Goude bezañ bet skrivet diwar-benn buhez e dad hag e dad-kozh en deus kendalc’het Goulc’han Kervella da skrivañ diwar-benn e familh. Gant Kambr va zonton Youn, embannet gant Skol Vreizh miz zo, e teskriv pizh ar vuhez e Breizh etre an daou vrezel-bed.
« Tonton Youn zo marv ! ». Soñj en deus ar skrivagner eus an devezh p’en doa klevet ar c’heloù digant e geniterv. Gant an eñvor-se e krog levr nevez Goulc’han Kervella. « Marvet eo pa oan-me yaouank-flamm ha c’hoant am eus bet da gontañ ur vuhez kontet gant meur a zen », eme ar skrivagner.
« Kambr tonton Yves », evel ma vez lavaret gantañ, a oa ur gambr e ti e dud e Tremenac’h-Vihan, ur gêriadenn vihan war an aod e Plougerne : « Ar gambr zo chomet atav kambr tonton Youn, pe kambr tonton Yves. Da c’houde, ma breur ha me a veze o c’hoari e-barzh. » Ur breur d’e vamm e oa, an hini nemetañ, un den sioul ha kompez « ganet just e penn-kentañ ar bloavezh 1914 ».
Red e vuhez
En ur heuliañ buhez tonton Youn, eus e c’hanedigezh betek e varv dre savboentoù disheñvel e-barzh e familh, e vez dizoloet peotramant addizoloet kustumoù ar vro, komprenet gwelloc’h pouez ar relijion eno ha cheñchamantoù al labour etre an daou vrezel-bed. « Istor ar vro eo ivez, da lavaret eo, micherioù a oa en arvor war ar pesketaerezh, war ar bezhin, ha martoloded kalz anezho », emezañ. « Er bloavezh 1930, pa oa bet freuz-stal er bed a-bezh, o doa kuitaet ar vicher-se hag aet kalz da Vrest da labourat evel martoloded pe evel micherourien. »
Kenderc’hel a ra Goulc’han Kervella da skrivañ war e istor dezhañ. Er romantoù Ar Bugel hag ar marc’h (2018) gant an ti-embann Beluga hag Enez en Amerikaned (2021) gant Skol Vreizh en doa skrivet dija diwar-benn buhez e dad hag e dad-kozh evit lakaat ur banne sklêrijenn war istor tud Bro-Bagan en XIXvet kantved. Ar memes tem a gaver en e levr nevez : « N’eo ket gwir penn-da-benn ar pezh ‘m eus skrivet peogwir ne’m eus ket anavezet kalz anezhañ. » Ar pezh zo chomet gant ar skrivagner, hag « ar roud nemetañ » eus e donton, zo bet lakaet war golo al levr : poltred e eured dirak monumant ar re varv e bourk Plougerne.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 967, d’an 19 viz Kerzu 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg