Tanork war leurenn an Tafwyl

Tanork, ar strollad sonerezh death metal a gan e brezhoneg, a vo gwelet war leurenn ar festival Tafwyl e Kembre e miz Even.

Tanork war leurenn ar Samaïn Fest e Magoer e miz Here 2025. © GM

Gant an tri soner yaouank e oa aet ar maout e taol-lañs Gouel broadel ar brezhoneg (GBB), er rummad « a-vicher », e miz Gouere 2025. Abaoe ar genstrivadeg-se o deus graet o mad eus kevelerezhioù ar gouel evit seniñ war leurennoù festivalioù all : Deus ‘ta!, Gouel ar Gelted en Oriant… hag an Tafwyl e Kerdiz neuze.


Ur bladenn nevez
« Diskar » eo anv eil pladenn ar strollad roazhonat bet embannet gant al label MusikÖ_Eye d’an 20 a viz Meurzh. Ar bladenn gentañ, « Destined to Die », a oa deuet er-maez e 2024 da-heul un EP, « Enhanced Surveillance », e 2021. Dibabet o deus Eflam, Mélaine ha Morgann krouiñ e brezhoneg penn-da-benn ar wech-mañ. War « Diskar » n’eus nemet un ton saoznek, « Slave New World« , ur ganaouenn e koun ar strollad brazilian Sepultura.
Brav e tlefe bezañ amzer-da-zont Tanork rak an holl gelaouennoù arbennikaet a skriv ar memes tra : seniñ a ra ar Vretoned un death metal taer, prim hag e doare mistri vras ar stil-se !
D’an 20 a viz Even e sono ar strollad war leurenn ar festival Tafwyl eta. D’ar 26 e vo e GBB war al leurenn Ñ. Hag e miz Here e vo en ur vro all (ha neket e Bro-C’hall) : er festival Mena Rock e vo… e Tunizia mar plij !

N. Gourvenneg


Ur pennad embannet en niverenn 1088, d’ar 5 a viz Mae 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez