Karantez mammoù

Kanerez ha sonerez eo Justine Morvan er strollad Karaoke Social Klub. Met estreget war al leurenn emañ ar vaouez eus Bro-Leon en hec’h aez : e bed ar c’hleweled ivez. Komedianez hag advouezhierez eo-hi. Ha sevenourez diwar-vremañ, gant an teulfilm « Karantez vamm » a zo bet produet gant Kalanna ha deuet er-maez e miz Even 2025.

E Festival ar filmoù lesbian ha benelour e Pariz e vo skignet teulfilm Justine Morvan e deroù miz Du. © Kalanna Production

Un teulfilm 52 vunut eo « Karantez vamm ». Kontañ a ra istor Rozenn ha Lizig, div lesbianez deuet da vezañ mammoù ur bugel kentañ ha divizet ganto heuliañ un eil hentad HSM*. Camille Argouarc’h he deus savet goulennoù ouzh ar sevenourez evit Ya!

Camille : Penaos eo deuet deoc’h ar c’hoant da seveniñ un teulfilm diwar o fenn ?

Justine : Mignonez on-me da Rozenn ha Lizig abaoe bloavezhioù. O kaozeal gant Rozenn on em rentet kont ne ouien seurt war ar pezh he doa treuzet evit gellout bevañ en un doare seder he mammelezh gant he bugel Riwal. C’hoant am eus bet da zonaat ar goulennoù tro-dro d’an eilvamm gant un teulfilm. A-benn ar fin o deus kroget Rozenn ha Lizig gant ur raktres eil bugel, gant Rozenn o tougen ar wech-mañ. Evit ma chomfe poellek ar film em eus bet da azasaat tem ar film gant ar pezh a vevent, kroget em eus neuze da heuliañ anezho war o hentad HSM.

Camille : Ha diaes eo bet deoc’h kaout o asant evit filmañ anezho, hag heuliañ anezho kement-se en o intimelezh ?

Justine : M’on onest ganin-me, ya. Diaes eo bet dezho laoskel ac’hanon da zont da filmañ o buhez prevez, ur striv eo bet bezañ heuliet e-pad bloavezhioù war ur raktres ken intim. Gouzout a raen em boa c’hoant d’ober ur film warno ha war koublad all ebet. Unan eus an abegoù pennañ evit ma rofent o asant e oa ar fed o doa c’hoant Rozenn ha Lizig e vefe muioc’h a zanvez war seurt sujedoù, e vefe gwelet muioc’h a familhoù heñvelreizh war ar skrammoù. An eil e oa ar mignoniaj a zo etrezomp. Fiziañs o deus ennon, ar pezh a zo bet prizius evidon e-pad ar filmañ.

Camille : Petra eo o soñj dezho diwar-benn ar film bremañ m’eo deuet er-maez ?

Justine : Keloù mat, mignonezed omp c’hoazh ! Ne’m eus ket c’hoant da gaozeal evito met laouen int bet p’o deus sellet ouzh ar film. Ha disammet. Gwasket e oant gant ar fed e c’hellfe bezañ distummet o buhez, o c’homzoù… A-benn ar fin e seblantont bezañ kentoc’h en o aez gant an teulfilm. Da’m soñj eo bet kreñvaet hon darempred gant ar raktres-se en un doare.

Camille : Pa ouzer eo bet aotreet an HSM e Frañs e-kerzh ar filmañ, petra en deus degaset ar cheñchamant-se er senario hervezoc’h ?

Justine : Ar cheñchamant lezenn en deus lakaet ac’hanon da gompren pegen suj e oa ar c’houblad ouzh al lezennoù evit gellout sevel ur familh. Kemplezh-kenañ eo ar cheñchamantoù lezennoù da verañ evito, daoust m’int titouret mat ha fri-furch a-walc’h evit mont da glask an titouroù drezo o-unan. Pa vez ur cheñchamant lezenn e rank ar merc’hed ober choazoù nevez. Met santet em eus ivez penaos e c’helle seurt lezennoù lakaat o statud familh da vont war-raok a-fed melestradurezh.

*hiliadur skoazellet ent-mezegel (HSM) : procréation médicalement assistée (PMA)

Skignet e vo an teulfilm e lec’hioù disheñvel e Breizh e-kerzh mizvezh an teulfilmoù (miz Du) :

  • d’an 2 da 5e e Binig
  • d’ar 4 da 8e e Rostrenn
  • d’an 9 da 6 e Gwengamp
  • d’an 19 da 8e15 e Lesneven
  • d’ar 25 da 6e e Montroulez
  • d’ar 26 da 8e e Karaez
  • d’ar 27 da 7e e Penn-ar-C’hrann

Ur pennad embannet en niverenn 1059, d’ar 14 a viz Here 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez