« Kan ha muzik e Breizh », ur gevredigezh nevez

Penaos reiñ da glevet muioc’h ar sonerezh produet er vro ? D’ar Gwener 5 a viz Even e oa bet savet ar gevredigezh « Kan ha muzik e Breizh ». Lañset eo bet diwar intrudu Brieg Guerveno, « kaner indie-folk breton » e-giz ma lenner war e gont Instagram. C’hoant en deus bet d’ober anv eus kudenn ar skignañ gant Kevredad an oberourien, ar sonaozourien, hag an embannerien sonerezh (ar SACEM, e galleg).

Ul lodenn eus burev ar gevredigezh « Kan ha muzik e Breizh » : Brieg Guerveno (besprezidant), Mathilde Cottebrune (Inpacte Prod, sekretourez) ha Gilles Rettel (Marquis de Sade, prezidant). © GM

Abalamour da betra eo poent lakaat sujed ar skignañ war an daol ?

A-benn ar fin, evit kontañ ar wirionez dit, ‘oan bet en un emvod SACEM e miz Gwengolo tremenet. Bep bloaz e vez un emgav ganto e Roazhon. Sed aze ar pezh ‘m eus dizoloet : e 2024 e oa bet rastellet 28,3 milion a euroioù e Breizh gant ar SACEM evit ar skignañ. 39,4 % a zeu eus ar sonadegoù, 17,7 % eus an dañs ha 47 % eus ar sonekaat1. Al lodenn-se a interest hardizh ac’hanon : evit ar SACEM, sonekaat a dalv e vez skignet ar muzik er straedoù, en ostalerioù ha kement zo. Al lodenn-se a ra 12 milion a euroioù, paeet gant ar parrezioù. Ur gudenn zo : ne vez ket klevet kement muzik eus ar vro er ruioù. An arc’hant-se a zlefe dont en-dro d’an arzourien. Ni, arzourien a-vremañ, hon dez poan o veviñ diouzh ar sonerezh. Evidomp-ni, lodenn ar SACEM zo evel ur gopr. Dav eo kompren ivez ar cheñchamantoù a zo bet e bed ar muzik : hirio an deiz, ne c’haller ket tennañ bevañs ken diouzh ar werzh pladennoù.
Ma vijen skignet muioc’h e vijen klevet muioc’h. Anat deoc’h, un arzour a rank bezañ klevet evit bezañ programmet goude war leurennoù ar vro. Dre n’omp ket skignet a-walc’h e rankomp kavout tuioù all evel ober ar furlukin er rouedadoù sokial.
Se zo kaoz eo deuet din ar mennozh sevel ur garta. Dav e vefe goulenn digant ar parrezioù a fellfe dezho sinañ anezhi : prometañ a raint skignañ un dregantad arzourien eus ar vro hag un dregantad all e brezhoneg. E gwirionez, morse ne vez ket klevet brezhoneg e-barzh lec’hioù publik. Marteze e vije un tu da lakaat muioc’h ar brezhoneg war-wel. Ur pal all e vije harpañ ar re yaouank a grou e brezhoneg. Evit en ober e vo savet ur gevredigezh « Kan ha muzik e Breizh » evit bodañ an arzourien. Sklaeroc’h e vo an traoù da vare ar bloaz nevez. Emichañs e vo sinet ar garta gant festival-mañ-festival, parrez-mañ-parrez.

Diaesoc’h eo ar mare-mañ evit an arzourien e Breizh ?

Ugent vloaz zo ‘m eus kroget da seniñ. Abaoe dek vloaz on a-vicher. Atav eo bet start. Sevel pladennoù zo diaes, n’eo ket tre abalamour d’ar c’hrouiñ met peogwir e ranker rastellat an arc’hant. Evit ma fladenn diwezhañ, Un noz a vo, em eus bet pennadoù skrid e-barzh Telerama, Le Monde. Tonioù zo bet war France Inter. Ar wech kentañ e oa din kaout pennadoù er mediaoù broadel. Met n’eo ket evit-se e werzher muioc’h a bladennoù. 1500 skouerenn ‘m eus gwerzhet, ar pezh zo mat hirio. Ugent vloaz zo ‘mije gwerzhet war-dro 20 000 skouerenn gant bruderezh er mod-se.
Bremañ e rank an arzourien bezañ gwelet er rouedadoù sokial. Ugent vloaz zo, gant ur pennad e-barzh Telerama, ‘mije leuniet ma ajenda sonadegoù.
Daou vloaz labour zo ezhomm evit sevel un albom ha ker-ruz e koust : panevefe evit ar studio e ranker kontañ 12 000 euro. Kroget on d’ober ma soñj. Da betra ‘servij sevel albomoù ? Dav ‘vo kaout diskoulmoù all : perzh ar skignañ eo ar pouezusañ, a gav din. Skignañ er straedoù a c’hellfe sikour, e-giz-se ‘vez desachet an dud.
Evit ar pezh a sell diouzh an deiziadoù eo diaesoc’h seniñ e salioù ar vro.
Da gentañ, pa ganez e brezhoneg e ouzez mat e ranki chom er vro. Dismegañs a vez bepred evit ar re a gan e brezhoneg. Forzh penaos, evit ar re a zo o programmiñ, ar pezh a gont evito eo kompren hag-eñ out un arzour gouest da leuniañ o salioù. Da skouer, ne vefen ket gouest da leuniañ salioù 1000 den. Dav eo lavaret ivez, n’eo ket aes ingalañ an amzer etre ar sonadegoù hag ar c’hrouiñ. Oblijet e vezan d’ober an teknisian evit gallout kaout ma statud labourer a-brantadoù2. Se zo kaoz e kavan domaj e vije roet sammadoù arc’hant bras da Jul pe Mariah Carey gant ar SACEM. N’o deus ket ezhomm diouzh ar moneiz-se.

Evit ar pezh a sell eus ar festivalioù bras e klever lavaret eo brasoc’h-brasañ kachedoù ar strolladoù bras, douetus e chom nebeutoc’h evit ar re all ?

Brasoc’h ‘vezont abalamour ne vez ket gwerzhet albomoù ken. Dav eo kompren ivez penaos e vez marc’hataet ar sonadegoù. Depant a ra eus ar vrud az peus. N’hallez ket goulenn 10 000 euro evit desachañ 100 den d’an Erer Kozh. Div wech on bet war al leurenn Youenn Gwernig : mat e oa evit kaout selaouerien nevez. E gwirionez, morse ne‘m eus gwerzhet un abadenn sonadeg ouzhpenn 4000 euro. Dav eo paeañ an deknisianed, ar vuzikanerien ha frejoù esañs. E fin ar gont e chom berr ar c’hachedoù a c’hallan kaout : peurliesañ eo war-dro 200 euro.

Komzoù dastumet gant Julien Meffre

1sonekaat : sonorisation
2labourer a-brantadoù : intermittent


Ur pennad embannet en niverenn 1096, d’an 30 a viz Even 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez