D’ar Meurzh 18 a viz Eost e oa bet kenaozet gant Gouel ar filmoù e Douarnenez ha Daoulagad Breizh ur vannadenn gouestlet da labour Emmanuel Roy, filmaozer ha pennoberataer breizhat ha brezhonek.

Leun a dud a oa deuet betek selaouva porzh-mirdi Douarnenez da 10 eur vintin evit sellet ha selaou, e brezhoneg da gentañ, ar filmoù hag ar c’haozeadennoù da-heul, gant Emmanuel Roy, lusket gant Eloïse ar Gwenn eus Daoulagad Breizh. Ar re na ouient ket brezhoneg a c’helle heuliañ an abadenn gant tokarnoù evit selaou an droidigezh graet war-eeun eus ar brezhoneg d’ar galleg gant Yann-Fulup Dupuy ha Padrig Drean.
Tudennoù yaouank
En tri film bet skignet e verzher eo yaouank an holl dudennoù pennañ. « Ur blijadur (eo) gwelet bugale pe krennard·ez·ed a gred c’hoari e brezhoneg, (…), se ‘ra vad, pa ouier na pegen bresk eo dazont hor yezh c’hoazh. Emichañs e talc’ho lod anezhe gant ar c’hoant da labourat er sinema pe en teatr. Neuze, bezañ bet test eus o fazennoù kentañ zo prizius », a lavar ar sevener.
Bugale eus skol Div Yezh Roazhon o deus bevet un avantur doubl gant prantadoù pleustriñ war o fezh-c’hoari Troioù-kaer Telemak hag ar film troet war ar memes koulz. Un doare NIDI1 eo ar film-berr-se, gant talennoù-red2 pe c’hoazh kouchadurioù en enep-spluj3 hag a laka da dalvezout skeudennoù bugale brezhonek hag oberiant evel n’hon eus gwelet biskoazh.
Er rann bet dibabet eus Bev, un heuliad teulfilmoù, e reer anaoudegezh gant Felix, un den-gour yaouank, a stamm e identelezh liesyezhek hag etrekeltiek dezhañ a feur ma krou liammoù ha mignoniezh gant tud yaouank keltiek all, breton, euskarat. Pep rann eus Bev a ro da anavezout un den yaouank eus Kerne-Veur (Felix), Kembre, Iwerzhon pe Skos.
Plac’hed war-wel
E Crush e ro Emmanuel Roy deomp ur sell dibar war al liamm etre Breizh ha Kerne-Veur, o kinnig ur vetaforenn eus ul liamm karantez etre div grennardez, unan vreizhat hag unan gerneveurat. Un istor a-bell, pep hini en he zu eus ar mor, ha gwriziet mat e pep sevenadur dre ma skriv pep hini gerioùigoù d’eben en he yezh. Ar pezh na vir ket eben da gompren, ken damheñvel eo ar gerioù. Hep gouzout dezhañ marteze e ro Emmanuel Roy da welet ivez un istor e-touez ar re a vez minorelaet ha minellet : istorioù karantez etre div blac’h yaouank.
Gant Believe in Wonder e kas ar sevener ac’hanomp gantañ en un enep-kontadenn nerzhus ha galloudus eus Kabellig Ruz. Un taol-digoll brav a ra vad d’an holl, en ur gas gant souezh ar raksoñjoù d’ar strad, gant Tinaig Koig ar Menn en he bleud e roll ar Wonder Kabellig Ruz. « Soñjal a ra din eo kempleshoc’h buhez ur plac’h pe ur vaouez e-skoaz hini ur paotr. Dre-se e kavan plijus-tre sevel un dudenn-blac’h, ha tostaat dre-se eus ar c’hudennoù a zle dibunañ evit kavout he hent dezhi ha neket atav an hent a blije d’he familh, d’ar gevredigezh ha kement zo », a gont Emmanuel Roy deomp.
K. Argouarc’h
1NIDI : nijell dianavez (OVNI)
2talenn-red : plan séquence
3kouchadur en enep-spluj : cadrage en contre-plongée
Ur pennad embannet en niverenn 1102, d’ar 1añ a viz Gwengolo 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


