D’ar Sadorn tri a viz Here o doa manifestet Emsavadegoù an Douar (Les soulèvements de la Terre), ar sindikad Kengevread ar Gouerien (Confédération paysanne), Krign-bev Fulor (Cancer Colère), ha Poellgor skoazell reuzidi an diastuzerioù1 er C’hornôg (Comité de soutien aux victimes des pesticides de l’Ouest), e-kichen uzin bras Syngenta e Saint-Pierre-La-Garenne. Setu ur pennad-kaoz gant Morwenna2 eus komite Irwazh Emsavadegoù an Douar.

Abalamour da betra ho peus choazet mont da vanifestiñ dirak uzin Syngenta e departamant an Eure ?
Abalamour ne vezomp ket klevet gant ar gouarnamant. Splann eo skouer al lezenn Duplomb : nullet eo bet gras d’ur sinadeg he doa rastellet ouzhpenn 2 vilion a sinadurioù ! Koulskoude eo deuet en-dro al lezenn-se dre ar prenest bihan. Ouzhpenn, er mare-mañ e vez lakaet da dalvezout al lezenn Omnibus war an diastuzerioù, aozet gant Unaniezh Europa. Omnibus zo ur seurt pakad lezennoù ha dekredoù evit ma vefe souplaet a-galz ar reolennoù implij al louzeier kimiek gant al labourerien-douar. Gwiriet e vezo nebeutoc’h pa vezo dav reiñ aotre d’ul louzeier kimiek da vont war ar marc’had. Dreist-holl, padelezh an aotreoù evit al louzeier lazhañ a vo astennet. Betek-henn e veze adwelet an aotre bep 10 vloaz : ne vo ket mui eus an dra-se.
An holl AMG3 a ra war-dro an endro a lavar : 31 louzoù kimiek n’o doa ket bet an aotre da vezañ implijet etre 2011 hag hiriv. Ar pezh a zo : ma vefe bet eus al lezenn Omnibus e vijent bet implijet. 2300 medisin o deus sinet ur ur sinadeg. Ur spont eo evit ar yec’hed publik.
Aesoc’h eo strollañ an dud war-dro efedoù al louzeier kimiek war ar yec’hed evit sevel a-enep ar poulladoù dour ?
Amañ e vez komzet eus ar yec’hed publik. Siwazh eo aesoc’h bodañ ar sitoianed war an tem-se : pa gaozer gant an dud e komprener e-barzh kement familh zo tout ez eus tud klañv, pe vijent paket gant ar c’hrign-bev, pe kleñvedoù all liammet ouzh saotradur an endro : Parkinson, linfom…
E Frañs, 94 % eus an dud klañv abalamour d’an diastuzerioù o deus ul liamm gant bed al labour-douar. Da skouer, e-kichen uzin bras Syngenta eo difennet d’an dud tennañ dour eus ar puñsoù evit dourañ o bleunioù. Syngenta zo ur skouer eus ar re fallañ : produiñ a reont louzeier kimiek difennet gant an UE met esporzhet da vroioù all. Kondaonet eo bet kompagnunezh Syngenta gant justis Brazil abalamour d’un tiegezh savet d’ober taolioù arnod gant plantennoù OGK4.
Goude un hañvezh tomm gor a ziskouez ar cheñchamant hin bras, penaos dihuniñ an dud war-dro ar stourmoù ekologel ?
Bez’ e tlefe bezañ gant sujed an dour. Brasoc’h-brasañ e teu da vezañ kudennoù an dour e Penn-ar-Bed. Muioc’h-mui a vezhin glas a gaver war an aodoù, koulskoude e kendalc’h an atantoù da greskiñ. Puñsoù dour zo a vez saotret peotramant sec’h.
Ar pezh hon eus c’hoant d’ober eo lakaat ar c’hevredigezhioù a labour war-dro an endro hag ar re a labour war ar yec’hed da genlabourat.
Laurence Huc, toksigologourez anezhi, he deus skrivet un vannenn-dreset : kontant e vefemp da bediñ anezhi evit kaozeal diwar-benn efedoù al louzeier kimiek war yec’hed ar vugale. Diskouez a ra penaos e vez laosket an traoù da vont hep ober netra gant ar bolitikourien.
Penaos oc’h deuet a-benn da lakaat aozadurioù disheñvel o falioù asambles ?
Aes a-walc’h eo bet gant fulor ar sitoianed a zo o kreskiñ, c’hoant o deus da lakaat ar pezh a vevont war-wel. Aes eo bet deomp mont e darempred gant Poellgor skoazell reuzidi an diastuzerioù er C’hornôg. Ar pezh a gont eo liammañ an holl stourmoù. Simpl eo hor pal : lakaat an dud da stourm asambles.
Penaos e vez aozet seurt abadennoù pa ouzer e teu da vezañ dañjerus a-fet feulster ar polis ?
Sklaer e oa e oa ret d’ar vanifestadeg bezañ peoc’hus, aotreet gant ar prefed. Lavaret e oa bet sklaer ne vefe ket eus ur black block (anarkourien prest d’en em gannañ gant ar polis).
Padal ez eus bet jeu. Pa oamp tostaet da uzin vras Syngenta, e oa tud Cancer Colère o klask lakaat sevel ur vered faos gant anvioù tud marvet gant ar c’hleñvedoù-se. Diouzhtu eo degouezhet ar polis ha taolet gaz daeraouiñ warnomp ! Sañset hor boa c’hoant da riboulat an tu all eus an hent met fur eo bet an dud hag aet omp kuit d’al lec’h kampiñ a oa 38 kilometr alese. Spontus e oa an niver a boliserien. D’ar Sul vintin, pa yae kuit an dud, e oa ar boliserien o koñtrolliñ tout an dud !
Komzoù dastumet gant Julien Meffre
1diastuzer : pesticide
2cheñchet eo hec’h anv
3AMG : aozadur e-maez gouarnamant
4OGK : organeg genoù kemmet
Ur pennad embannet en niverenn 1108, d’an 13 a viz Here 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


