Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Poubellennoù

Un teulfilm Ya!Film

A-c’houde gwerso eh eus tud war an Douar, mez rekiz eo bet gortoz ar prefed Ujen Poubelle evid ijinañ bouestoù da lakaad rac’h hon loustoni e-barzh, er bloaz 1883. E Pariz da gomañs, ha daet an dra da voud un anw-boutin goude : poubelle, poubellenn. Liez e vez enoret an dud gant o ijinadennoù, ha setu ur skwer a gement-se !

Da gentañ e oa bet termenet strizh penaoz e ranke ar poubellennoù boud : bouestoù-koad gant ur vouest-houarn enne evid parraad douzh an traoù a guitaad ar lec’hig, hag ouzhpenn-se evid gelliñ degemer ludu tomm heb leuskel an tan da grogiñ er c’hoad. En amzer-se, zokén e Pariz, e veze tommet an tier gant koad pe gant glaou-douar.

Traoù modernoc’h zo hiziw. Tud a-ratozh a vez karget a skarzhañ ar poubellennoù, paotred ar lastez, an dilastezerion, gante kamionoù gouest da lonkañ nousped tonnenn lostach, stronkach, restachoù pe strogellachoù a beb sort. Ha meur a sort poubellenn zo, d’ar sitoaianed da zibabiñ o zraoù didalvoud (didalvoud evite !) ha d’o zaoliñ en heni vad : restachoù-kegin, boutailhoù, paperioù, ha kement zo.

Mez gwezhall-gozh ne oa ket ur sort. Debret e veze toud an traoù a veze degaset gant ar jiboesaerion hag ar gutuilherion, nemed eskern ha gregad goulle. An darn vuiañ ag an dud a veve e foukennoù graet gant koad, banal, raden, traoù kavet en trowardroioù. Red eo lâred e veze kér-ruz bevañ er groc’hoù, a-gaoz ma ne oa ket kalz anezhe. Tud Kro-Magnon, homosapiensed pe neanderthaled ne chom ket kalz a roudoù anezhe. Ar re a veve war bord ar mor ne gavent ket peñse dreist-ordinel, evel en hon amzer, rag ne oa ket lestr ebed, dougerioù-endalc’herioù pe samlistri karget a draoù talvoudeg evel bremañ, listri hag a golle o marc’hadourezh en tempestoù evid brasañ plijadur Paganiz ! Tostoc’h e vezent douzh an natur egedimp. Ha tra dreist-ordinel, e broioù zo e veze debret istr ha meskled a-vraz, ha taolet ar c’hregad goulle… dindan an daol. E-lec’h skubad ar plasti e kave gwell an dud uhellaad ar plafon pa zae da voud re izel ! A-c’houde ijinadenn ar skubellennoù, ne ouiomp ket gant piw, ne vez ket mui gwelet traoù a-sort-se…

Gant an araokadennoù gouiañsel ema daet ar produiñ a-vraz, ha dibosubl d’an natur lonkañ hon traezoù. Nebeud a dra da gomañs : podoù pri, a dorre goude boud bet meur a wezh d’ar feunteun da glask dour. Ha goude, amzer ar gwer. Taolet e veze an tammoù, pri pe gwer, e toullennoù lec’h ma ya hon arkeologourion da furchal hiziw, evid kargañ hon mirdïoù gant traoù a oa bet taolet gwezhall. Notit ne vez ket sellet douzh ar savadurioù evel douzh loustoni, mez evel testeni arzel o amzer : dolmenoù, piramidoù, kreñvlec’hioù.

Pa oa daet amzer an houarn, e oa waet an traoù war fallaad. Daoust ma ya an houarn da verglañ ha da zisparisañ, gant an dizoloâdenn-se ema waet an denelezh da voud sod gant an ijinañ. Heb ar metal-se, tren ebed, fuzeenn ebed, kreizenn derc’hanel ebed, netra efeduz evid toullañ don da glask petrol. Ha gant ar petrol, satordallig, nag a loustoni dinaturel : plastik, ma zud kaezh, plastik, plastik miliget ! Plastik e peb lec’h, beteg en hon boued, beteg en hon gwad, soñjit ‘ta !

Nag an atom ! Penaoz diverkañ bouzelenn Brenniliz ag ar Menez Are ? Na Brest gant an Enez-Hir hag he listri-spluj atomeg ? Na La Hague ? Sorserion zo bet ha sorserion zo c’hoazh. Mez, hiziw, piw a oui disorsañ ? Broudet eo hon ijinadennoù gant hon c’hoant divergont a aezamantoù pe a argant, anad eo. Gant hon lostachoù, daet ken stank, e vimp beuzet heb dale.

O gagn ! Bremañ souden e ta soñj din ema ma foubellenn war ar ru c’hoazh. Gant ma vo bet skarzhet, a-wael, rag leun-barr e oa !

Jean-Claude Le Ruyet

Ur pennad da sealou amañ

Ur pennad embannet en niverenn 816 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez