Nevez degouezhet eo ar strollad An Tec’h war leurenn punk Breizh. Pevar den a ya d’ober ar strollad-se : Tara Huellou, kanerez, Herri gant ar gitar boud, Jeanne gant ar gitar ha Mael gant an taboulinoù.

E-pad ar festival Kazh Du, a oa bet e Brest d’ar Pantekost, en doa sonet An Tec’h evit an eil gwech e Brest, un digarez d’ober anaoudegezh gant Tara Huellou hag Herri.
A-raok sevel An Tec’h e sone o fevar dija e-barzh strolladoù punk. Da skouer, Herri a son gant ar strollad Ristretto, ur strollad punk hardcore. Liesseurt eo o levezonoù : « Awenet on gant muzik a bep seurt. Eus muzik hengounel eus ar vro d’ar c’hrust punk [un doare anarko punk a son buan ha kreñv] », eme dTara hag hi unan eus mouezhioù an triad hengounel Mouilc’hi [s.o. niv. 1009 Ya!]. Ha pa chomer war ar punk, ar strollad zo levezonet gant strolladoù eus Euskadi e-giz Borla pe Taxters, daou strollad eus Iruña a gan en Euskareg.
Aet eo buan an traoù evit strollad An Tec’h. Stummet e oa bet e miz Eost 2025 hag enrollet o doa o maketenn gentañ e miz C’hwevrer 2026. « Ar sonadeg kentañ dirak ur publik a oa en ostaleri Le Grabuge e Brest e miz Ebrel », a zispleg Tara.
« Ne’m bije ket kanet e galleg »
Evit Tara, kanañ e brezhoneg n’eo ket un dra dreistordinal : « ne’m bije ket kanet e galleg, daoust ma n’eo ket ken aes skrivañ e brezhoneg rak n’eo ket ma yezh-vamm. Pouezus eo deomp e vije brezhoneg e pep lec’h », a zispleg ar ganerez.
Ha dont a ra brav ganto, gant eizh ton melkonius o livioù hag ur son heson1.
Pa selaouer an tonioù e verzher a bep seurt fromoù. Unan eus an temoù a zeu ar muiañ war-wel eo ar marv hag ar c’hañv : « poent be boent, tout an dud a vez tapet gant darvoudoù ‘mod-se », a zispleg Tara. Tonioù all a gont anv eus an natur, eus al lec’hioù zo pouezus en hor buhez pemdez. Ar son melkonius hag heson a laka da soñjal ivez er strollad Masshysteri eus Sveden.
Abalamour d’ar mare ankenius emaer o vevañ ennañ e ra vad « en em vodañ tro-dro sonadegoù, un doare da aveliñ ar pennoù », eme dTara.
Eus a belec’h e teu anv ar strollad An Tec’h ? « Start eo bet kaout un anv. N’eo ket deuet diouzhtu. Plijet on gant tuioù kuzh an dud. Gwechoù zo e plij din tec’hel ! », a zispleg ar ganerez.
Hag evit ar pezh a denn d’an arvesterien ? « Dre vras e vez plijet an dud hag evit ar re n’ouzont ket brezhoneg e ro tro dezho d’e selaou ».
« Seniñ en Iwerzhon »
Treiñ a raio An Tec’h e miz Gwengolo en Euskadi. « Ha ma vefe moaien da dreiñ war inizi Breizh e vefe dreist. Mont da seniñ en Iwerzhon a blijfe kalz deomp ivez », eme Herri.
Evit ar re a c’hello mont da selaou An Tec’h e vo moaien dezho da brenañ kasedigoù hag a zo bet « masterizet » gant ar studio Seeding Waves e Kameled.
Ar sonadegoù da zont a vo d’ar 16 a viz Gouere e Couesnes (e-kichen Añje), d’an 18 a viz Gouere e Douarnenez ha d’ar 26 a viz Gouere en Ardeven.
Ma fell deoc’h ober anaoudegezh gant ar strollad, kit d’ober un tamm tro war o bandcamp2 peotramant mont da selaou an ton Hag ar mor e YouTube, un ton brav-eston, a ro tro da hunvreal en ur bed bravoc’h…
Julien Meffre
1heson : mélodieux.
2Bandcamp ar strollad : https://antec-h.bandcamp.com/album/dalch-da-gano
Ur pennad embannet en niverenn 1092, d’an 2 a viz Even 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


