Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sioulder evit al loened

Dilojet o deus Solen Despres ha François Rouault e su Roazhon, war an harz etre an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel goude bezañ bevet e kreiz-kêr Roazhon e-pad un nebeud bloavezhioù. C’hoant o doa mont da vevañ war ar maez, ur mennozh en o fenn : kaout ul lec’h bras a-walc’h evit gellout krouiñ ul lec’h repu ha degemer loened. Setu penaos eo ganet Dianken, ar gevredigezh o deus krouet.

Enepspesadourien eo François ha Solenn. Ul lec’h-repu o deus krouet, anvet « Dianken ».

E Herzieg-Mez emañ ar c’houblad o vevañ met ur wech erruet dirak an iliz vras a zo e-kreiz ar gêriadenn ez eus un nebeud kilometroù d’ober c’hoazh evit mont betek parkeier ar gevredigezh. Ha parkeier a zo peogwir o deus dibabet kaout un dachenn vras daou hektar.

Gwirioù al loened

Abaoe bloavezhioù eo François ezel ar « CRPEA » — Collectif Rennais Pour l’Egalité Animale — ha kemer a ra perzh en aozañ prezegennoù e skol-veur Roazhon 2 da skouer pe er « vegan place » — e-lec’h ma vez kejet gant meur a gevredigezh prederiet gant gwirioù al loened — war blasenn ar Republik e kreiz-kêr Roazhon, darvoudoù hag a veze adkavet ingal a-raok mare ar C’hovid.

Enepspesadourien eo Solen ha François ha n’eo ket nemet bezañ vegan (chom hep debriñ pe implijout al loened evit al lêr pe ar gloan da skouer). Ur brederouriezh eo, un doare da welet ar bed. Evit bezañ sklaeroc’h pe fetisoc’h : « A-enep korvoiñ an holl loened omp ». Ha politikel eo o doare da welet an traoù just a-walc’h : « Gant ar strollad CRPEA e kemeran perzh e tabutoù gant an ti-kêr met a-wechoù e vez aozet manifestadegoù ganeomp ivez evit lakaat gwask war an dilennidi, da skouer e-keñver bezañs loened er sirkoù. » emezañ. Ur skoazeller o deus bremañ gant Jean-Marie Goater, dilennad leuret evit abeg al loened e Roazhon.

Dianken

« Kizidik-tre ouzh doaeroù bevañ al loened omp bet atav » eme François. « Kroget hon eus da zegemer kizhier dilezet e straedoù Roazhon ha buan-tre eo deuet ar soñj deomp dilojañ ha krouiñ ur repu evit loened all. » Erruet int e Herzieg-Mez e 2018. Roet o deus lañs d’ur gevredigezh, un nebeud mizioù war-lerc’h. Ha degemeret daou zanvad da gentañ, div c’havr goude ha setu partiet e oa troioù-kaer Dianken !

Ur gevredigezh eo, da lavaret eo e c’hell an dud bezañ ezel ha kemer perzh pe, mod all, reiñ arc’hant : « A-drugarez d’ar pezh a vez profet e c’hellomp prenañ boued pe paeañ ar frejoù mezeg-loened da skouer ». Aozet e vez chanterioù a-stroll ivez pe degemeret e vez tud evel ar vaouez a ro sikour d’ar c’houblad er mare-mañ en ur gemer perzh er vuhez pemdeziek. « Evit poent eo ret d’an dud kaout o doare da vevañ war al lec’h met a-benn nebeut hor bo ur garavanenn pe un dra bennak evel-se evit gellout degemer tud a-youl-vat. » Ha sikour o deus ezhomm memestra peogwir o deus pep hini anezho ur vicher ha muioc’h-muiañ a loened a zo : « Pevar lapin a zo erruet ar sizhun-mañ ha 14 yar n’eus ket pell zo. » Setu mignoned ouzhpenn evit Peppa ha Pumba, an daou bemoc’h degemeret er familh.

NG

Evit gouzout hiroc’h : www.dianken.org

  • Ur pennad embannet en niverenn 807 – d’ar 27 a viz Du 2020.

koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez