Lisa ar Braz, tatouerez doare « dornpik » e Brest

Tatouerez eo Lisa ar Braz e Brest abaoe un nebeud bloavezhioù er saloñs « Lichen ». Kelennerez war an arzoù eo e skolaj Diwan ar Releg hag e skolaj Diwan Gwiseni ivez.

An teknik « dornpik » — « handpoke » e saozneg — a vez implijet gant Lisa ar Braz. © Lisa ar Braz

Ya! : Pegoulz ha penaos eo deuet ar soñj deoc’h da vont da datouerez ?

Lisa ar Braz : E 2022, e-pad va frantad Erasmus e Gres, em boa ur bern amzer dieub. Kroget e oan da zeskiñ neuze, da bleustriñ ha da wellaat an teknik en ur livañ kroc’hen mignoned din. Kalonekaet on bet a-bell gant tatouerien ha mignoned eus Breizh hag eus Elzas.
Distroet da Strasbourg on kroget da labourat war an tatouaj e-kichen va studioù. Hiziv an deiz e labouran hanteramzer evel kelennerez war an arzoù, hag an hanter all gant va embregerezh war an tatouaj. Ar c’hempouez-se etre treuzkas ha krouiñ a blij din kalz !

Ya! : Penaos ho peus desket ar vicher datouerez : dre stajoù, studioù… ?

Lisa ar Braz : Goude bezañ heuliet ar rann « arzoù pleustrek » el lise em eus graet studioù war an tresañ e-pad 5 bloaz e skol an arzoù-kinklañ e Strasbourg. Un hentad troet kentoc’h war ar skrivañ istorioù ha bandennoù treset. Ne oan ket entanet-bras gant an danevelliñ, met kentoc’h gant ar c’hoant da grouiñ skeudennoù.
Er skol em eus labouret kalzik war an engraviñ, ar pezh a vez gwelet anat en va doare da dresañ da’m soñj. Buan a-walc’h eo bet sklaer evidon e oan mil blijet gant ar c’hrouiñ, met gant al labour tresourez en em santen re en va unan. Pouezus e oa evidon ober ur vicher troet war-zu an dud.
Kroget on neuze da eskemm ha da zeskiñ gant tatouerien e Strasbourg, hag ur stummadur ofisiel war ar yec’hedouriezh am eus heuliet war-lerc’h.

Ya! : Peseurt teknik(où) a implijit ?

Lisa ar Braz : Implijout a ran un teknik didredan anvet « handpoke » e saozneg (« dornpik » a c’heller lavarout e brezhoneg marteze). Implijet e vez ar memes nadozioù ha gant ar mekanik, met pep tra a vez graet gant an dorn.
Anavezet eo an teknik-se evel unan dousoc’h evit ar c’hroc’hen, hag evit an disoc’h leun a bikoù. Labouret e vez a bik da bik, ha neket dre linennoù evel gant ar mekanik. Ar pikoù-se a laka ac’hanon da soñjal e danvez dizingal ur maen kizellet, hervezon e klot gant ar pezh a dresan.
Tresañ a ran traoù prest da vezañ tatouet, anvet « flash », met laouen on ivez o tresañ evit raktresoù an dud ma klotont gant va stil.

Ya! : Gant petra oc’h awenet ? Peseurt stil(où) a blij deoc’h ?

Lisa ar Braz : Awenet on kalz gant arz poblek Breizh, ar mojennoù, hiraezh ar gwerzioù. Klask a ran embann melkoni ar skridoù-se en va zresadennoù.
Klask a ran stummoù brav da labourat e-barzh an ilizoù, al levrioù, ar mirdioù, pe foarioù gant objedoù kozh.
Labour Toulhoat eo an hini pouezusañ evidon e Breizh : embann a ra ur spered eus ar vro hep adkopiañ traoù kozh ; meskañ a ra e awenoù hep chom stanket en ur spered broadelour serret warnañ e-unan.
Arouezioù folklorel eus a bep seurt pobloù a zedenn ac’hanon, ha boutin eo ur bern anezho : an daou labous beg-ha-beg a vez adkavet tro-dro d’ar bed da skouer !
Tatouajoù hengounel Frañs pe Rusia a voued va labour ivez. E fin an XIXvet kantved e embanne ar c’hroc’henlivajoù-se fromoù, spi pe kasoni ar vartoloded hag ar brizonidi.

Ya! : Petra a blij deoc’h ar muiañ en ho labour : krouiñ, tatouiñ, kejañ gant an dud… ?

Lisa ar Braz : An tri a blij din, evel-just, met ar pouezusañ evidon eo al liamm gant ar re all ! Laouen on o krouiñ hag o tatouiñ evit gwelet an dud laouen gant an disoc’h.
An handpoke zo un teknik hir a-walc’h, setu e vez amzer da eskemm. Fromus eo tatouiñ traoù liammet stank ouzh istor an dud. O tatouiñ arouezioù hengounel e Breizh em eus bet tro da sevel raktresoù evit enoriñ ur vamm-gozh aet da Anaon, da skouer.
Mignoniezh a vez ivez el labour-se, gant tud o tont en-dro alies da vezañ tatouet, pe gant tatouerien all.

Ya! : Daoust hag-eñ ho peus raktresoù evit an amzer-da-zont ?

Lisa ar Braz : Pas re evit poent, evit lavaret ar wirionez ! Chañs am eus da vezañ gouest d’ober div vicher hag a blij din. Laouen on bemdez o treuzkas karantez an arzoù d’ar grennarded, pe o krouiñ evit an dud.
Lañset hon eus ar saloñs Lichen Tattoo e karter Sant-Marzhin e Brest, ha labourat a ran gant tud dreist eno. Degemer a reomp tatouerien e Brest alies, ha tro am eus da gejañ gant tatouerien varrek.
Spi am eus e c’hellin kenderc’hel an hirañ ar gwellañ da labourat en doare-se ha da wellaat va zeknik. Laouen e vefen o fiñval muioc’h e Frañs ha pelloc’h evit tatouiñ e saloñsoù all !

Komzoù dastumet gant Nikolaz Gourvenneg

Kont Instagram : @turbotradtattoo
Kont ar saloñs : @lichen.tattoo
Mel : lisaabraz@gmail.com


Ur pennad embannet en niverenn 1082, d’ar 24 a viz Meurzh 2026.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez