Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur raktres nevez evit tennañ kailh e Breizh

Emañ ar stal ganadian Aurania Resources o paouez krouiñ un izembregerezh e Breizh evit ober enklaskoù er c’hondon. Brasoc’h-brasañ eo an ezhommoù kailh rouez ha nebeut-tre a vez tennet du-mañ.

Tri goulenn aotre furchañ zo bet kaset gant Breizh Ressources e Breizh. © Freepik

Mengleuzioù a oa bet gwechall-gozh e Breizh. Staen, aour hag houarn a veze tennet gant ar Gelted hag ar Romaned en Henamzer. Plom a voe kavet ivez. En Uhelgoad ha Poullaouen e voe ur vengleuz bras-tre peogwir e veze implijet 1500 den a-raok an Dispac’h Bras. 20 000 tonenn blom hag 50 tonenn arc’hant a voe produet etre 1730 ha 1760. D’ar mare-se e oa an eil lec’h e Breizh ma veze bodet ar muiañ a vicherourien goude arsanailh Brest. A-fed an niver a labourerien er mengleuzioù e oa an eil lec’h e Frañs. Uraniom a voe tennet ivez etre 1956 ha 1984 e 42 lec’h disheñvel.


Breizh Ressources
Anv an izembregerezh bet krouet gant Arania Resources eo Breizh Ressources. Goude Variscan Mines daou vloaz zo en deus goulennet digant ar Stad ar gwir da furchañ dindan zouar e tri lec’h disheñvel. En holl e vefe e 42 gumun, kostez Henbont, kostez Gazilieg, ha war an harzoù etre al Liger-Atlantel ha departamant ar Maine-ha-Liger. Un daou-ugent seurt kailh disheñvel e vefe dedennet Breizh Ressources ganto.
Bras eo an ezhommoù, evit sevel rodoù-avel, ober panelloù-heol, kirri-tan tredanel ha batirioù. Hiziv e vez enporzhiet 95-97 % eus ar c’hailh implijet e Frañs. Ar riskl zo en ur zerc’hel d’ober e-giz-se eo bezañ dindan levezon broioù all er bed. Bez’ e c’hellfemp en em gavout hep danvez diaoz evit lakaat labouradegoù zo da vont en-dro zoken. Sina he deus lakaet kotaioù war metaloù zo dija.


Dour ha Stêrioù Breizh a-enep krenn
E mod ebet ne faot d’hec’h izili klevet anv a furchañ dindan zouar. “Un dachenn gant mengleuzioù zo un dachenn aberzhet”, eme Dominik Williams, ezel eus ar gevredigezh. “Efedoù zo war ar c’hementad dour implijet, war saotradur an endro, ha war yec’hed an dud.” Hervezañ n’eo ket reizh ne vefe ket bet goulennet o ali digant ar sindikadoù a ra war-dro an dour mat da evañ.
Evit ar mare ne vo ket tennet kailh rak n’eo ket pal Breizh Ressources en ober. N’eus dañjer ebet eta. Ne vo klasket gouzout nemet hag-eñ ez eus kailh ha peseurt hini ha pegement zo. Goude avat e teuio abred pe ziwezhat mare an tennañ metaloù rouez. “Ne c’hoarvezo ket a-raok 10 pe 15 vloaz”, eme Fulup Noget, maer Gazilieg.
Evit an ekonomour Mikael Hache, ispisializet en energiezhioù, ez eur aet war-raok kalz a-fed surentez, gant reoladoù Europa disheñvel diouzh ar re a vez lakaet e pleustr e lec’h all er bed. Anzav a ra memes tra e c’hell “bezañ ankeniet an dud hag an aozadurioù ekologel. Arabat eo na c’hoarvezfe evel gant ar Rochedoù Melen”.
Evit ar mare n’eus ket bet roet aotre da furchañ da Breizh Ressources. Daou vloaz he deus ar Stad evit respont d’e c’houlenn.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1010, d’ar 15 viz Here 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez