Keit Vimp Bev zo o klask

Emañ Keit Vimp Bev o klask ur c’hargad pe ur gargadez a ziorren gwerzh evit ar c’helaouennoù evit ar re yaouank (Rouzig, Louarnig).

Deskrivadur ar post-labour :

Pal : kreskiñ koumanantoù kelaouennoù ar yaouankiz hon ti-embann : Rouzig (3-6 vloaz) ha Louarnig (7-12 vloaz)

  • diorren ar rouedad gwerzh hag ijinañ strategiezhioù nevez gant ar c’hevelourien : an teir rouedad skolioù (Diwan, skolioù publik, skolioù katolik) ha kevredigezhioù ar gerent (Diwan, Div Yezh, Divaskell), kevredigezhioù sevenadurel ar brezhoneg (Tiez ar Vro…), mediaouegoù, stalioù-levr, war ar 5 departamant
  • ijinañ doareoù nevez d’ober evit taolioù gwerzh ar bloaz (distro-skol, Nedeleg, saloñsoù, etc).

Kefridi :

E liamm gant ar skipailh gopridi hag ar c’huzul-merañ, e lakao e plas ar c’hargad pe ar gargadez a ziorren ur strategiezh gwerzh

  • en ur vont e darempred gant ar gevelerien dre bellgomz hag a-wechoù war an dachenn pa vo ezhomm
  • en ur ijinañ doareoù nevez, strategiezhioù pe kenlabourioù nevez evit lakaat ar c’helaouennoù da vezañ muioc’h anavezet gant ar familhoù ha da greskiñ ar c’houmanantoù
  • en ur adwelet ar prizioù hag an doareoù kehentiñ gant skipailh ar c’hopridi
  • en ur ijinañ ur steuñv oberioù evit taolioù gwerzh ar bloaz (distro-skol, Nedeleg, saloñsoù, etc).

Doare-den :

  • bezañ en e/he aez evit mont e darempred gant an dud (dre bellgomz peurgeket)
  • gouzout labourat hag en em aozañ e/he-unan
  • spered dielfennañ
  • spered krouiñ
  • mestroniañ an ostilhoù burevek ha kehentiñ
  • aotre-bleinañ B c’hoantaet
  • skiant-prenet er c’henwerzh a vefe degemeret mat-tre
  • anavezout ar rouedad sevenadurel brezhonek a vefe degemeret mat
  • anavezout mont en-dro an teir rouedad skolioù hag al liammoù gant kevredigezhioù ar gerent a vefe degemeret mat
  • bezañ brezhoneger (lennet, skrivet ha komzet) a vefe degemeret mat.

Titouroù war ar post :

Kevrat termenet he fad etre ar 05/10 hag an 18/12
Leunamzer 35 eurvezh bep sizhun

110% eus ar GIEK (SMIC)
Pell-labour

Titouroù all :

Deiziad embann : 14 a viz Gwengolo
Deiziad termen evit lakaat e/he anv : 24 a viz gwengolo (ar bodad tuta a vo dalc’het d’ar Meurzh 29 a viz Gwengolo da 2 eur e Ti ar vro, 6 plasenn Gwirioù Mab-den e Karaez).

Darempred :

Kasit ho CV ha lizher emginnig da : darempred@keit-vimp-bev.com
Gouzout hiroc’h diwar-benn an ti-embann : www.keitvimpbev.bzh

Da lenn

Da lenn ivez