spot_img

« Dry january » : ur mizvezh divanne

Setu erru fin miz Genver hag evit lod fin an « Dry January », da lavaret eo 31 devezh hep evañ takenn alkool ebet. 4,5 milion a dud a gemer perzh bep bloaz well-wazh e Frañs.

Un elfenn gankreiat eus ar strollad 1 eo an alkool — er memes rummad hag an arsenik hag ar butun — hervez ar CIRC (Kreizenn Etrebroadel an Imbourc’h war ar C’hankr). © Freepik

Un doare d’ober ur poent war e emzalc’h e-keñver ar boeson eo an Dry January. E 2013 e oa bet roet lañs dezhañ e Bro-Saoz hag e 2020 e oa bet ar c’houlzad kentañ e Frañs (an Défi de janvier). Aozet e vez gant meur a gevredigezh ha bep bloaz e vez muioc’h-mui a dud o kemer perzh ennañ.


Yec’hed foran
« Neb zo re vignon d’ar gwin mat zo enebour da vab e dad » a vez lavaret e brezhoneg. Hervez sifroù Ministrerezh ar Yec’hed e 2021 e varv 49 000 a dud bep bloaz abalamour da gleñvedoù a zo ar boeson ar pennkaoz anezho, met ivez abalamour d’ar pezh a c’hall degouezhout a-gaoz dezhañ, evel ar feulster a-enep ar merc’hed pe ar vugale. Ouzhpenn ur gudenn hiniennel eo, un afer yec’hed foran eo. Hervez un danevell gant an Observatoire français des drogues et des tendances addictives e 2022 eo an alkool an abeg kentañ a gas an dud d’an ospital. Koustus-tre eo evit an asurañs kleñved : 118 miliard a euroioù e 2010 hervez ar gouarnamant.


Un nebeud stadegoù
Ar c’houlzad efedusañ eo evit sachañ evezh an dud war ar beveziñ alkool, hervez ar c’hevredigezhioù. 54 % eus ar re o deus graet an Dry January a gav dezho ez eo aet o yec’hed-spered war wellaat, 42 % a lavar ar memes tra evit o yec’hed-korf ha 31 % a zisklêr e kouskont gwelloc’h. 62 % eus ar re a gemer perzh a ev nebeutoc’h en 3 miz war-lerc’h hervez ar studiadenn JANOVER a oa bet graet e 2024. « An avu — en deus ur perzh ret-holl evit dilemel an toksinoù — a ya war wellaat adalek 15 devezh hep alkool. Ar c’housked a zeu da vezañ c’hwekoc’h, donoc’h ha kalz diskuizhusoc’h. An imor ivez a zeu da vezañ gwelloc’h », eme Vyriam Poutrieux, adiktologourez ezel eus ar gevredigezh Addictions France. Lavaret a ra memes tra e c’hell bezañ dañjerus paouez trumm evit ar re a ev kalzik, re greñv e c’hellfe bezañ an dizon1.


Hep alkool ha neket hep plijadur
Muioc’h-mui a evajoù hep alkool a gaver, ar pezh a sikour ar re a gemer perzh : plijadurus e vez atav evañ un digor-kalon gant e vignoned. E miz Gouere 2024 o doa digoret Sophie hag Arnaud Bernaert o stal Qu’importe l’ivresse e Kiberen hag un eil skourr e Roazhon un nebeud mizioù war-lerc’h. Ur c’hav hep alkool an hini eo. Gwerzhañ a reont ouzhpenn 300 evaj (gwin, bier…) hep alkool.
Dav eo gouzout e vez ret tennañ an alkool evit gellout kinnig gwin hep alkool hag an dra-se a vez graet e kreizennoù ispisial. Ar pezh a zo, ret eo mont betek Spagn, Alamagn pe Belgia evit gellout en ober peogwir n’eus hini ebet e Frañs evit ar poent. A-fet ekologiezh n’eo ket mat tamm ebet rak spontus eo ar bilañs karbon. Ouzhpenn da se n’eus nemet ar broduerien vrasañ a c’hell en ober peogwir eo ret dialkoolizañ kementadoù bras.
Ar bier a c’hell bezañ fardet gant doareoù all avat. Gant ur berviñ2 disheñvel e c’heller kaout bier ha n’eus kazi alkool ebet ennañ. Ar vreserezh Skumenn da skouer, e Saozon-Sevigneg, he doa gwerzhet ur bier ispisial da-geñver an Dry January e 2025. « Ar ‘Para Chute’ hor boa fardet warlene met ne c’hellomp ket kinnig anezhañ a-hed ar bloaz. Ne reomp nemet ur bresad3 rak kalz a evezh a c’houlenn ha ker-ruz eo », eme ar breser. « Berzh en deus graet ar bier-se ha goulennet eo bet meur a wech abaoe gant ar pratikoù, neuze hon eus aozet anezhañ e 2026 adarre », a ouzhpenn-eñ.

N. Gourvenneg

1dizon : sevrage
2berviñ : fermentation
3bresad : brassin


Ur pennad embannet en niverenn 1074, d’ar 27 a viz Genver 2026.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez