gwerzhañ rannoù sokial4, 50€ dre hini. Ar gwir zo gant pep keveler da gemer perzh en ur strollad labour pe da votiñ evit dilennad e skolaj hag er c’huzul-meur. Fellout a ra deomp e teufe Distro da vezañ benveg foran Breizh war ar pakajoù, gant ur gouarnerezh demokratel.
Klozet e vo ar c’houlzad gant un nozvezh bodañ en davarn l’Embarcadère en Oriant d’ar Merc’her 3 a viz Even.
Penaos e vez lakaet ar brezhoneg war-wel gant Distro ?
Resevet hon eus live unan ar garta Ya d’ar Brezhoneg, e deroù miz Ebrel. Abaoe ar penn-kentañ hon eus skignet en internet ha gant ar gazetennerien oc’h implij ar brezhoneg. Staliet ez eus bet ivez bruderezh divyezhek evit ar c’hoñsign en ur c’hant stal bennak. A-benn an hañv e vo ivez skignet gallaoueg er stalioù e Breizh-Uhel.
Petra eo raktresoù ar gevelouri en amzer-da-zont ?
Ouzhpenn d’ar mekanik diveskañ e vo diorroet hor rouedadoù war-zu ar skignerien hag a werzh d’an tavarnioù, ostalerioù ha pretioù. Labouret e vez ivez en un doare enklask ha diorren war ar podoù gwer, ur raktres hag a zo e pleustr dija gant Les Confitures 4 Saisons e Poullaouen war an dachenn-se. E 2027 e vo ivez lañset ur galv d’ar gourmarc’hadoù gant ur yalc’had arc’hantaouiñ Citéo evit staliañ mekanikoù da zastum ar boutailhoù.
Labour zo evit diorren un hentenn vreizhat ekologel ha padus !
Komzoù dastumet gant Nikolaz Gourvenneg
1kevelouri : coopérative
2pakaj : emballage
3greantel : industriel
4rann sokial : part social
Ar c’houlzad arc’hantaouiñ a vo kinniget er vreserezh Skumenn e Saozon-Sevigneg d’ar 5 a viz Mae da 6e30 hag e kreizenn diveskañ Distro d’ar 6 a viz Mae da 2e30 ha da 3e30.
A-hend-all, emgav e lec’hienn Distro : https://distro.bzh/campagne-de-financement/
Ur pennad embannet en niverenn 1087, d’an 28 a viz Ebrel 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


