Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar briñsez hag ar babig panda

Tresadenn gant Joanne Marilier

Ma vefe savet ur sontadeg e-touez bugale hiriv, evit gouzout pehini eus loened ar bed eo o muiañ karet, hep mar ebet ez afe ar maout gant un arzh bihan sinaat anavezet mat gant an holl bremañ, kement gant ar re vihan eget gant ar re vras : un arzhig, gwenn ha du e vlevenn. Gras dezhañ eo en deus gellet zoo Beauval daougementiñ niver e welladereien abaoe ganedigezh Yuan Meng, daou vloaz ‘zo. Me ‘pezh a n’ouzer ket eo ma n’eo ket bet atav heñvel ar pandaed ouzh ar re a anavezomp hiriv. Dleout a reomp an dizoloadenn-se d’un ergerzhour euskarat, un tad misioner ganet e Ezpeletako hag anvet Armand David. Hemañ en doa ergerzhet ranvroioù kollet eus Bro Sina en eil lodenn eus an XIXvet kantved ha renablet kantadoù spesadoù plantoù ha loened dianavez betek neuze. Unan anezho a zoug c’hoazh ec’h anv : karv an Tad David ! Ur c’harv, gant brankoù e genseurted met koug ur c’hañval, lost un azenn ha treid ur vuoc’h ! Met deomp en-dro d’hor panda : ouzh petra neuze ‘oa heñvel hendadoù hor pandaed kempredel ? Setu ‘pezh en doa desket an ergerzhour gant tud ar vro ha setu amañ ‘pezh ‘m eus desket, me, en ul lakaat ma fri en e skridoù.

* * *

Kantadoù, milliadoù a vloavezhioù zo, n’o doa ket ar pandaed kelc’hioù du en dro d’o zaoulagad, d’o divskouarn ha d’o dargreiz… o fenn a oa gwenn ha gwenn kann e oant, penn-kil-ha- troad. D’ar mare-se, e veve e Bro Sina ur briñsez hollgaer, ken kaer ma koueze dindan he c’hazell-ge, pep den hag en doa bet tro da gejañ ganti paneve ur wech en e vuhez… Dougen a rae atav saeioù brokart seiz dreist a gaer, gant lostennoù ha milginoù hir. An hini en dije sellet outi o kerzhout en dije kredet he gwelout o vont war un dorchenn aer… Daoust da erbedoù he zad, gant aon e vije c’hoarvezet un dra bennak ganti, e plije dezhi mont da bourmen hec’h unan kaer war ar maezioù, e koadoù ar Rouantelezh e-pad eurioù hag eurioù.

Da geñver unan eus an devezhioù-se, e tivizas ar briñsez hiraat un tammig he fourmenadenn da dennañ gounid eus diwezhañ bannoù an heol a-raok dont en dro d’he falez. E-pleg ur strouezheg, e klevas un trouz iskis en tu all d’ar c’hleuz. O santout an dañjer, he bondoug a guzulias dezhi chom hep mont di. Met he c’hoant gouzout muioc’h a voe kreñvoc’h eget hec’h aon. …En em silañ ‘reas, dousig, war begoù he zreid betek ar c’hleuz, ha, kuzhet a-dreñv ur vodenn, e sellas petra ‘oa o c’horiñ en tu all.

Neuze eo ma welas ur babig panda, ken mignon, gwallspontet, rak,tost tre ouzh ar babig edo ur mell tigr tibetan a zaou vetr d’an nebeutañ. Ec’h holl grabanoù e-maez hag ar glaour o tiverañ war e vuzelloù, an tigr naonek ‘n em briente da lonkañ kriz-bev ar paour-kaezh babig sonnet g’an aon…

Ar briñsez, o selaoù nemet he c’halon, ne soñjas da netra all nemet saveteiñ ar paour-kaezh babig, deuet e-maez diouzh e vodenn. ‘N’em deurel a reas war ar pandaig, o kregiñ ‘nezhañ dre e gein evit e stlepel war ar c’hleuz. Hemañ, neuze, a lammas war-du ur wezhenn ha krapas betek ur skour, uhel awalch evit ‘n em lakaat dreist diraez krabannoù al loen fall.

An tigr, sourprennet gant ‘pezh a welas, a chomas etre daou soñj …petra ober ?

E plas ur preizh en em gavas gant daou ! Pebezh choaz diaez ! Met o vezañ gwelet ma vefe aesoc’h dezhañ en em deurel war ar briñsez hag, ouzhpenn-se, ma oa kalz muioc’h da zebriñ enni eget war ar babig panda, ne zaleas ket da zivizout hag a lonkas anezhi kriz-bev ! Echuet e bred gantañ, leuniet, ez eas an tigr da glask pelloc’h… Etretant, kludet war e vrank, ar pandaig en doa arvestet ouzh an abadenn braouac’hus-se, penn-da-benn, hag en doa ‘n em rentet kont ma oa evitañ eo, m’he doa ‘n em aberzhet. Evit e saveteiñ ! Trist, droug kalon ennañ, al loenig paour en em lakaas da ouelañ, da lenvañ, da zifronkañ e-pad devezhioù ha devezhioù…

He zaol kadarn a zevoudas un dristidigezh divent e-touesk holl pandaed ramzel deredet diouzh ar Rouantelezh a-bezh da rentañ enor d’an harozez yaouank ken kalonek. Stouet dirak ludu relegoù ar briñsez dastumet war-lerc’h an drouklazh spontus-se, stardet evit en em souten an eil egile, ne zaleen ket da frotañ o daoulagad evit sec’hiñ o daeroù, da stankañ o divskouarn, evit nompas klevout ar c’houeladegoù dizehañ o sevel diouzh ar menezioù tro-dro, o bizied goloed a ludu, ludu ar briñsez. E-mod-se eo, ma teuas du blev ar pandaed en-dro d’o daoulagad, d’o divskouarn ha d’o dargreiz….

Me n’eo ket tout. Goude al lid, hag e-pad devezhioù ha devezhioù en em lakjont da bediñ o Doueoù da zerc’hel dezho o c’helc’hioù a rummad da rummad, en enor d’an hini he doa ‘n em aberzhet evit saveteiñ unan anezho. An Doueoù a selaouas ouzh o fedennoù hag abaoe an deiz -se eo m’o deus ar pandaed kelc’hioù du en dro d’o daoulagad, d’o divskouarn ha d’o dargreiz .

Loeiz Gwilhou

  • Ur vojenn embannet en niverenn 707 – d’an 28 a viz Kerzu 2018.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez