E Pluguen, er sal Salvador Allende, e vo dalc’het an 29vet abadenn eus saloñs liesyezhek al levrioù evit ar re yaouank, d’an 23 a viz Du.

Ar bannoù treset Ar bleiz en e slip (troidigezh vrezhonek Le loup en slip gant Wilfrid Lupano ha Mayana Itoïz, embannet gant Kerjava e 2024) o deus awenet an aozerien hag aozerezed evit choaz tem ar bloaz-mañ. Sujed ar genstrivadeg skrivañ er skolioù, skolajoù ha liseoù eo ivez eta. Embannet e vo an istor a vo aet ar maout gantañ er gelaouenn Rouzig e-giz ma oa bet graet warlene. Kement hag ober anv eus Keit Vimp Bev, niverenn Louarnig miz Du zo gouestlet d’ar bleizi ivez hag e Ya! e vo embannet danevell al liseidi ha liseadezed. Ur stand en do an ti-embann er gouel ivez evel-just. Ur c’hevelerezh eus ar c’hentañ !

Ur c’houviad
« Lors Jouin e vo ar c’houviad a enor er bloaz-mañ, ur soner milvrudet e bed sonerezh Breizh », eme Sophie Pochet, prezidantez ar gevredigezh. Ouzhpenn-se en deus kemeret perzh — asambles gant Madeleine ha Louise Ebrel — e troidigezh ar bannoù treset a vo enoret gant ar gouel. Evit brasañ plijadur an arvesterien e sono gant e gomper Jean-Michel Veillon da 4e15.
Darvoudoù e-leizh
En derc’hent, d’ar Sadorn 22 da 10e30 er sal Salvador Allende, e vo skignet an teulfilm Loup, y es-tu ? da-geñver Miz an teulfimoù asambles gant Daoulagad Breizh (un emgav a vo da-heul gant ar sevener Mathurin Peschet). Hag adalek 6e30 e vo dalc’het ur pred hag ur fest-noz.
D’ar Sul e vo digor ar saloñs adalek 10e ha da 10e30 e vo al lid-digeriñ ofisiel. Skrivagnerien, embannerien ha kevredigezhioù a vo war al lec’h. Da 2e e vo ur brezegenn gant François de Beaulieu, da 3e e vo ur sonadeg gant Clarisse Lavanant ha da 5e15 e vo embannet disoc’hoù ar genstrivadeg kontadennoù.
N. Gourvenneg
Gouzout hiroc’h : https://salonslevrioupluguen.wordpress.com/
Ur pennad embannet en niverenn 1063, d’an 11 a viz Du 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


