Plijadur zo e beilhadegoù Bro-Leon

Ur Gwener noz e penn kentañ miz Even. Glav oc’h ober eo. Leun-chouk ar c’hrañj. Emaer war ar maez e Plabenneg e tiegezh Jean-Yves Breton. Degemer a ra ar veilhadeg diwezhañ savet gant Dastum Bro-Leon a-raok an hañv. Kelaouadenn vihan.

Marc Paogamm a vez klevet ingal e beilhadegoù Bro-Leon. © GM

Kenaozet eo ar veilhadeg gant teir c’hevredigezh : Dastum Bro-Leon, Kroaz Hent eus Plouvien ha Ti ar vro Bro-Leon. Kristof Nikolaz, prezidant ar gevredigezh, a zibun programm an nozvezh. Rannet e vo homañ etre daou frapad : ar vugale da gentañ, da c’houde an dud muioc’h aet war an oad. Just a-walc’h : ar wech kentañ eo deomp gwelet bugale war al leurenn e-korf ur veilhadeg, Gwenola Peton, skolaerez e skol Santez-Anna Plabenneg : « Kavout a ran pouezus evito kanañ e brezhoneg ‘maez eus ar skol. Diskouez a ra dezho ‘vez moian d’ober gant ar yezh e-barzh seurt degouezhioù ». Estreget kanañ rimadelloù a vez kinniget gant ar vugale : ur pezh c’hoari bihan, un daouad fromus Tad ha Mab Aotred a ginnig un ton « Fañtig » bet dastumet gant an tad-kozh kuñv. Dastum, treuzkas : sed aze pal ar beilhadegoù-se. Strolladigoù bugale o vont war al leurenn an eil re war-lerc’h ar re all. Pemp skolajiad bet priziet e « Kan ar bobl » o kanañ brav ar round Pagan mil
vrudet : « Kanomp ha roulomp ‘tav ».


« Trump deuet da aloubiñ Breizh »
Deuet ar poent lakaat ar re vras war al leurenn. Annaëlle Martin a gan ur gwerz kanet gant Line Marnée gwechall. Un ton « pase diaes da ganañ » hervez Kristof Nikolaz. Vad a ra gwelet gwad nevez e-kerzh ur veilhadeg. « Kanet ‘m eus e Kan ar Bobl. Pa oan yaouankoc’h ‘m eus klevet ar re gozh. Kavout a ra din eo pouezus an treuzkas », emezi. Pennoù mil anavezet war leurennoù Bro-Leon a vez o tibunañ : Mark Paogamm gant un istor farsus diwar-benn ar soñj en dije Donald Trump da aloubiñ Breizh… Jean-Louis Laot eus Lanniliz a vez hardizh ivez war an istorioù farsus. A bep eil ez eus ivez kanerezed ha kanerien. Garlonn, kanerez a vicher hag a weler muioc’h-mui war leurennoù ar vro : « din-me eo plijus seurt nozvezhioù, un digarez da glevet brezhoneg mat ha da ganañ ivez hep ma vije ur performañs. » Barzhonegoù pe sonioù kompozet gant Anjela Duval a glever meur a wech. Traoù muioc’h dic’hortoz ivez, e-giz an daouad Jean-Luc Bergot hag e gomper a ginnig un ton e brezhoneg ha da-heul un all e gallaoueg. Plijus eo ivez klevet langaj Breizh-Uhel e Goueled-Leon.


« Istorioù farsus »
Fin an abadenn : poent eo serriñ ar c’hadorioù ha toullañ kaoz en ur evañ ur banne. Displegañ a ra Marc Paogamm nag a blijadur en deze bep taol : « Alies ‘vezan goulennet gant Kristof rak mankout a ra tud barrek da gontañ istorioù farsus. Ar chañs ‘m eus da vezañ o chom e Lanhouarne, kreizig-kreiz Bro-Leon, neuze e c’hellan dont bep taol. Plijadur zo bep taol rak tud nevez zo e-barzh kement korn ». Sed aze ar pezh a vank : « Ni zo e soñj sevel ur staj da zeskiñ ar mod da sevel ha kontañ istorioù farsus », eme Gristof. Dav eo da neb goût emañ Dastum Bro-Leon o sevel ur chadenn YouTube diazezet war enrolladennoù savet e-korf ar beilhadegoù. N’eo ket gwir alato ?

Julien Meffre


Ur pennad embannet en niverenn 1048, d’an 8 a viz Gouere 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez