Teir sizhun e oa Yona Coulibaly-Herpe pa oa bet plaset e familh ar sevenourez Laëtita Gaudin-Le Puil. 22 vloaz eo ar plac’h a zo bet lakaet hec’h istor war wel en teulfilm “Teir sizhun hag un devezh”. Skignet e vo evit ar wech kentañ er sinema Ellé er Faoued d’ar Sadorn 14 ha d’ar Sul 15 a viz Gwengolo.
E Lannejenn o doa kejet Maryvonne ha Lionel Herpe gant Yona 22 vloaz zo. Diouzhtu e oa bet un taol kalon etre ar familh hag ar plac’h vihan. “Pa oa degouezhet ar babig e oa c’hoarvezet un dra bennak”, eme ar sevenourez Laëtitia Gaudin-Le Puil.
D’an oad a 16 vloaz e c’helle Yona bezañ rediet da guitaat he familh degemer, evel pa oa 10 vloaz c’hoazh. Krog e oa Laëtitia da skrivañ ha da sevel ur pennad evit ar gelaouenn XXI. “Skrivañ diwar-benn hec’h istor a c’helle bezañ un diskoulm evit gwareziñ anezhi, a soñje din. Un doare da wareziñ bugale all e c’helle bezañ ivez. Pa vez plaen an traoù gant ar vugale e vez soñjet ez int saveteet. Rediet e vezont neuze da zistreiñ gant o zud, daoust ma tremen fall a-wechoù.”
E 2020 e krogas Laëtitia da dreiñ un teulfilm diwar-benn buhez Yona, gant asant ar plac’h yaouank. Pevar bloaz eo padet an treiñ. “Filmet ‘m eus anezhi war hir amzer abalamour ma ‘moa c’hoant da bakañ pazennoù disheñvel eus he buhez, re a vez gwelet evel pouezus-bras en deskoni. Evel er skol, rak 80 % eus ar vugale plaset n’o deus tamm diplom ebet ; padal eo bet Yona en ur skol glañvdiouriezh, ha deuet eo da vezañ klañvdiourez hiziv an deiz.” Daoubennet eo bet ar filmañ peogwir eo kouezhet klañv Lionel gant kleñved Charcot. “El lodenn gentañ e vez ambrouget hag hardishaet Yona gant Maryvonne ha Lionel. En eil e vez diskouezet sell Yona war Lionel hag ar pezh a laka e plas evit ambroug anezhañ betek penn”, a zispleg Laëtitia.
Dre sell Yona e vez lakaet war wel an dud a zo tro-dro dezhi. Ar c’hamera a dap prantadoù buhez, mesket enno c’hoarzhoù ha daeroù en un doare ampart.
Liammoù ar galon ha liammoù ar gwad
“Teir sizhun hag un devezh” n’eo ket un teulfilm diwar-benn ur babig plaset nemetken. Lakaat a ra ar sellerien d’en em soñjal war al liammoù denel. “Kreñvoc’h eo liammoù ar galon eget reoù ar gwad a-wechoù. Burzhudus eo, rak daoust ma n’eus takennad wad ebet boutin ganeomp e tennomp kalzik Yona ha me an eil d’eben.”
Liammoù kreñv zo etre tudennoù an teulfilm. Anat eo etre Yona, Tonton ha Tata. “Atav he deus graet Tata ha Tonton eus Maryvonne ha Lionel. Ur wech pa oan o treiñ er Mañs, er skol glañvdiourezh, en doa sonet he foellgomzer ha skrivet e oa Tata warnañ. Merket e oan bet rak lavaret he doa d’he mignonezed e oa he mamm a oa o klask tizhout anezhi.”
Daoust m’eo tost eus he familh a galon e vir Yona ul liamm kreñv gant he mamm viologel, a-drugarez Maryvonne. “N’he deus bevet gant he mamm biskoazh abalamour m’eo klañv abaoe he ganedigezh. Met envel a ra anezhi Mammig ha kreñv e kavan an dra-se. Mirout a ra ul liamm gant he zad ivez daoust m’en deus “kastelodennoù bras” evel ma lavar Yona en teulfilm, ha daoust m’eo luziet o darempredoù.” Splujañ a ra an arvesterien e kalon un istor ha n’eo ket o hini, ha koulskoude e c’hall pep hini kavout e lod.
Un istor e servij istorioù all
Spi he deus ar sevenourez e vo fromet kalz a dud gant he zeulfilm. Pelloc’h evit er sinemaoù he deus c’hoant lakaat bannañ he film en ensavadurioù, evit lakaat labour ar familhoù degemer war wel. “Ur gwir breder zo e Frañs e-keñver gwareziñ ar vugale ha karout a rafen e vefe ma zeulfilm evel un ostilh.”
Evel bugale all eo bet gwarezet Yona en ur greskiñ e ti Maryvonne ha Lionel met diaes eo hec’h istor memes tra. D’ar 14 ha d’ar 15 a viz Gwengolo e vo skignet an teulfilm evit ar wech kentañ e sinema ar Faoued. Fellout a rae d’ar sevenourez trugarekaat skipailh ar sinema Ellé evit e skoazell. War-lerc’h e vo skignet gant Frañs 3 Breizh ha gant ar chadennoù lec’hel Tébéo, Tébésud ha TVR.
Ur film war ar familh eo hag a laka pep hini d’en em soñjal war e istor dezhañ. “Un teulfilm zo savet mat pa dremener dre fromoù disheñvel, ‘gav din. Daoust m’en deus va hini perzhioù fall em eus bet ar chañs da gaout tudennoù brav.”
Sarah Lagadeg
D’ar 14/9 da 9e da noz ha d’ar 15/9 da 6e g.m. Priz dieub. Ar gounidoù az aio d’ur gevredigezh hag a sikour ar c’hlask war kleñved Charcot.
Ur pennad bet embannet er gazetenn Le Poher. Troidigezh gant Ya!
Ur pennad embannet en niverenn 1005, d’an 10 a viz Gwengolo 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg