Keleier e brezhoneg abaoe 2005

De Kerouze à Ouessant

De Kerouze à Ouessant gant Klaris Lavanant – www.clarisselavanant.fr

En he unneket pladenn e kinnig Klaris Lavanant 16 kanaouenn awenet gant Breizh, bet kanet gant arzourien all en he raok, Tri Yann, Youenn Gwernig pe c’hoazh Manu Lann Uhel. Plijout a raio da lod adkavout kanaouennoù o deus merket ur remziad, evel Loguivy de la Mer pe c’hoazh Marie-Jeanne Gabrielle… An diforc’h… Mouezh Klaris Lavanant, sklintin, glan. Gouezet he deus deus chom feal ouzh ar pezh a zo bet krouet. Hag ouzhpennet he deus kanaouennoù savet ganti hec’h-unan, evel Keravel pe c’hoazh Kan ar yezh.

Un dibab ledan o kinnig tonioù ken disheñvel ha Mannick pe Claude Besson, arzourien o kanañ Naoned pe Enez Sun, bodet asambles dre ma lakaont holl war wel ar mor, an douar, Breizh. Un dibab n’eo ket bet aes d’ober, sur, rak meur a ganaouenn en deus savet Maxime Piolot, Michel Tonerre pe c’hoazh François Budet.

Disheñvel an orinoù ha koulskoude, e fin ar gont, e kaver unander tro-dro d’an temoù – bigi, inizi, porzhioù… -, gant mouezh an arzourez lakaet war wel gant ur sonerezh dous, hep morse bezañ bouzarus, e servij efedusted ar c’homzoù.

Ur bladenn velkonius, a ro da gompren e c’heller bevañ brav en ur bed a avel, fru, gwagennoù, maezioù avelet.

Da lenn

Da lenn ivez