Un devezh a-ratozh evit soubañ e sevenadur Breizh d’ar 6 a viz Meurzh 2026, adalek 6e30, e Sal an Avel Vor e Plougastell-Daoulaz.

Fellout a ra d’an Departamant broudañ an dud da zeskiñ brezhoneg a-hed ar skoliata, ha degas c’hoant d’ar re yaouank da zelc’her ganti er skolaj dreist-holl. Er bloaz-mañ e vo kemeret perzh ennañ gant ar skolioù publik, prevez katolik ha Diwan eus Brest, Plougastell-Daoulaz, Gouenoù, Gwipavaz hag ar Releg-Kerhuon.
PROGRAMM :
- 9e30 – 3e30 gm : Brezhoneg penn-da-benn (evit ar skolidi hepken). Un devezh dibar a vo kinniget da skolidi divyezhek ar c’horn-bro (eus ar CM2 d’ar 6vet). Atalieroù advouezhiañ filmoù, kwizz er radio, lenn ha skrivañ, c’hoariva, kan, dañsoù, hulahoop, plankenn-ruilh, gouren, sirk, keginañ, broderezh, foto… e brezhoneg penn-da-benn !
- 6e30 noz : tañva d’an dañsoù gant Bleunioù Sivi. Tri zaol seul-troad hag it e-barzh an dañs !
- 7e15 noz : digoradur an nozvezh gant Bagad Plougastell ha gant Dominique Cap, maer Plougastell-Daoulaz, Véronique Bourbigot, bezprezidantez an Departamant karget eus ar sevenadur, Aline Chevaucher, maerez Plouenan ha kuzulierez-departamant karget eus ar brezhoneg hag un dileuriad eus ar gevredigezh SKED.
- Etre 8e noz hag 1e vintin : fest-noz digoust ha digor d’an holl, gant strolladoù nevez al leurennoù e Breizh : ar strolladoù Blue Glaz ha PEV4R + ar c’hanerezed al Lann / ar Wern + sonerien yaouank Ribl an Elorn ha Kreizenn an arzoù pobl.
Boued ha tavarn war al lec’h, gant kevredigezhioù sevenadurel breizhek ar c’horn-bro.


