Digreizennañ : ne vo ket graet ar wech-mañ c’hoazh

Diouzhtu pa oa bet anvet da gentañ ministr en devoa lavaret Sebastien Lecornu e vije bet digreizennet Frañs gantañ. Un nebeud mizioù diwezhatoc’h eo sklaer, ne vo ket graet ur wech ouzhpenn.

« Ma vije bet posupl hor bije graet anezhañ » he doa disklêriet Françoise Gatel e miz Ebrel, a-raok ouzhpennañ ne vo « ket amzer a-raok 2027 ». © Unaniezh Europa

En e brezegenn a bolitikerezh hollek en devoa kemennet Sebastien Lecornu e faote dezhañ digreizennañ Frañs a-raok ar votadeg evit dilenn ur prezidant nevez. « Un akt meur a zigreizennañ », e oa e c’herioù. Ret e vefe embann sklaer piv zo karget eus petra etre ar Stad, ar rannvroioù, an departamantoù, ar c’humuniezhoù-kumunioù, ar c’humunioù. « Kinnig a rin ur bennaenn eeun. Un den hepken a zlefe bezañ karget eus ar politikerezh foran, pe e vefe ur ministr, ur prefed, pe un den dilennet. Arabat eo digreizennañ ar barregezhioù. Ret eo digreizennañ an atebegezhioù, gant
budjedoù da-heul, tailhoù azasaet, ha frankizoù zoken », emezañ d’ar 14 a viz Here 2025.
Meur a abeg zo d’ar c’hoant digreizennañ. Evel-just n’eo ket mat a-fet demokratelezh e vefe re greizennet ur vro 69 milion a annezidi enni. Un abeg all eo ar pezh a goust d’ar geodedourien kaout ur vro re greizennet. Hervez un teuliad savet gant maer Charleville-Mézières diwar c’houlenn ar gouarnamant e 2023 e koustfe 7,5 miliard bep bloaz. Hag Emmanuel Macron zoken da lavarout e 2023 : « A-benndraouilh emaomp gant an digreizennañ e-giz m’emañ. Ret eo adwelet arkitektouriezh an tiriadoù. Pep hini a ra pep tra. Abaoe 40 vloaz, gant ar c’hoant da gaout muioc’h a zemokratelezh lec’hel, ez eus bet krouet un dolzennad barregezhioù, kevezerezh a-wechoù, hep na vefe resisaet peseurt live zo karget eus ar varregezh-mañ-barregezh. Luziet eo ha ker e koust. » Pa zielfenner mat komzoù Emmanuel Macron e komprener mat perak eo bet ur prezidant kreizenner e-pad 10 vloaz avat, rak gantañ n’eus ket anv eus frankizoù hogen eus arc’hant hag eus re a liveoù hag a varregezhioù.


Muioc’h a c’halloud roet d’ar brefeded
Un nebeud mizioù goude ne gomzer ket mui eus digreizennañ, hogen kentoc’h eus didolpañ. Adwelet an doare m’eo urzhiet ar vro n’eo ket mui ar pezh a vo klasket ober gant Sebastien Lecornu eta. Lakaat ar Stad kreiz da vont gwelloc’h en-dro war an dachenn eo ar pezh a vo graet. Un adreizh teknikel e vo hepken, pell diouzh ar pezh a bromete Sebastien Lecornu. Kadarnaet e vo galloud ar brefeded. Ma vez ur « mank anat » gant ur strollegezh lec’hel e c’hello ar prefed kemer divizoù en e blas. E ken kaz ma c’hoarvezfe un enkadenn vras bennak e vo gouest ar prefed da dalañ buan outi, evit na vefe graet rebech ebet d’ar gouarnamant e Pariz.
Pa vo raktresoù bras « talvoudus » e c’hello lakaat an traoù da vont buanoc’h ivez. Pa vo re greñv pe diboell ar reolad-mañ-reolad e c’hello ar prefed chom hep lakaat anezhi e pleustr en e zepartamant. Un doare digreizennañ eo eta… en ur greskiñ galloudoù ar brefeded.


Perak ne vo ket eus an digreizennañ
Moarvat n’eo ket kiriek Emmanuel Macron ar wech-mañ rak disteraet eo kalz e c’halloud abaoe an divodañ c’hwitet. Ret e vefe klask eus tu ar prantad berr a chom a-raok dilennadegoù 2027. Re verr e vefe an amzer ret evit kendivizout diwar-benn an digreizennañ er Sened hag er Vodadenn vroadel. A-hend-all eo berr an arc’hant gant ar Stad ha diaes e vefe digreizennañ ma vez goulennet gant ar strollegezhioù lec’hel dont war he sikour evel ma vez graet bremañ.
Daoust hag-eñ n’eo ket un abeg toull avat ? Alies pa vez graet anv eus an ezhomm a zo da zigreizennañ e vez meneget kudennoù ar vaered a zeiz da zeiz. Galloudoù o deus ar c’humunioù dija koulskoude. Un tammig evel pa vefed o kinnig cheñch an traoù hep bezañ mennet d’en ober eo. Ne vo ur gwir digreizennañ nemet pa vo disammet ar Stad diouzh ar pezh a zlefe treuzkas d’ar rannvroioù.
Ur vinistrez e karg eus « terkañ an tiriad hag eus an digreizennañ » zo, Françoise Gatel hec’h anv. Ur Vreizhadez zo anezhi, bet senedourez a-raok bezañ bet anvet da vinistrez. « An dilennidi lec’hel ne faot ket dezho ma vefe digreizennet muioc’h. Eeunaat an traoù a faot dezho a-raok pep tra », emezi. Moarvat ne oar ket mat petra eo titl he ministrerezh…

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1097, d’ar 7 a viz Gouere 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez