Jean-Mari, penaos en em gaver da vezañ, eveldoc’h, teknisian war ar son ?
Pa oan daou vloaz dija, war barlenn va mamm, em boa kroget da c’hoari gant ar goulou er strollad c’hoariva Ar Vro Bagan ! War-lerc’h bezañ c’hoariet ‘giz komedian er strollad Ar Vro Bagan pa oan krennard em eus kroget da dremen eus tu an teknik. Dedennet-kenañ e oan gant mont en-dro konsolennoù bras ar son hag an urzhiataerezhioù ! Ar raktres kentañ am eus enrollet a oa e 2003. Enrollet em boa ar c’homzoù evit ar pezh-c’hoari tan-ha-kurun Pêcheurs de goémon, Gwerz ar vezhinaerien.
‘Vel m’en’oa plijet din kement-mañ em eus neuze heuliet studioù war ar son hag ar c’hleweled e skol-veur Brest. E fin va studioù, em eus kroget da labourat e bed ar c’hoarioù video e Ubisoft Montpellier. Met er memes mare, e 2007, e oa Soazig Daniellou, sevenourez o labourat evit France 3 Breizh o klask war-lerc’h ur ijinour war ar son brezhoneger. Ranket em eus neuze choaz etre chom da labourat er c’hoari-video pell eus Breizh pe distreiñ d’ar vro. N’eo ket bet diaes dibab !
Labour a vez kavet e Breizh hag e brezhoneg e bed ar c’hleweled ?
Ya ‘at ! Abaoe 2007 e labouran war dachenn ar c’hleweled e brezhoneg. D’ar mare-se e oan an ijinour war ar son brezhoneger kazi nemetañ e Breizh. Hag abaoe ne zihanan ket da labourat war raktresoù liesseurt : advouezhiañ filmoù gant ar gevredigezh Dizale, pakañ ar son war an dachenn evit filmoù, pakañ ar son evit an abadenn skinwel Foeterien, sevel fiksionoù radio, enrollañ levrioù CD evit TES (Ti Embann ar skolioù),…
Soñjit ‘ta ! Gant ar brezhoneg on aet betek Zanzibar, Jamaika, Rusia, Finland, Louisiana. Morse n’em bije soñjet em bije gellet beajiñ kement ha da geit-se a-drugarez d’ar brezhoneg, 20 vloaz ‘zo. N’em bije ket kredet !
Petra eo lodenn vrasañ ho labour ?
Lodenn vrasañ va labour a zo advouezhiañ filmoù e brezhoneg gant ar gevredigezh Dizale. An dibad kentañ eo choaz ar film da advouezhiañ. An dibad-mañ a vez graet gant Samuel Julien, rener Dizale, asambles gant ar skignerien. Ur wech kavet ar filmoù hag a blijo d’an holl e vez kaset ar filmoù da vezañ detektet pe diweuzhiet. Da lavaret un den, amañ Arno Vannier, a vez o sellet pizh ouzh muzelloù an tudennoù evit lakaat sinoù detektiñ. Ma vez ur “p” pe un “m” e vo lakaet ar sin X da skouer. Ur wech graet an detektiñ e vez kaset ar film d’an azasaat. Ne vez ket implijet ar ger treiñ rak ne c’hellomp ket treiñ ger ha ger, er c’hontrol, ret eo doujañ da fiñvadennoù ar muzelloù ha klask kavout gerioù hag a glotfe gant ar muzelloù en ur zoujañ d’ar ster, evel-just. Al labour-se a vez kaset da benn gant Nolwenn Guignard, Aziliz Bourges pe Jil Penneg, hervez ar raktresoù.
Ur wech echu an azasaat, e vez dibabet ar gomedianed gant Laors Skavenneg, rener arzel. Ar gomedianed a deu neuze e studio Dizale hag a zo bremañ e Kemper dindan salioù an tog Ruz, da enrollañ ar mouezhioù. Ne vez ket roet an testennoù d’ar gomedianed en a-raok. An destenn a rankont dibunañ a vez skignet dindan ar skeudenn er studio e-giz ur c’h/Karaoke. Ha dre vras ne vez ket enrollet hervez urzh ar film met hervez an dud zo er studio d’ar poent-se.
Ur wech echu an enrolladennoù, eo poent ar c’hemmeskañ. E-pad ar c’hemmeskañ e vo lakaet ar son da zoujañ eus al lec’h m’emañ an tudennoù o komz. Pa vezont en ur chapel da skouer, e vez lakaet ouzhpenn d’ar vouezh un heklev hir hag a lakao da grediñ eo bet enrollet ar mouezhioù-se en ur chapel.
N’eo ket gwir neuze, evit labourat e bed ar c’hleweled e ranker bezañ o chom e Pariz ?
Darn vrasañ ar raktresoù kleweled a vez savet e Pariz. Gwir eo. Dreist-holl ma fell deoc’h labourat e bed ar sinema. Diaes-kenañ eo sevel raktresoù er-maez eus Pariz : ar skignerien a zo e Pariz, ar broduerien a zo e Pariz hag an arc’hant a zo e Pariz… Met dont a raer memestra a-benn da sevel raktresoù er-maez eus Pariz met alies e chom raktresoù « rannvroel » skignet da eurvezhioù iskis (da skouer an teulfilmoù pe filmoù rannvroel, e France 3 Breizh, a vez skignet da unnek eur hanter noz d’al lun). Ar pezh ‘zo, ma vijen o vevañ e Pariz, em bije graet ur vicher resis nemetken, paotr ar walenn (perchman) nemetken da skouer. Du-hont eo diaes bezañ paotr a-vil-vicher, labourat evit an tele, ar sinema, ar radio… N’eo ket posupl, gwelet fall eo. Dav eo labourat war un dachenn resis ha mat pell zo !
A-bouez eo skoazell ar Rannvro evit sikour ar c’hleweled e Breizh ?
Ma ne vije ket skoazelloù a-berzh ar stad c’hall zoken ne vije ket eus ar sinema gall e Frañs, anvet ar CNC (Centre National de la Cinématographie)…. Hep skodenn vroadel, film gall ebet ! Neuze, ya, dre ret, hep sikour ar rannvro ne vije ket bet ken bras ar c’hrouidigezh e bed ar c’hleweled e Breizh, pe vije e galleg pe e brezhoneg.
Evit ar pezh a sell eus ar c’hleweled e brezhoneg, ur sapre labour a zo bet graet abaoe ar bloavezhioù 2000 gant rannvro Breizh. Savet ‘zo bet ganto, sikourioù a-ratozh-kaer evit ar c’hleweled brezhoneg nemetken : ar FALB (Fonds d’aide à l’expression audiovisuelle en langue bretonne). Ma ne vije ket lakaet kemet-mañ e plas e vije bet is-priziet ar c’hleweled e brezhoneg gant an hini e galleg ha me lâr deoc’h ne vije ket bet kalz a dra o tont ‘maez eus ar bodad-se.
Rak zoken hiziv pa vez kinniget ur raktres film e brezhoneg d’ar bodad Facca e Breizh (Fonds d’aide à la création cinématographique et audiovisuelle), e vez lavaret d’ar sevenour : « Vous ne pourriez pas faire ce film en français ? ». Ret eo atav justifiañ ar rag hag ar perag evit sevel ur film e brezhoneg. Padal, ma vije kinniget ar raktres film e galleg ne vije ket goulennet diganeoc’h justifiañ ar fed eo e galleg…
Pehini eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Filmañ Yann-Fañch Kemener evit ar film Tremen en ur ganañ sevenet gant Ronan Hirrien.
Ronan en’oa c’hoant sevel ur raktres film war Yann-Fañch abaoe ar veaj hon doa graet asambles e Finland e 2012. D’ar mare-se e oa bet sevenet gantañ Pa guzh an heol, ur film war al liammoù etre Barzaz Breizh ha Kalevala. C’hoant ‘oa gantañ sevel neuze ur film war Yann-Fañch, tro-dro d’e bezh-c’hoari Nous irons pleurer sur vos ombres. Met etretant e oa kouezhet klañv bras Yann-Fañch, nullet pep tra gantañ, ne c’helle ket mui labourat… Met soñj Ronan a oa chomet ha brasoc’h c’hoazh ar c’hoant da filmañ Yann-Fañch a-raok ma vefe re ziwezhat !
Goulennet en’oa gant Yann-Fañch hag a-du e oa bezañ filmet evit sevel un teulfilm diwar e benn. Nac’het en doa ar c’haner kalzig a raktresoù hag a atersadennoù, ken skuizh ma oa. Met asantet en deus raktres Ronan gant ur c’hoñdision : ma vije ur skipailh brezhonegerien penn-da-benn ha tud tost dezhañ hag a gomprenfe anezhañ. Setu erruet on war ar raktres-mañ dre boloñtez Yann-Fañch. Fromet-kaer ‘oan bet gant an diviz-mañ.
Kroget hon eus neuze ar film en hañvezh 2018 ur film war buhez Yann-Fañch kontet gantañ. Iskis e oa e-giz mennozh, goulenn digant unan bennak kontañ e vuhez hag eñ bev c’hoazh… Zoken gant ar c’hleñved hag ar marv o tostaat outañ eo bet plijus-kenañ ar mare filmañ. Ne oa tamm tristidigezh ebet e komzoù Yann-Fañch. Na kerse, na keuz, just laouenedigezh o kontañ e vugaleaj, e yaouankiz, e vuhez deomp. Hag amañ dre glevout istor e vuhez em eus dizoloet un den meur hag en doa graet kement evit ar brezhoneg !
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
War-lerc’h ur frapad labour e c’hoarian gant va bugale. Evit c’hoari gant ar vugale eo gwelloc’h bezañ o c’hoari da vat ganto, mod-all e vezer enoeet buan. Neuze pa c’hoarian Duplo ganto da skouer, e krogan da sevel traoù da vat. A-wechoù zoken ez eont da c’hoari da draoù all ha me a gendalc’h da c’hoari Duplo !
Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
« Un neudenn a dorr krenn, kant neudenn a ra kordenn. »
Ar c’hrennlavar-mañ em boa klevet ha dalc’het soñj outañ da vare ar pezh-c’hoari tan-ha-kurun Armorika Breizh savet gant Ar Vro Bagan. Ar c’hrennlavar a oa bet implijet evit unaniñ holl pobloù Breizh Vihan a oa oc’h en em gannañ kenetrezo padal e vije bet furoc’h dezho unaniñ !
Santout a reer an dra-mañ c’hoazh er mare-mañ. Diwar ur meizad soñjet gant Freud er bloavezhioù 1920 : « Narkiz an diforc’hioù bihan » (der Narzissmus der kleinen Differenzen). Aliesoc’h e vez disemglevioù etre tud tost deomp. Padal furoc’h ha poellekoc’h ‘vije en em unaniñ kentoc’h eget tabutal war munudoù !
Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
Depant a raio eus an eur ! Ur bannek kafe ‘po ? Pe neuze : ur banne bier D’Istribilh po evit an apero ?
- Un atersadenn embannet en niverenn 772 – d’ar 27 a viz Meurzh 2020.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ