E tiez ar re gozh e oa ar pesk roue al loened. Ne oa ket dister plas al laboused kennebeut. Chas zo bet degemeret ivez. Setu tro an deñved. N’eo ket en tiez ar re gozh hepken e vezont gwelet o peuriñ avat. E bredospital Gourmelen e Kemper ez eus deñved war al letonenn hiviziken.
Alies pa soñjer en ospitalioù e teu savadurioù bras hag uhel gant parklec’hioù war spered an dud. N’eo ket e-giz-se emañ an traoù e bredospital Gourmelen e Kemper. Meur a savadur bihan zo war un dachenn vras. En holl ez eus pevar zakad dindan leton. Touzet e vezent gant touzerezed betek-henn. 30 hektar eo ar gorread hollek. Lakaet ez eus bet deñved d’ober al labour.
Klozet eo bet ar pevar zakad gant grilhaj evit degemer 18 penn-deñved eus gouenn Eusa. Un doare eo evit ar bredospital d’ober un dra bennak evit an diorren padus. Er bloaz paseet dija e oa bet savet un ti amprevaned.
Natureloc’h eo deñved evit touzañ ar geot. Espern arc’hant a vo graet ouzhpenn se. Displegañ a ra ar bredospital e vo « gwarezet ar vevliesseurted dre ober en un doare sioul, disaotr ha didrouz. » N’int ket bet prenet avat. Michel Pottier, saver loened e Kerien, en deus degaset e loened. Eñ an hini eo a vo karget da bourchas boued dezho mar bez ret, ha d’ober war o zro evit a sell ouzh o yec’hed. Ret e vo touzañ memes tra, met e-lech touzañ geot eo deñved a vo graet un tamm kempenn dezho gant o ferc’henn.
E servij yec’hed an dud klañv
Ur pal yac’hadel zo gant an deñved : « kinnig un endro a-feson d’ar glañvourien da yac’haat », eme renerezh Gourmelen. Adalek an devezh kentañ e oa deuet meur a hini anezho da welet an deñved asambles gant o c’hlañvdiourien. « Distan ha peoc’h a zegas. Plijus eo », emezo.
Diskouez a ra an dibab graet gant renerien ar bredospital pegement eo cheñchet ar vredvezegiezh abaoe an amzer ma veze kraouiet an dud klañv, gwechall. Klasket e vez hiviziken kinnig ur vuhez dezho er bed gwirion.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 989, d’an 21 a viz Mae 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg