Itrika : eil Festival ar re yaouank e Karaez

D’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo e vo dalc’het an eil festival Itrika e Karaez. Ar festival-mañ, savet diwar intrudu liseidi ha liseadezed eus Diwan Karaez, a ro tro da glevet yezhoù ha sevenadurioù minorelaet. Ur pennad-kaoz gant Telo Troadeg, unan eus izili ar gevredigezh Itrika, pevar den enni, he deus savet ar festival.

« Ar Storlokerien » o doa sonet da-geñver abadenn gentañ ar festival Itrika e miz C’hwevrer. © Eric Legret

Eus a belec’h eo deuet ar soñj da sevel ur festival er-mod-se e Karaez ?

Warlene e oamp e klas termen e Diwan ha c’hoant hon eus bet da sevel un abadenn sonerezh. Difenn talvoudegezhioù bet treuzkaset deomp gant Diwan a oa pouezus-mat evidomp-ni.
Berzh he doa graet an abadenn gentañ e miz C’hwevrer : deuet e oa war-dro 300 den. Ne oamp ket o c’hortoz kement-se a dud. Tud yaouank-yaouank dreist-holl. Klasket hon eus desachañ ar muiañ posupl a gamaraded deomp. Klask desachañ tud koshoc’h a vefe brav en taol-mañ. Plijadur hon eus bet oc’h en em gaout etre
liseadezed ha liseidi Diwan. Aozañ ur seurt abadenn da 17 vloaz zo bet diaes : n’hor boa ket a skiant prenet. Eüruzamant, tud ar sal Glennmor o deus sikouret kalz ac’hanomp. Kalz tud all o deus roet an dorn. Simpa eo rak un tu eo d’en em gavout gant tud hag a zo bet e Diwan.
Diaes eo bet dispartiañ al labour, an dra-se zo da wellaat evit an abadennoù a zeu.

Petra eo al linenn arzel ?

Plijout a ra doareoù muzik disheñvel deomp : punk, reggae, muzik dianavezet.
N’eus ket a liv resis gant ar programmiñ. An taol-mañ e vo kinniget ur seurt beaj gant ar festival : krog e vo gant Mouk a son ur folk kanet e brezhoneg. Goude-se e vo strolladoù troet war an dub ha war ar reggae gant Deep ha High, Cozik x FayaPyd (reggae kanet e galleg), Mo‘Kalamity and the Wizards (reggae roots kanet e galleg gant ur ganerez gwriziennet e Kab-Glas), Khoe-Wa ha klozet e vo gant ur strollad hag a son ur meskaj punk-rap-tekno : Shlag Division. Klasket hon eus ledanaat ar muiañ ma c’hellemp ar stiloù kinniget.

Da betra e servij sevel un abadenn ouzhpenn, pa ouzer ez eus dija eus an Taol-lañs e Gouel ar brezhoneg pe c’hoazh Breizh A live ?

C’hoant hor boa da lakaat war-wel yezhoù ha sevenadurioù minorel all. Ne fell ket deomp chom war dachenn ar brezhoneg hepken. Da skouer, Mo‘Kalamity zo a orin eus Kab-Glas. Ouzhpenn-se e fell deomp diskouez hon talvoudegezhioù  : enepfaskour, LGBTQ+, enepgouennelour ha benelour. Sevel ul lec’h ma c’hellfe tout an dud en em santout en o bleud. Lakaat kulturioù disheñvel d’en em veskañ, sed aze ar pezh a fell deomp ober ivez.

Penaos sachañ ar re a zo er-maez eus bed ar brezhoneg, pe eus bed an Emsav ?

Diaes eo d’ober : klask a reomp ober bruderezh er rouedadoù sokial, embannet hon eus pennadoù skrid e-barzh Le Poher, Ouest-France hag an Télégramme.
Ma teuomp a-benn da lakaat tud nevez da zeskiñ brezhoneg e vefe ekstra.
C’hoant hor befe da genderc’hel gant an avantur-se e-pad bloavezhioù.
Desachañ tud koshoc’h, tud eus diavaez bed ar brezhoneg zo pouezus-bras.
Kregiñ a raio da beder eur gant ur c’hoñferañs-sonadeg digoust (gant Brieg Guerveno ha Maïlys Princé) diwar-benn penaos e c’hell hor yezh mont war-raok er bed niverel. Boued hag evajoù a vo war al lec’h ha da-heul e krogo an abadenn veur da 8e.

Julien Meffre

Bilhederezh enlinenn evit prenañ en a-raok (sikour a raio an aozerien·ezed da c’houzout pet a dud a zeuio) : https://www.helloasso.com/associations/peneuspen/evenements/itrika-festival-2


Ur pennad embannet en niverenn 1103, d’an 8 a viz Gwengolo 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez