Kregiñ a rin ar wech-mañ gant ur frazenn c’halleg, hag un droidigezh anezhi, reizh e-keñver yezhadur :
En raison des intempéries dans le canton de Callac, je n’ai pas pu aller à Rome voir le pape François.
- Gant ar frim hag an erc’h a oa e kanton Kallag, ne ‘m boa ket gallet mont da Rom da welet ar pab Frañsez.
Ar pezh a zo, en div frazenn-se e rankit gortoz ugent poz bennak a-raok gouzout piv e oan aet da welet e Rom. Ar brezhoneg komzet ne laosko ket ac’hanoc’h da c’hlaouariñ e-pad keit-se, hag a lavaro un dra bennak evel :
- Ar pab Frañsez ne ‘m boa ket gallet mont da Rom da welet anezhañ gant ar frim hag an erc’h a oa e Kallag.
Er frazenn-se ez eo « ar pab Frañsez » an elfenn nevez, ha mard eo posupl e vo lakaet e penn ar frazenn ; goude-se e vo implijet un anakolut (notet //) : ar pab Frañsez // ne ‘m boa ket gallet… Ez-yezhadurel n’eus liamm ebet etre “ar pab Frañsez” ha « ne ‘m boa ket gallet », hag un troc’h a seurt-se eo a reer anakolut anezhañ (diwar ar gregach : « na ya ket da heul ») ; da c’houde c’hoazh e veneger ar pab en-dro gant « anezhañ », ar pezh a zo un anaforenn (e druz) :
- Ar pab Frañsez // ne ‘m boa ket gallet mont da Rom da welet anezhañ, gant ar frim hag an erc’h a oa e Kallag.
Ar framm-se a vez implijet alies pa vez kaoz eus un dra vev pe un den evel elfenn nevez en ur frazenn, ha ma vez klevet ar peurliesañ :
- N’eo ket gwall vrav an amzer hiziv (an amzer, ha pa vefe elfenn nevez amañ, n’eo ket bev),
e-lec’h
- N’eo ket gwall vrav anorak nevez Kevin
e vo lavaret ken alies all :
- Kevin n’eo ket gwall vrav e anorak nevez.
Hag evit ur frazenn hir evel an hini gentañ, e vo klevet an anakolut bep taol kazimant.
Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.