Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Lañset eo kenstrivadeg ar filmoù-chakod

Betek ar 1 a viz Ebrel 2024 e c’heller sevel ha kas ur video e brezhoneg, 3 munut d’ar muiañ, istitlet e galleg. « Treuzkas » eo an tem, heñvel ouzh hini ar Redadeg e 2024. Liammañ an daou zarvoud hag a zifenn ar yezh eo ar pal.

Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh, Colin Roubleau, e servij keodedel e Daoulagad Breizh, Padrig Ferog, kenurzhier Raok ha dilennidi ti-kêr Karaez, Serge Couteller ha Marie-Antoinette Quillerou. © Manon Deniau

Abaoe 2017 ez eus eus ar genstrivadeg-se e Breizh. Gant an div gevredigezh Emglev Bro Douarnenez ha Daoulagad Breizh eo bet lañset Filmoù-chakod. Reiñ c’hoant da grouiñ e brezhoneg ha da gaout plijadur o sevel ur film, 3 munut d’ar muiañ, gant poellgomzerioù eo o fal abaoe ar penn-kentañ.

« Evit tout an dud eo, ar re yaouank, ar re n’int ket ken yaouank », eme Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh. « Ar re a-vicher, ar re n’int ket, ar vrezhonegerien ampart hag ar re a zo o teskiñ. »

Bezañ stummet war ar filmoù

Abaoe 3 bloaz e vez kinniget un tem disheñvel : « Lakaat un tem a sikour da vont er-maez eus ar pezh omp kustumet », eme Elen Rubin. E 2023 e oa bet resevet 51 film diwar-benn « Tro ar Bed », 39 graet er skol. Evit ar 7vet kenstrivadeg e vo tem an « Treuzkas », tem ar Redadeg an hini eo ivez. Liammañ an daou zarvoud hag a zifenn ar yezh a fell d’ar skipailh aozañ evit ma vefe « krouet muioc’h a liammoù ». Pep hini a ra e jeu, koulskoude eo posupl goulenn gant Daoulagad Breizh bezañ stummet er skol gant un den a-vicher war ar skrivañ, ar filmañ peotramant ar frammañ. O prederiañ emañ ar gevredigezh c’hoazh war peseurt mod sachañ an dud deuet war an dra-se rak ne vez ket tizhet kalz a dud evit poent pa vez kinniget stummadurioù e-pad un dibenn-sizhun a-bezh.

Mod gouel sinema Cannes

E fin miz Mae 2024 e vo priziet ar filmoù o devo plijet ar muiañ d’ar juri, e-pad ar Chakod Deiz hag ar Chakod Noz, er sinema Le Grand Bleu e Karaez. Evit ar skolaerien hag ar skolaerezed eo an abadenn gentañ hag an eil evit ar re vras. E-pad un eurvezh e vo sellet ouzh 20 film bennak e memes mod ha gouel sinema Cannes gant filmoù a-vicher.

Gant ar gengevredigezh Raok, a gas war-raok ar brezhoneg e Kreiz-Breizh, e vez kenlabouret er bloaz-mañ. Klasket e vo lakaat er jeu liseidi·adezed lise Diwan Kerampuilh ha stajidi·adezed kreizenn stummañ Roudour Karaez. « Krouiñ ul lañs er vro a fell deomp ober », eme Badrig Ferog, kenurzhier Raok. Betek ar 1 a viz Ebrel 2024 e c’heller kas ur film brezhonek, istitlet e galleg, da filmou.chakod@gmail. com.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 966, d’an 12 viz Kerzu 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez