E Su Breizh e fell d’ar Rannvro ha d’ar c’humuniezhoù-kumunioù ma vo muioc’h a dud o vont hag o tont gant an trenioù herrek rannvroel. « BreizhGo express sud » eo anv ar raktres o deus lañset kevret.
Evit ma kemerfe an dud an tren muioc’h eo ret kaout muioc’h anezho. E 2025 e vo 21 tren nevez hag a raio hent war ul lodenn eus al linenn Kemper-Gwened bemdez. Doareoù boutin all da vont ha da zont zo met e kreisteiz Breizh ez eo anat e c’heller ober gwelloc’h gant an tren evit dont a-benn da zigreskiñ implij ha plas ar c’hirri-tan. Gant muioc’h a veajoù bemdez (+ 21) e vo muioc’h a arsavioù ivez (+ 47 %) a-hed al linenn-houarn. Evel-just e vo ret kaout muioc’h a vagonioù war ar memes tro. Urzhioù zo bet roet evit prenañ reoù nevez.
Gounit beajourien ouzhpenn
N’eo ket ober an traoù diwar hanter a fell d’ar Rannvro ha d’ar c’humuniezhoù-kumunioù. Ne cheñcho ar veajourien o doare boas da vont-ha-dont nemet ma kav dezho e vo aesoc’h ha buanoc’h mont gant an trenioù nevez. D’an eurioù barr, pa’z a an dud d’o labour pe pa zeuont en-dro d’ar gêr dreist-holl, e vo gwellaet an treuzdougen. Bep 30 mn e tremeno un tren. N’eo ket hepken Gwened, an Oriant ha Kemper a denno splet eus ar c’hinnig nevez, rak e kumunioù bihanoc’h ivez e chomo a-sav an trenioù rannvroel, evel Prederion, Landevan, Banaleg, Yestael, Landaol. Gant ar Rannvro e vo arc’hantaouet 70 % eus an dispign hag ar peurrest gant ar c’humuniezhoù-kumunioù. En holl e c’hellfe 900 000 den mont gant an tren e Su Breizh.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 963, d’an 21 viz Du 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg