« 30° » eo anv pladenn nevez an daouad EMEZI. Dont a raio er-maez d’ar 27 a viz Even. Aet eo Ya! e darempred ganto evit gouzout hiroc’h.

Ya! – Penaos e ya ho labour krouiñ en-dro : skrivañ, kompoziñ ha dibab ar c’hanaouennoù a rit asambles ?
EMEZI – Pep hini eus he zu a skriv tonioù en he c’horn ! Techet omp da skrivañ un ton klok a-walc’h a-raok kinnig anezhañ d’eben, gant an ton, an destenn, ar c’hempenn, ar framm. Da-heul e vez roet he soñj gant eben, hag a-wechoù ouzhpennet pe kemmet traouigoù. Plijus e kavomp labourat e mod-se. Dre vras e vez dalc’het an ton evit EMEZI, met ur wech an amzer e teu un ton ha ne glot ket penn-da-benn gant spered ar strollad (re folk, re jazz, pe me ‘oar-me), setu e vez lakaet a-gostez.
Ya! – Penaos e teskrivfec’h ho ped sonerezh hag ho levezonoù pennañ ?
EMEZI – D’hor soñj hon eus ur stil deomp-ni ! Met ma rankfemp lakaat hor sonerezh e kombodoù e lavarfemp ez omp levezonet gant ar pop, dreist-holl Perynn, hag an RnB, dreist-holl Elise. Ar pop zo plijus peogwir eo ur sonerezh poblek, aes da selaou, aes da zañsal, feel good. An RnB zo plijus a-fet groove, ha peogwir eo sexy ha flour d’ar skouarn. Selaou a reomp a bep seurt arzourien hag arzourezed met sot omp gant kanerezed zo, da skouer Beyoncé, Ariana Grande pe c’hoazh Whitney Houston hag Aretha Franklin, kanerezed a oar ober ar show ha gant mouezhioù dibar.
Ya! – Gant peseurt kanaouenn/strollad oc’h bet fromet evit ar wech kentañ ?
EMEZI – Da’m soñj evidon (Perynn) ez eo kanaouennoù gant meur a vouezh o deus fromet ac’hanon ar muiañ pa oan bihan. Ne’m eus ket soñj petra resis met kavet em eus ar polifonioù fromus a-viskoazh.
Ya! – Petra a blij deoc’h ar muiañ pa vezit war al leurenn ?
EMEZI – Ar santimant bezañ bev, ar fed bevañ ur mare a gomunion gant an arvesterien. Pa vezer war al leurenn e c’hoarvez traoù dic’hortoz a-wechoù. Gellet a reer pleustriñ an ton kant gwech, ne vo ket ar memes tra e live. Drol eo ivez ar fed ne santer ket ar boan pa vezer war al leurenn. A-wechoù e vezomp klañv a-raok pignat war al leurenn, met disoñjet e vez kerkent ha kroget ar sonadeg. Ul louzoù dispar !
Ya! – Petra eo hoc’h eñvorenn gaerañ war ul leurenn ?
EMEZI – Kaer e vez bep taol pa verzhomp ez eus selaouerien pe selaouerezed o kanañ ar c’homzoù ganeomp. Ar fed e anavezfe an dud tonioù EMEZI dindan eñvor zo souezhus ha fromus. Pa vo kanet ar pozioù gant an holl er publik e vo ur sapre tra ! 🙂
Ya! – Petra eo hoc’h hunvreoù evit amzer-da-zont ho strollad ?
EMEZI – C’hoant hon dije da seniñ war leurennoù a-bouez evidomp e Breizh, an Erer kozh, pe c’hoazh an Transmusicales e Roazhon. Ha dreist da vevennoù Breizh e fellfe deomp mont ivez. Bet omp bet dija o seniñ e Vande, met pelloc’h n’omp ket bet. Hon huñvre a vefe skrivañ un tube ha bezañ klevet ingal war ur radio broadel ne vefe ket fall ivez !
Ya! – Peseurt kanaouenn a selaouit ar muiañ er mare-mañ ?
EMEZI – Selaou a reomp kalzik an tonioù nevez hon eus savet evit ar bladenn nevez, anvet « 30° », da skouer « An Tempo » pe « Kendalc’h c’hoazh ». Morse n’eomp da skuizhañ gant an tonioù-se peogwir ez omp fier-droch gant ar pezh hon eus kaset da benn a-fet son war ar bladenn-se. Mall zo warnomp reiñ anezhi da selaou d’an holl !
Ya! – Gant peseurt arzourien·ezed ho pefe c’hoant da genlabourat ?
EMEZI – War ar bladenn-mañ hon eus bet ar chañs da labourat gant Romain Jovion, ur beatmaker a zoare. Nag a levenez hon eus bet o labourat gant un den ken ampart ! Quentin Morvan en deus graet ur featuring ivez, plijus-kenañ. En dazont e fellfe deomp labourat gant arzourien·ezed gall donezonet e-giz Hervé pe Yseult. Gant Aya Nakamura ne vefe ket fall kennebeut. Moaien zo da huñvreal !
D’ar Sul 6 a viz Gouere da 6e war al leurenn Ꝃ e Gouel Broadel ar Brezhoneg.
Ur pennad embannet en niverenn 1041, d’an 20 a viz Mae 2025 (niverenn ispisial GBB).
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg