Devezh studi KEAV

D’ar Sadorn 28 a viz C’hwevrer : devezh studi gant Ronan ar C’hoadig (Yezh hag identelezh) ha gant Myriam Gwilhevig (Treiñ ha lakaat da dreiñ) er skol sonerezh (mediaoueg), 12 straed Jean Moulin, 56440 Langedig.

9e30 : degemer ha banne kafe
10e00 : gant Ronan ar C’hoadig.

Sokiologour, diplomet eus Sciences Po Pariz, agregad e skiantoù sokial,doktor hag HDR e sokiologiezh. Kelenner emeritus war yezh ha sevenadur Breizh e skol-veur Roazhon 2. Adkrouer an Diplom Studioù Keltiek, gouestlet da Vreizh ha d’ar broioù keltiek. Aozer ur pemzek levr bennak ha pennadoù niverus diwar-benn sokiologiezh Breizh, ar minorelezhioù, ar vroadelouriezh hag an divroañ. Prezidant ar gevredigezh Mignoned Anjela, a labour evit mirout bev hêrezh ar varzhez Anjela Duval. Kolier an Erminig (2023).

Raktres labour : Kalz a stourmoù dizalc’hour kreñv zo en Europa. Met e Breizh int gwan-tre. Daoust hag ar Vretoned n’en em santfent nemet frañsizien ?
Ma ‘n em santont breton, peseurt liamm zo etre yezh ar vretoned ha nerzh o identelezh ?


2e00 : gant Myriam Gwilhevig.

Mestrez-prezegerez e Skol-veur Roazhon 2 eo goude bout bet kelennerez Brezhoneg er skolajoù ha lise e Bro an Oriant e-pad meur a vlez. Kelenn a ra lennegezh, troidigezh, istor ar brezhoneg, hag arz e Breizh. E-tal he micher he eus skrivet kalzik a ganennoù, al lodenn vrasañ evit Erik Marchand ha pevar romantig evit ar vugale embannet gant Keit Vimp Bev.

Raktres labour : An teknikoù treiñ a vo gwelet : emprestiñ, kalkiñ, azasaat, treuzlakaat…

Priz an devezh : 43€ : 38€ mizoù pedagogel ha pred + 5€ skodenn vloaziek / 38€ : evit ar studierien ha tud o klask labour

keav@keav.bzh
02 98 95 59 31

Gouzout hiroc’h : https://www.keav.bzh/stajou/devezh-studi/256-devezh-studi-2026

Da lenn

Da lenn ivez