Peur ha pelec’h out ganet, Mathieu ?
E Brest on ganet e 1985. Deus Kastell-Paol on kostez ma mamm ha deus Plonevez-Ar-Faou kostez ma zad. Ne oan ket evit dibab etre Bro-Leon ha Bro-Gerne ha neuze am eus divizet chom war bord an Elorn e Plougastell ! E gwirionez e oa ma zad kelenner e Plougastell hag abred a-walc’h em eus graet anaoudegezh gant ar bagad. E-pad 20 vloaz em eus sonet er strollad-se. El lec’h-mañ en en santan mat ha ne gavan ket hir an amzer.
Peseurt studioù peus graet war-lerc’h ?
Etre Brest ha Plougastell edon er skolaj. Goude ma bachelouriezh (Ekonomek ha sokial, e Charles de Foucault e Brest) em eus kroget gant studioù Arzoù « Pleustrek » e Lise Vauban e Brest. Tapet am eus ur « BTS Design Produioù » eno. Kendalc’het eo bet ma studioù gant an Design e Paris (Ecole Boulle). Evit klozañ ma studioù « Design » em eus labouret war ur raktres hag en deus heuliet ac’hanon e-pad un nebeud bloavezhioù : « Penaos implijout ar pri gant produioù da dalvoudekaat tiriad tro-dro diazad Roazhon ? ». Diskouezet eo bet ma labour e Pariz, Eindhoven, Tokyo, Tel Aviv… Deuet on da vezañ « designer » en un embregerezh eus Lannuon : « Ateliers Malegol ». Arrebeuri hag aozadur (keginoù, burevioù, stalioù) a oa ijinet ha treset ganin.
Goude 6/7 bloaz e oan deuet da vezañ skuizh gant al labour-se. Mankout a rae ster din. Ezhomm am boa d’ober traoù liammet gant an dud (hag ar c’hevredigezhioù), gant ma bro, gant ar sevenadur, gant ar yezh a felle din deskiñ…
Peseurt labour a rez bremañ neuze ?
E-keñver graferezh ha kehentiñ-gwelet e c’hellan menegiñ : identelezh-gwelet (Logo, kartenn-weladenn, talbenn-lizher…), graferezh evit moullañ (skritell, follenn-nij, pladenn, plaketenn, kazetenn…), bruderezh war al lec’hioù gwerzhañ, pakadurezh (boestoù, pakadoù…), panellerezh (panelloù-heñchañ), skeudennaouiñ levrioù, kelaouennoù,… Goude-se e klaskan reiñ amzer evit al luc’hskeudennerezh hag ar barzhoniezh (Haïku).
Heñvel ouzh ur gontell suis eo Krank Du. Meur a viz, meur a bav en deus evit gellout kregiñ e meur a venveg labour war ar memes tro. Gant ur spered diorren-padus e labour Krank Du : doujañ d’an dud ha d’an endro, labourat a-dost gant an dud, evit trevajoù hep louzou na ludu, adimplij an traoù e-lec’h o zeurel kuit, « restachoù fall zo fall da gaout » ! E brezhoneg koulz hag e galleg e labour Krank Du. War al lec’hienn e c’heller lenn Korn ar vugale, Troiennoù brezhoneg hag all…
Un nebeud skouerioù eus da labour a c’hellit menegiñ ?
Traoù nevez a-walc’h : labouret em eus war un hentenn/levr-studi bombard evit Sonerion. Identelezh-gwelet Ti ar vro Bro-Leon ; deiziataer Diwan 2020, Redadeg 2020 (2021 ha 2022 a-benn ar fin!), bruderezh evit STAL.bzh ivez… Skritelloù ha skeudennoù evit kenstrivadeg ar sonerien ha dañserien, e Gourin. Logoioù evit bagadoù ha kelc’hioù, embregerezhioù a bep-seurt…
Pelec’h e labourez ?
En ul lec’h anvet an Ti-gwer, « La Serre » e galleg, e-kreiz bourk Plougastell. Eno ez eus tud a bep seurt oc’h ober micherioù disheñvel-kenañ an eil re diouzh ar re all. Ur binvidigezh eo gellout labourat en un ti a seurt-se, ha n’eo ket er gêr evel a-raok. Bez’ e c’hellan eskemm gant ar re all, diskouez dezho ar pezh a ran. Digor eo an ti gwer, dont a ra tud di d’hor gwelet.
Div vicher az peus e gwirionez, neuze ?
Gwir a-walc’h eo. E-pad ur prantad edon etre daou : va micher gentañ, designer ha grafour, ha luc’hskeudennerezh. Plijus e oa va micher gozh, met c’hoant am boa d’ober traoù diouzhin va-unan ha reiñ ster – da betra e servij ar pezh a ran –, hag a-fed traoù arzek n’am boa ket va c’hont. Ezhomm em boa kaout un tamm ehan, hag al luc’hskeudennerezh en deus sikouret kalz ac’hanon evit soñjal e traoù all. Baleadennoù am eus bet graet a-hed an aodoù hag an dour, gwelet an natur o vevañ. Ha tennañ fotoioù. Neuze e oan kroget da skignañ va labour war ar rouedadoù. Gant va anv gwir n’am boa ket c’hoant ober, setu ‘m eus klasket un anv all. Ha kemeret un arouez, ul loen totem.
Perak an anv Krank Du ?
Ar c’hrank a blij din, peogwir e vev kuzhet. Evel-se e oan-me ivez, d’ar mare-se, un tammig kuzh ha lent. Bevañ a ra ar c’hrank, ul loen gouez anezhañ, etre ar mor, ar stêr hag an douar, gant meur a bav. Eveldon-me e gwirionez : ret eo din kaout meur a zorn evit implijout an holl vinvioù evit va labour. Al liv du ivez a blij kalz din. Ul liv un tammig kevrinus. Er penn kentañ e raen fotoioù gwenn-ha-du. Bremañ ez eus kalz livioù all ivez, met an du a implijan kalz, atav. Abaoe bloaz eo ofisiel an anv-se evit va embregerezh.
Penaos peus desket ober poltriji ?
Va-unan, abaoe ugent vloaz. Gant ur benveg numerik, simpl, er penn kentañ. Tamm-ha-tamm em eus implijet binvioù micherel pa damvicherel.
Ha skrivañ Haïku-ioù ?
Pa oan kroget da zeskiñ brezhoneg e Stumdi. Ret e oa ijinañ haïku-ioù a-hed ar stêr Elorn. Bet un taol sklerijenn ‘barzh va fenn. Kroget e oan da skrivañ seurt barzhonegoù berr ha ne oan ket paouezet a-benn ar fin. Lennet hag adlennet em eus anezho. « Un dra bennak a zo a-dreñv ! » a lavaren ouzhin va-unan. Evit pep haïku am boa skrivet, kazi, e oa ur foto am boa tennet a-raok. Ret e oa din ober un dibab en o zouez, abaoe ugent vloaz. Setu penaos e oa savet ennon ar youl da skrivañ e doare haïku evit kontañ va labour skeudennerezh.Un dizoloadenn e oa bet evidon : ar fotoioù, ar brezhoneg hag an haïku a zo deut asambles. Pep tra zo liammet a-benn ar fin. Abaoe pell zo e oant o c’hortoz. P’am boa desket brezhoneg e oant deut anat, liammet an tri zra kenetrezo.
Labourat e brezhoneg a rez ?
Kalz e labouran e brezhoneg. Ur sapre labour am eus d’ober c’hoazh evit kaout ur brezhoneg flour. Mennet on avat. Pa vez savet ur raktres evit brudañ ur gouel pe un degouezh bennak e vez graet alies al labour e brezhoneg penn-da-benn. N’eo ket evidon-me ar memes santadenn hag e galleg. Plijadur am bez o komz brezhoneg. Neuze, e-ser labourat e kendalc’han da zeskiñ ar yezh.
E miz Genver 2020 peus graet un diskouezadeg vras e kreizenn Armorika e Plougerne.
Ya, 70 luc’hskeudenn a oa hag un haïku da bep hini anezho. Se zo kaoz e oa anvet an diskouezadeg Pemp-Seizh-Pemp. Reolenn an Haïku eo : pemp silabenn el linenn gentañ,seizh en eilvet ha pemp adarre en hini ziwezhañ. Pep hini a skriv ar pezh a gar goude-se. E brezhoneg e skrivan da gentañ, ha treiñ anezho e galleg goude-se. O skrivañ barzhonegoù berr evel-se ez an donoc’h gant ar yezh. Fresk-kenañ eo ar brezhoneg em buhez. A-raok e oa sachet va evezh gant an anvioù-lec’h. Evel-se em boa kroget da zizoleiñ ar brezhoneg, pell zo. Un tammig heñvel ouzh ur bugel on : c’hoari a ran gant ar brezhoneg, n’am bez ket aon d’ober fazioù. Un haïku am eus lakaet da bep luc’hskeudenn, panavet-se e vefent bet re sec’h, a gav din.
Liammet eo ar poltriji an eil re gant ar re all ?
Ya! Bepred e labouran gant heuliadennoù. Da skouer, teir luc’hskeudenn a zo gant bili war-gorre. E teir aod disheñvel, etre Plougastell ha Loperc’hed, em boa dastumet anezho, ha krouet taolennoù ganto, doare Land ‘art. Hep cheñch re an traoù na direnkañ al lec’h. Laosket em eus anezho en aod goude-se.Ha setu an tri haïku a ya da heul ar skeudennoù :
« Pa ‘n eus den ebet/ ‘Vez poent c’hoari patati/ Dihun ar bili. »
« Gell, melen aour, ruz/ O tañsal war ar roc’h gris/ Mouk ha melen du. »
« Div, teir, peder, pemp/ Bilienn o c’hoari las/ War traezhennoù du. »
Ur gentel bennak peus c’hoant reiñ dre da luc’hskeudennoù ?
Un doare eo din, a-wechoù, ar fotoioù diwar-benn traoù ar bed hag ar vuhez am laka trist, laouen pe fuloret. Diwar-benn eil-tier ar vourc’hizien pe saotradur an natur, na pa ve ken. Ur skouer: al luc’hskeudenn implijet ganin evit sevel skritell an diskouezadeg. En Treizh, e Plougastell, emañ. Adsked ur vag er mor ha klogorennoù o sevel diouti evel stered. Liv glas an eoul-douar oc’h en em ledañ war ar mor. Brav eo ar skeudenn da welet, sachet eo an dud ganti, dont a reont a-dost da sellet, ha prederiañ war ar saotradur. Hep bezañ pounner na feuls.
« Roudoù eoul glas/ Ar mor saotred gant stered/ Ur brav a wallreuz. »
Piv en deus levezonet ac’hanout ar muiañ ?
Re ziaes eo din dibab un den nemetken ! Neuze e lavarfen « an natur »…
Petra eo ar c’hrennlavar – pe gentoc’h an Haikou – a blij ar muiañ dit ?
Un tro-lavar a blij din « Ar bed a dro, an den ivez, an eil a ya da heul egile »
Ha sed-amañ un haiku savet gant Fañch Peru :
e miz Here
e vez gwalc’het an oabl
div wech bemdez
Peseurt sonerezh, peseurt arzour pe arzourez a blij dit ?
Emaon o paouez selaou « Robardig » kanet gant Annie Ebrel.. Sonerezh evel homañ ma lak da skrijal… Mod-all Nolwenn Korbell, Krismenn, Barbaloutig, Storlok, Duo Du Bas zo e-touez ur bern arzourien a blij din.
Peseurt mare pefe bet c’hoant bevañ ?
Er mare ‘vevan bremañ. Sur e vefe gwelloc’h hep ar c’hovid, ar saotradur, gouennelouriezh.. Met traoù brav zo moaien d’ober asambles, memestra.
Peseurt perzh a gavez ar gwellañ en un den? Hag ar fallañ ?
Ar gwellañ, ar fent. Ar fallañ, an dud na vevont nemet evito o-unan
Peseurt boued a aozez ?
E-pad ar goañv, silzig mogedet gant fer glas ha soubenn legumaj al liorzh. E-pad an hañv, mastrouilh al liorzh (ha tomatez an amezeien) hag alumenn.
- Dastumet gant Goulc’han Kervella, gant sikour Karolina (Arvorig FM). Un atersadenn embannet en niverenn 790 – d’ar 1añ a viz Eost 2020.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ