An Tec’h hag ar punk

Nevez degouezhet eo ar strollad An Tec’h war leurenn punk Breizh. Pevar den a ya d’ober ar strollad-se : Tara Huellou, kanerez, Herri gant ar gitar boud, Jeanne gant ar gitar ha Mael gant an taboulinoù.

Tara (kan), Jane (gitar ha kan), Mael (taboulinoù) hag Herri (gitar boud ha kan). © An Tec’h

E-pad ar festival Kazh Du, a oa bet e Brest d’ar Pantekost, en doa sonet An Tec’h evit an eil gwech e Brest, un digarez d’ober anaoudegezh gant Tara Huellou hag Herri.
A-raok sevel An Tec’h e sone o fevar dija e-barzh strolladoù punk. Da skouer, Herri a son gant ar strollad Ristretto, ur strollad punk hardcore. Liesseurt eo o levezonoù : « Awenet on gant muzik a bep seurt. Eus muzik hengounel eus ar vro d’ar c’hrust punk [un doare anarko punk a son buan ha kreñv] », eme dTara hag hi unan eus mouezhioù an triad hengounel Mouilc’hi [s.o. niv. 1009 Ya!]. Ha pa chomer war ar punk, ar strollad zo levezonet gant strolladoù eus Euskadi e-giz Borla pe Taxters, daou strollad eus Iruña a gan en Euskareg.
Aet eo buan an traoù evit strollad An Tec’h. Stummet e oa bet e miz Eost 2025 hag enrollet o doa o maketenn gentañ e miz C’hwevrer 2026. « Ar sonadeg kentañ dirak ur publik a oa en ostaleri Le Grabuge e Brest e miz Ebrel », a zispleg Tara.


« Ne’m bije ket kanet e galleg »
Evit Tara, kanañ e brezhoneg n’eo ket un dra dreistordinal : « ne’m bije ket kanet e galleg, daoust ma n’eo ket ken aes skrivañ e brezhoneg rak n’eo ket ma yezh-vamm. Pouezus eo deomp e vije brezhoneg e pep lec’h », a zispleg ar ganerez.
Ha dont a ra brav ganto, gant eizh ton melkonius o livioù hag ur son heson1.
Pa selaouer an tonioù e verzher a bep seurt fromoù. Unan eus an temoù a zeu ar muiañ war-wel eo ar marv hag ar c’hañv : « poent be boent, tout an dud a vez tapet gant darvoudoù ‘mod-se », a zispleg Tara. Tonioù all a gont anv eus an natur, eus al lec’hioù zo pouezus en hor buhez pemdez. Ar son melkonius hag heson a laka da soñjal ivez er strollad Masshysteri eus Sveden.
Abalamour d’ar mare ankenius emaer o vevañ ennañ e ra vad « en em vodañ tro-dro sonadegoù, un doare da aveliñ ar pennoù », eme dTara.
Eus a belec’h e teu anv ar strollad An Tec’h ? « Start eo bet kaout un anv. N’eo ket deuet diouzhtu. Plijet on gant tuioù kuzh an dud. Gwechoù zo e plij din tec’hel ! », a zispleg ar ganerez.
Hag evit ar pezh a denn d’an arvesterien ? « Dre vras e vez plijet an dud hag evit ar re n’ouzont ket brezhoneg e ro tro dezho d’e selaou ».


« Seniñ en Iwerzhon »
Treiñ a raio An Tec’h e miz Gwengolo en Euskadi. « Ha ma vefe moaien da dreiñ war inizi Breizh e vefe dreist. Mont da seniñ en Iwerzhon a blijfe kalz deomp ivez », eme Herri.
Evit ar re a c’hello mont da selaou An Tec’h e vo moaien dezho da brenañ kasedigoù hag a zo bet « masterizet » gant ar studio Seeding Waves e Kameled.
Ar sonadegoù da zont a vo d’ar 16 a viz Gouere e Couesnes (e-kichen Añje), d’an 18 a viz Gouere e Douarnenez ha d’ar 26 a viz Gouere en Ardeven.
Ma fell deoc’h ober anaoudegezh gant ar strollad, kit d’ober un tamm tro war o bandcamp2 peotramant mont da selaou an ton Hag ar mor e YouTube, un ton brav-eston, a ro tro da hunvreal en ur bed bravoc’h…

Julien Meffre

1heson : mélodieux.
2Bandcamp ar strollad : https://antec-h.bandcamp.com/album/dalch-da-gano


Ur pennad embannet en niverenn 1092, d’an 2 a viz Even 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez