Evel bep bloaz er c’houlz-mañ, emañ strolladoù breizhat Amnesty Etrebroadel o prientiñ o zroiadoù e festivalioù ar vro.
Posupl e vo deoc’h en em gavout ganto e meur a lec’h :
- En Oriant da-geñver ar Festival Etrekeltiek, deus ar Gwener 4 d’ar Sul 13 a viz Eost.
- E Santez-Anna-Wened evit ar Festival « Galetez ar bed », Sadorn ha Sul 26 ha 27 a viz Eost.
- En Enez-Groe evit ar FIFIG (Festival etrebroadel ar filmoù en inizi), deus ar Merc’her 23 d’ar Sul 27 a viz Eost.
- E Douarnenez da-geñver Festival ar filmoù d’an 19, 20 ha 26 a viz Eost.
War hor standoù e vo kavet ganeoc’h titouroù e-leizh war labour Amnesty Etrebroadel evel-just met dreist-holl diwar ar c’houlzad aozet evit 5 bloaz war ar gwir da vanifestiñ. Un darvoud bedel a dalvoudegezh pa weler mat emañ ar gwir-se o vont war fall er mare-mañ (ha meur a hini all d’e heul).
Na chomit ket etre daou eta, deuit da gaout ac’hanomp, laouen e vimp o tegemer ac’hanoc’h !