Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Brasañ fest-noz ar bed : aozet e anv gwirioù Mab-den !

Evel bep bloaz d’ar c’houlz-mañ ez eus birvilh e Sant-Tegoneg p’eo deuet ar mare da aozañ fest-noz Kalanna. Ur fest-noz gouestlet da zifennerezh Gwirioù Mab-Den, na petra ’ta !

Ar gevredigezh Bloaz Nevez e penn an aozañ

N’eo ket an dro gentañ ma’z eus eus ar fest-noz-se, pell ac’hano ! Evit gwir e vez aozet gant ar gevredigezh Bloaz Nevez abaoe 2003 met bez’ e oa dioutañ abaoe un toullad bloavezhioù dija peogwir e oa bet krouet e 1989 e Plouigno. Tost da 35 bloaz zo eta ! Abaoe ar bloavezh 2000 avat he deus ar gevredigezh Bloaz Nevez kavet bod d’ar fest-noz e Sant-Tegoneg lec’h m’eo digoust sal ar gouelioù, an ti-kêr o vezañ keveler an darvoud.

Ouzhpenn 50 den a-youl vat a vo war al lec’h d’an 31 a viz Kerzu o reiñ harp d’an aozadur evit kinnig d’an holl, sonerien ha dañserien, un nozvezh eus ar re gaerañ, tra ma vo izili Amnesty a-zevri gant o frantad « 10 devezh evit sinañ ».

Div sal a vo digoret evit an nozvezh ; peadra da gaout muioc’h a blas da zañsal ha da vont eus an eil d’eben diouzh ar sonerezh a vo roet da glevet e pep hini.

Ur fest-noz eus ar c’hentañ !

Bez’ e c’heller lavarout e vo fest-noz war an ton bras e Sant-Tegoneg nozvezh diwezhañ ar bloaz pa vo kavet eno 12 strollad sonerezh, ar pezh a ra tost da 40 soner ha kaner o kas ar c’horoll en-dro. Sonerezh liesseurt ganto, peadra da blijout d’an holl !

War leurenn ar sal vras e vo 6 strollad o tremen an eil da heul egile a-hed an nozvezh. Dont a raio da Sant-Tegoneg evit ar 4vet gwech an 2 strollad pennañ : War-Sav, pemp soner yaouank, startijenn enno, o vont da heul Korentin Le Davay o c’haner brezhoneger, hag ar strollad folk-rock Titom, leun a energiezh evel atav. Souezhadenn ar fest-noz a vo an triad Dixit, teir muzisianez yaouank (telenn, bombard, violin ha kan) barrek, un dudi ! Gant Electrad e vo kinniget ur sonerezh hengounel arnevez a vesk akordeoñs hag elektro. Un triad jazzy a zeuio eus Menez Are, Tri an Ifern. Digoret e vo an nozvezh gant Josselin ha Gwenvel, 2 soner yaouank barrek da seniñ bombard ha binioù-bras.

Tra ma vo 6 strollad all war leurenn an eil sal, 3 anezho o vezañ daouadoù kan-ha-diskan, kanerezed nemetken : Maela hag Anouk, Denise ha Pascale, Danièle ha Renée. Ar strollad brasañ a vo Boest an Diaoul orchestra, sonerezh gouel hengounel ganto. Brujun zo ur strollad lec’hel boas ouzh ar festoù-noz, kanoù martoloded ganto ivez. 2 soner a vro Roazhon zo e-barzh Lutig o c’hoari piano ha gitar, ar pezh ne vez ket kavet gwall alies er festoù-noz.

Koulzad « 10 devezh evit sinañ », un darvoud bedel 

E-kerzh ar fest-noz, evel bep bloaz, e vo skipailh Amnesty Montroulez o kinnig d’an dud siñañ skridoù goulenn evit sikour 10 den lakaet o buhez en arvar pe tamallet e gaou ha bac’het un tu bennak er bed.

Ha se dre ma kemer perzh Amnesty Montroulez er c’houlzad « 10 devezh evit sinañ » aozet gant Amnesty Etrebroadel war dachenn ar bed a-bezh.

E Polonia e oa bet ganet an obererezh-se, d’an 10 a viz Kerzu 2001, e stumm « 24 eur ar sinadurioù ». Abaoe he deus graet Amnesty Etrebroadel he darvoud bloaziek brasañ eus an degouezh. Bep bloaz, war-dro an 10 a viz Kerzu e c’houlenn ar gevredigezh digant he holl izili aozañ prantadoù sinañ evit 10 den e dañjer bras. Un doare da zastum ar muiañ tout a sinadurioù posupl dindan nebeut amzer ; war-dro 5 milion dre ar bed a-bezh bep bloaz. Ouzhpenn 700 000 evit poent e Frañs er bloaz-mañ ha n’eo ket echu !

Setu m’eo a bouez bras fest-noz Sant Tegoneg evit Amnesty Montroulez evel-just rak un degouezh a-feson eo da gaout sinadurioù e-leizh pa‘z eus kement a dud o kemer perzh er gouel ; 2563 sinadur e 2022…

10 devezh evit sinañ ha dre-se da skoazellañ 10 den en arvar… tro-dro d’an 10 a viz Kerzu, da vare devezh Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den, testenn diazez ar gevredigezh (75vet deiz-ha-bloaz er bloaz-mañ) ; ha se n’eo ket dre zegouezh, anat eo !

Er bloaz-mañ e kinnig ar gevredigezh skoazellañ ha difenn dek den pe strollad tud o vevañ e pep korn ar bed. Tud mennet da zifenn o gwirioù ha re o c’humuniezh kousto pe gousto, hep drouk na feulster. N’int na torferdourien na sponterien ha koulskoude e vezont gwallgaset, boureviet, tamallet e gaou abalamour d’o stourmoù evit o gwirioù diazez.

Holl asambles e c’hellomp cheñch o istor ! N’eo ket dister pouez hor sinadurioù pa’z eus bet dieubet ouzhpenn 100 den a-drugarez d’ar c’houlzadoù « 10 devezh evit sinañ » abaoe 2001. Bezomp niverus o sinañ eta ! Posupl eo sinañ enlinenn

Evit gouzout hiroc’h

Kregiñ a raio ar fest-noz da 9e30 ha padout a raio betek 6e vintin. 14 € eo ar priz mont e-barzh ha digoust evit ar vugale dindan 14 vloaz.

Bara pok-ha-pok, krampouezh tomm a vo servijet a-hed an nozvezh.

Banne ar bloaz nevez ha soubenn ar rouz a vo profet.

Bilhederezh enlinenn

JP ha JK

Da lenn

Da lenn ivez