Ar stal-levrioù L’Encre de Bretagne, bet savet e 2003 e Roazhon gant Bruno Duval, a ginnig levrioù, bannoù treset, pladennoù a sell ouzh danvez Breizh. Cheñchamant zo da gaout er voutik !

Eus pelec’h eo deuet ar c’hoant da adkemer ar stal-se ?
D’e 65 bloaz en deus dibabet Bruno mont war e leve. Divizet ez eus bet gantañ gwerzhañ e foñs levrioù. Prenet eo bet gant Romain Sponnagel, patron al label Arfolk hag en deus adkemeret traoù Coop Breizh, goude m’en doa graet freuz-stal. E Breizh-Uhel n’eus nemet ur stal hag a werzh levrioù a denn da danvez Breizh. Galvet on bet evit dont da vezañ merour. Betek-henn e labouren e bed sevenadur Breizh (e gallaoueg, evit Ti ar vro Roazhon, Skeudenn e anv). Evit poent on gopret gant Arfolk. Bruno a chomo da reiñ an dorn betek an Nedeleg. Stummet e vin dre stummadurioù kinniget gant rannvro Breizh (Livres et lectures en Bretagne). Kontant on, ur gaer a souezhenn evidon-me, e vefe bet kinniget din seurt labour !
Ur sakre pariadenn eo, kemer ur stal-levrioù pa ouzer e tigresk buan sifroù ar werzh levrioù ?
Gwir eo, bed al levrioù zo lakaet diaes evit ar mare. Daou vloaz zo e oa bet serret Le Pecari Amphibie, plasenn Santez Anna. Ha bihanoc’h c’hoazh eo marc’had al levrioù danvez Breizh enno. Padal e werzher muioc’h-mui a levrioù da zeskiñ brezhoneg. War ar gallaoueg hon eus ivez muioc’h-mui a c’houlennoù. A-benn ar fin n’eus ken L’Encre de Bretagne a ginnig traoù e brezhoneg koulz hag e gallaoueg. Ne vez ket gwerzhet kement-se a levrioù evit ar vugale. Sur-mat e vo brasaet korn ar vugale.
Din-me da c’hoût, L’Encre de Bretagne zo unan eus ar stalioù-levrioù diwezhañ gouestlet da zanvez Breizh, petra zo kaoz ?
Abaoe m’eo bet serret Coop Breizh e teu da vezañ diaes. Dre vras ez a niver al lennerien war zigresk. An enkadenn ekonomikel a ra droug ivez. A-raok mont e-barzh ar stal, lod eus ar pratikoù a soñj dezho ne vez nemet levrioù brezhonek pe « broadelour ». Klevet ‘m eus pratikoù souezhet gant ar pezh a vez kinniget ganeomp. E gwirionez, al lodenn vrasañ eus ‘pezh a vez gwerzhet gant ar stal zo e galleg. Pep hini a c’hall kavout e geusteurenn. Pa ‘m eus lavaret da ma mignoned war peseurt post e labourin, lod o deus lavaret : ne c’hallin ket mont d’ar voutik peogwir ne gaozean ket brezhoneg ! Labour zo evit terriñ ar skeudenn-se !
Penaos sachañ ur publik nevez, abadennoù ispisial zo war ar stern?
Hiziv an deiz e ranker kehentiñ. Da skouer, hor c’hont Instagram a vo da ziorren : kroget on da bostañ un dra bennak bep sizhun. Pouezus eo digeriñ dorioù ar stal gant atalieroù, dedioù.
Ret eo deomp kreñvaat liammoù gant aktourien eus bed sevenadurel Breizh. Da skouer, er sizhun-mañ hor bo ur stand en Hent ar Rom. A-fet pratikoù e cheñch kalzik hervez mare ar bloaz : e miz Gwengolo e teu studierien, da Nedeleg ar familhoù. Memes tra e ranker lâret e teu ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez bemdez d’ar voutik.
Ledanaat ar c’hinnig a vo graet ?
Dre vras, ar foñs levrioù a chomo heñvel, kreñvaet e vo korn ar vugale en ur labourat muioc’h gant skolioù Diwan ha reoù all. Al lodenn sonerezh a vo diorroet a-galz gant pladennoù diouzh katalog Arfolk. Da lâret eo e vo adkavet an arzourien a oa gant Coop Breizh.
Da echuiñ e ranker menegiñ e vo savet ganeomp ur c’hrowdfunding evit kempenn ar stal. Pouezus-bras ivez derc’hel soñj : e Frañs, priz al levrioù zo heñvel e pep lec’h !
Komzoù dastumet gant Julien Meffre
Ur pennad embannet en niverenn 1111, d’an 3 a viz Du 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


