« Gouloù mil steredenn » eo anv pladenn Typhaine Korr ha Tangi ar Gall-Carré. 13 ton zo warni hag embannet e oa bet d’ar 14 a viz Du evit brasañ plijadur an holl ! Aet eo Ya! e darempred ganto evit gouzout un tamm hiroc’h.

Penaos e oa deuet c’hoant deoc’h da sevel ur bladenn asambles ?
Abaoe pell zo e oa en hor spered enrollañ ur bladenn asambles. Typhaine he doa kanet ar ganaouenn « An hini karetañ » [NGAS : ur varzhoneg gant Anjela Duval] e 2018, ha berzh he doa graet ! Da c’houde hor boa labouret asambles da-geñver ar pezh-c’hoari hag ar bladenn « War hent Youenn Gwernig ». Da-heul ar raktresoù-se hor boa soñjet e vefe brav dont a-benn da grouiñ ur bladenn ni hon-daou ! Met gant implijoù-amzer karget-tre Startijenn hag An Daou Dangi (evit Tangi), ha Strollad Ar Vro Bagan (evit Typhaine) eo bet dav deomp bezañ aozet mat, ha kavout amzer dieub ! Labouret hon eus war ar raktres pladenn-se e-pad ouzhpenn daou vloaz, ha laouen-bras omp gant an disoc’h ! Un daouzek sonadeg bennak zo raktreset, evit kinnig ar bladenn-se d’an arvesterien !
Typhaine, kanañ a rez testennoù bet skrivet gant Naig Rozmor peotramant gant Herve ar Gall. Daoust hag-eñ eo bet diaes lakaat sonerezh warno ?
Skrivet brav-kenañ eo an testennoù, pe e vefe barzhonegoù Naig Rozmor evel-just pe kanaouennoù Herve ar Gall. Ul labour aozañ zo bet graet ganeomp evit ma vefe posupl lakaat sonerezh warno en ur chom feal ouzh spered an destenn evel-just. Plijus eo kanañ anezho ! Flour ha brav eo ar yezh ha temoù evel ar garantez, ar stourm pe c’hoazh istorioù merc’hed ar vro zo tomm da’m c’halon.
Ha penaos ho peus dibabet ar barzhonegoù ?
Evit pezh a sell ouzh barzhonegoù Naig Rozmor em eus-me dibabet un nebeud testennoù da gentañ. Da c’houde-se en deus dilennet Tangi ar re a vefe posupl seniñ e-touez ar re kinniget. An dibab zo bet graet asambles a-benn ar fin. Gant Herve hon eus labouret en un doare disheñvel. Kinniget en doa deomp an destenn diwar-benn Marion ar Faoued. Entanet e oamp bet gant an destenn-se hag er mod-se eo deuet ar mennozh da ginnig kanaouennoù diwar-benn merc’hed Breizh.
Tangi, eus pelec’h e teu hoc’h awen evit sevel an tonioù ?
Sonaozer on abaoe pell. Diaes eo din displegañ penaos e teu an awen, burzhudus a-walc’h eo e gwirionez. Moarvat on bet bouetaet gant a bep seurt sonerezh abaoe va bugaleaj, hag e teu an traoù en un doare diemskiant, naturel a-walc’h ! Daoust da se, ul labour ispisial eo krouiñ sonerezh diwar destennoù, rankout a ra lusk an tonioù doujañ da daol-mouezh ar yezh, n’eo ket un afer aes. Ur soner fest-noz on-me da gentañ-penn, ha boazetoc’h da grouiñ tonioù da zañsal.
Fiziet eo bet ar renerezh arzel e Julien Stévenin a sonit gantañ en ho strollad Startijenn. Plijus eo bet labourat asambles war ur raktres all ?
Ouzhpenn bezañ ur soner gitar-boud ha gourrebed dreistordinal, Julien zo mignon-bras deomp. Evit gellet labourat gant unan bennak war hir dermen er mod-se eo ken pouezus ar vignoniezh hag ar barregezhioù micherel. Ur blijadur eo bet kenlabourat gant Julien, sikouret en deus ac’hanomp kalz evit ober dibaboù zo, heñchet en deus ac’hanomp. A-drugarez dezhañ ez eus ul liv dibar gant ar bladenn. Ha brav eo labourat asambles war ur raktres all, ya, ur
blijadur eo labourat gant Startijenn evel-just, met ezhomm zo da grouiñ traoù all ivez !
Penaos e oa tremenet an nozvezh aozet evit lidañ ar bladenn e Plougerne ? Leun a virvilh sur a-walc’h ?
Un nozvezh dreistordinal eo bet, evel-just ! Lidañ embann ar bladenn nevez gant tout hor mignoned hag hor familhoù zo bet plijus-kenañ. Leun a entan a oa gant an dud, ken laouen ma oant o klevet an holl donioù nevez-se ! Chañs hon eus da gaout ul lec’h evel ar Bar ha Gwin, amañ e Plougerne, sonadegoù, abadennoù, diskouezadegoù a vez ingal, hag aliañ a ran an holl da zont d’ober un tamm tro en davarn-se !
Komzoù dastumet gant Nikolaz Gourvenneg
Ur pennad embannet en niverenn 1066, d’an 2 a viz Kerzu 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


