Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur sell disheñvel war an endro

Ur sontadeg zo bet graet evit gouzout mennozhioù an dud e-keñver an endro en holl ranvroioù a Frañs. Un tammig disheñvel eo respontoù ar Vretoned diouzh ar re all.

Meur a goulzad a vez kinniget, evel an hini #JagisJeplante. © Pixabay

Gant an Diazezadur evit an natur hag an den (« Fondation pour la nature et l’homme« , Diazezadur Nicolas Hulot a-raok) e oa bet lakaet ober an enklask e deroù an hañv. En ur c’houlenn o soñj gant an dud e oa ar pal gouzout hag-eñ e oa bet cheñchamantoù en o buhez pemdez gant direizhamant an hin, ha gouzout peseurt divizoù o doa kemeret o-unan abalamour da se. 3000 den zo bet aterset e Frañs a-bezh.

Kalz uheloc’h eo an dregantad a Vreizhiz a lavar int kizidik ouzh ar vevliesseurted (77 % e-skoaz n’eo nemet 59 % e Frañs). Un dra souezhus eo pa verzer e kaver da-heul div rannvro a zo war aodoù ar mor Atlantel (Akitania-Nevez gant 68 % ha Broioù-al-Liger gant 64 %). N’eo ket bras an diforc’h pa c’houlenner ouzh an dud hag-eñ e verzont ur cheñchamant a zeiz da zeiz met un tammig uheloc’h eo gant Breizhiz memes tra — 75 %, pa weler ez eus 71 % hag a respont ya evit Frañs. E pep rannvro e kaver respontoù peuzheñvel nemet en Normandi ma n’eo nemet 59 %.

Cheñch bro ?

Ur goulenn a oa diwar-benn c’hoant an dud da cheñch rannvro. Prest e vefe 42 % eus ar Frañsizien da cheñch lec’h-bevañ abalamour d’ar sec’hor, d’an amzer re domm, d’an tanioù-gwall, d’an dourioù-beuz… met n’eo ket tamm ebet memes tra evit Breizhiz peogwir n’int nemet 25 %. 37 % eus ar Vretoned a lavar n’hellont ober netra o-unan evit talañ ouzh efedoù direizhamant an hin, tra m’o deus respontet heñvel 34 % eus ar Frañsizien. Koulskoude ec’h ouzhpenn Breizhiz o deus lakaet traoù e pleustr dija (81 %). Hag embann a reont bezañ prest d’ober muioc’h, en ur veajiñ nebeutoc’h gant ar c’harr-nij, en ur brenañ traoù bet fardet er vro, hag en ur ober gant binviji eil-dorn ivez kentoc’h eget prenañ produioù nevez. Laouen e vefent o kemer perzh e raktresoù da wareziñ an natur en o c’humun.

Perak un diforc’h ?

Peadra zo d’en em c’houlenn perak eo ken bras an diforc’h da respontoù zo, pa weler e kemenn Breizhiz int kizidikaet muioc’h ouzh an hin hag ouzh ar vevliesseurted. Marteze en deus stourm an ekologourien un efed war ar pezh a soñj an dud ha gouzout a reomp eo oberiant ar re-se e Breizh. Ul liamm a c’hellfe Breizhiz ober ivez ouzh an natur a zo en-dro dezho. Int a oar pegen kaer eo o bro ha dre se e vefe pouezusoc’h a se gwareziñ anezhi. Daoust hag-eñ n’eus ket da gemer e kont ivez live an deskadurezh e Breizh ? Seul vrasoc’h eo ar c’hoant da welout e vugale o vont pell gant o studioù, seul bouezusoc’h e vefe an natur hag an endro evit an dud. Pe istor dibar ha sevenadur pinvidik hor bro o defe ul levezon ivez ? Meur a abeg zo moarvat.

Y.Y ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 947, d’ar 1 viz Eost 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez