Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Testennoù maouezed lakaet war wel e kentañ pladenn Baliskis

E miz Gwengolo 2024 e oa deuet er-maez “Eus an eil d’eben”, kentañ pladenn ar strollad a gaver ennañ an div ganerez Katell Kloareg hag Anne-Cécile Poyard hag ar soner akordeoñs Grégoire Pluet. Lakaet o deus war wel skridoù fromus merc’hed ar vro e 12 kanaouenn da zañsal. D’an 12 a viz Here 2024 e vint gwelet e fest-noz an Uhelgoad.

Abaoe 2018 e son an triad, Katell Kloareg (a-gleiz), Anne-Cécile Poyard ha Grégoire Pluet, asambles. © Eric Legret

Ne oa ket bet raktreset sevel ur bladenn gant an div ganerez Katell Kloareg hag Anne-Cécile Poyard hag ar soner akordeoñs Grégoire Pluet. “Ur mignon, Aurélien Tanghe, ‘neus ur studio e-kichen Lille, ur soner eo ivez ha lâret ‘neus domp en ur farsal : “Peur ‘peus c’hoant da enrollañ ur bladenn du-mañ ?””, eme Gatell Kloareg. Dindan ur bloaz eo bet dibabet, savet ha desket pozioù an 12 kanaouenn da zañsal a zo war ar bladenn, “Eus an eil d’eben”.
Skridoù 8 maouez zo lakaet war wel. C’hoant o deus bet da “ganañ, testennoù barzhonegoù skrivet gant maouezed eus Breizh hepken, testennoù e brezhoneg dreist-holl hag e galleg ivez”.


Istor gwirioù ar merc’hed
Etre skridoù Klariz Bailleul, Augustine Le Mansec, Thérèse Dufour, Philomène Kadored, Anjela Duval, Constance Le Mérer ha Brigitte Kloareg ez eus ul liamm, hini an natur tro-dro d’an dud. “E kanaouenn Valentine [Ar Gorventenn] e vez diskouezet an natur hag e kanaouenn Philomène [Ar Flourenn] ez eo ur melezour hag a lavar pegen brav eo ar bleunioù, ar gwez, en un doare romantel. Me ‘gav an istorioù a ya mat asambles”, eme ar ganerez. “E pozioù skrivet brav gant Klariz Bailleul [Liùeu er marhad] ez eus un den kozh ‘neus disoñjet betek livioù ar marc’had. Gwelet a ran ur bern skeudennoù pa ganan traoù skrivet ganti, n’ouzon ket penaos ‘ra met hi zo barrek !”
Istor gwirioù ar merc’hed zo ivez er Chanson pour : Jeanne, Céline, Françoise, Marie-Claude, Samira et les autres “diwar-benn an diforc’hañ” skrivet gant Thérèse Dufour : “Skrivañ a ra ur bern kanaouennoù diwar-benn an doare da zerc’hel soñj pe da zeskiñ, da lakaat an dud da brederiañ war un tem. Pep hini ‘neus da selaou ar ganaouenn ha kompren ster ar ganaouenn ha prederiañ war gwirioù ar maouezed.”


Kanaouennoù hengounel adskrivet
War ar bladenn ez eus bet lakaet testennoù hengounel evel An Anglezed bonedeu ruz adskrivet gant Brigitte Kloareg, mamm Katell Kloareg : “Plijadur hon eus bet asambles ‘barzh an oto e Bro-Iwerzhon oc’h echuiñ ar ganaouenn ‘oa bet skrivet ganti. Me zo laouen ivez da gaout ur ganaouenn gant Mammig, hi eo an hini ‘neus roet c’hoant din da ganañ ha kanañ a reomp asambles c’hoazh hiziv.”

Manon Deniau


Sonadegoù :
D’an 12 a viz Here 2024, fest-noz an Uhelgoad. D’an 9 a viz Du 2024, fest-noz Plouedern. D’ar 15 a viz Du, fest-noz Berrien


Ur pennad embannet en niverenn 1009, d’an 8 viz Here 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez