Ar bevien gaezh ! E Kembre en deus diskouezet mare ar c’hovid pegen digenvez en em gav tud kozh zo en o zier-retred, kar ne vez den ebet ken evit kontañ kaoz e kembraeg gante. Er mare-mañ eo studiet stad an traoù e tier-retred Kembre gant ur studierez : peseurt servijoù a vez kinniget en o yezh d’ar gembraegerion gozh ?
Evel e Breizh eh eus e Kembre tud kozh a arru e tier-retred ma n’hallont ket ober gant o
yezh-vamm, ar c’hembraeg.
Diaesoc’h e-pad ar C’hovid
Emañ Angharad Higgins, ur studierez a skol-veur Abertawe, o kas ur studiadenn àr ar c’hraf-mañ. Hervezi eh eus tier-retred ma vez digenvez ar gembraegerion gozh. Lod a dremen kalz amzer o-unan-penn en o c’hambr, kar n’en deus ebet hag a ouia kembraeg en ti-retred hag e saozneg emañ an holl zudiamantoù, betek ar chadennoù skinwel zoken ! Da vare ar c’hovid e voe gwashoc’h c’hoazh kar ne oa ket mui o zud evit o weladenniñ hag a-wechoù e oant ar re nemete a rae gant ar c’hembraeg gante.
Dizingal an traoù
Ha padal en deus droed pep Kembread da gaout servijoù en e yezh, ha pa vehe en un ti ar re gozh bennak. Hogen, dre ma vez berr an argant ha skragn an embregerezhioù mestr àr an tier-retred ne vez ket kinniget servijoù e kembraeg e pep lec’h. Lod ag an tier-retred o deus implijidi hag a ouia ar yezh, lod all n’o deus ket. Lod a ginnig traoù e kembraeg, lod all ne reont van ebet. Lod a glask istimiñ an ezhommoù, lod all a lavar e ouia saozneg an holl gembraegerion, neuze ne servij da netra kinnig traoù e kembraeg.
Pezh zo, evit Kembreiz zo eo ar saozneg un eil-yezh o deus graet ganti atav evit an darempredoù gant ar velestradurezh peotramant gant ar saoznegerion a gejent gante, tra ken. Met kembraeg e oa o yezh pemdeziek, dreist-holl e norzh ar vro m’emañ bev-tre c’hoazh. Ha dre m’emeur e Kembre : tier-retred zo a ginnig atalieroù kanañ e kembraeg ! Rak e Kembre e vez kanet kalz. Hag a-bouez-penn, mar plij ! Tier zo zo kalz avañset àr afer ar yezh. Betek hec’h implijout evit ar re skañvaet o spered. Lakaet e vezont da adsoñjal e gerioù kozh da skouer. Ha gwellaennoù zo bet remerket e spered an dud.
Ur sell foklorel àr ar yezh
E tier-retred all e vez aozet un « dijuniñ kembreat » mintinioù zo, peotramant e vez debret katev ag ar vro pe lakaet ar gaoz àr ar rugbi zoken met… e saozneg atav. Ha n’eo ket tamm ebet ar pezh o defe afer annezerion zo. Ezhomm o deus da rannañ kaoz en o yezh-vamm ha n’eo ket chaokañ ur bara brith bennak. Met tier-retred zo n’o deus ket komprenet kement-se. Memes e Kembre eh eus ur sell folklorel àr ar yezh e meur a lec’h c’hoazh. Evit kenderc’hel gant he studiadenn he deus savet Angharad Higgins ur lec’hienn anvet… hiraethcymru.com ! (Hiraeth = Hiraezh). Ne glask ket, gant he labour, barnañ ti-retred-mañ-ti-retred, divizout ag an doareoù d’ober dishañval ha cheñch ar sell àr dalc’h ar yezh, ne lavaran ket. E Breizh e vez stummet muioc’h-mui implijidi an tier-retred a Vreizh-Izel d’ar brezhoneg. Hag ur stummadur zo bet aozet er vro gallo e 2022 evit implijidi tier-retred annezidi c’hallaouek enne.
Fabien Lecuyer
Ur pennad embannet en niverenn 923, d’ar 14 a viz C’hwevrer 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg