Daoust hag-eñ e vo « La Ciutat » un arnodva evit an holl yezhoù minorelaet ? Bez’ e c’hellahe bout e gwirionez kar un taol-arnod hep e bar eo ar c’harter-mañ. Ur c’harter a greiz kêr Pau renevezet ha gouestlet d’an okitaneg ha d’ar sevenadur okitan eo La Ciutat. Sellet pizh e vo outañ gant holl zifennerion ar yezhoù minorelaet, a-dra-sur…
Setu ur mennozh hep e bar mah eus unan : gant François Bayrou, maer Pau anezhañ, eo bet digoret digwener tremenet « La Ciutat » e Pau. Met « qu’es aquò aquela Ciutat » mut-hu ? Ur c’harterig e karter an Hedas (e kreizig kêr) gouestlet d’ar yezh ha d’ar sevenadur okitan an hini eo. C’hwec’h pikol savadur renevezet ha modernaet a ya d’ober « La Ciutat ». Er savadurioù-mañ eh eus bet staliet kevredigezhioù peotramant obererezhioù a denn d’an okitaneg pe d’ar sevenadur okitan. Obererezhioù gouestlet d’an nevezadur m’eo an okitaneg yezh ar labour a vo staliet eno zoken.
Okitaneg, yezh ar c’harter
Er c’harter-mañ da skouer e kavo Yann Okitanegour un davarn-levrioù anvet diàr anv kan broadel Bro-Okitania « Aqueras Montanhas », ur preti, ur vediaoueg, un egorenn-labourat voutin ha sezoù ar C’hongres Permanent de la lenga occitana, an Institut Occitan de Cultura hag ar gevredigezh « Accents du Sud » gouestlet d’ar glad sevenadurel. Ti kevread ar skolioù dre soubidigezh Calendreta a vo en ur savadur ag ar Ciutat ivez. En holl e vo staliet 35 embregerezh, kevredigezh ha stal okitan a bep seurt er c’harter-mañ, an holl anezhe a labouro en okitaneg. Alese e vo klevet okitaneg bemdez er c’harter.
Digoret eo bet gant an aotrou maer François Bayrou. Ur macronour eo maer Pau met n’eo ket ur jakobin ha tomm eo e galon ouzh e yezh : an okitaneg a vro Vearn.
Skouer Dulenn
Hag-eñ e vo ar Ciutat un enklozadenn bobo-okitanour serret àrni hec’h-unan e kreiz-kêr istorel Pau pe un okitanegva poblek hag en em ledo tamm-ha-tamm tro-dro dezhañ ? Eno emañ an dalc’h, e gwirionez. D’an nebeutañ e servijo da arnodva evit ar yezhoù minorelaet all. En Iwerzhon eo bet savet ar memes seurt karter, e kreiz-kêr Dulenn, tro Harcourt Street, gant kevredigezhioù, servijoù publik ha stalioù gouestlet d’an iwerzhoneg ha d’ar sevenadur gouezelek. Iwerzhoneg eo kenyezh an holl ensavadurioù-mañ.
Ur prezidant nevez evit an IEA-AALO
Pelloc’h er reter, met atav en Okitania : disadorn tremenet eo bet dilennet prezidant nevez an Institut d’Estudis Aranesi – Acadèmia Aranesa dera Lengua Occitana : Jèp de Montoya an hini eo. Ur skrivagnour brudet eo hemañ. Un ensavadur a-bouez evit ar yezh eo an IEA-AALO kar an tiriad okitan nemetañ m’eo ofisiel ar yezh ok eo ar Val d’Aran ha dre-se e c’hell okitanegourion ar vro beviñ en o yezh en un doare normal. Met er mare-mañ eo stegn an traoù àr ar sujed-mañ e Katalonia a-bezh a-gaoz d’ar lezenn àr an 25 % a gastilhaneg dre ret ar skolioù. Daoust ha gellout a raio ar Val d’Aran derc’hel d’e skolioù en araneg dre soubidigezh ?
Fabien Lecuyer
Ur pennad embannet en niverenn 891, d’an 8 a viz Gouere 2022.