Adalek an 12 a viz Here 2024 e vo kinniget “Nala Ngura, Colours of Country”, diskouezadeg nevez Konstantina e palier arz Arts d’Australie e Pariz… Ha brezhoneger eo unan eus an hanterourien en ti ! Moaien a vo da zizoleiñ e brezhoneg istor ha sevenadur ar bobl henvroat Gadigal eus Aostralia a-drugarez nerzh an arzourez-se.
Alies e vez diskouezet arz Konstantina e palier arz Arts d’Australie gant ar rener Stéphane Jacob. Lakaet e vo taolennoù nevez war wel e-pad tri miz hanter, etre an 12 a viz Here 2024 hag ar 25 a viz Genver 2025, evit an diskouezadeg “Nala Ngura, Colours of Country”. “Hi zo un arzourez henvroat eus Aostralia diouzh tu he zad ha saoz dre he mamm”, eme vBrieuc Bourreau karget eus ar c’hehentiñ hag eus an hantererezh e-pad e staj en ti. Brestad eo hennezh ha brezhoneger ouzhpenn ! “Moaien a vo da ginnig an diskouezadeg hollek e brezhoneg e-pad 30 munutenn ma‘z eus un den o tont hag a zo entanet gant an arz-se”, emezañ.
Eus ar bobl Eora eo Kate Constantine. “E bae Sydney emañ gant 3 stêr tro-dro dezhi : Hawkesbury, Nepean ha Georges River », a zispleg Konstantina e-barzh un atersadenn video graet gant ensavadur ar yezhoù ral (ILARA). « 29 c’hlan pennañ zo gant 11 strollad yezhoù enno. Gadigal zo unan eus ar strolladoù yezhoù-se.”
Keñveriañ a ra Brieuc Bourreau ar pezh o deus bevet ar Vretoned gant ar bobl Gadigal diouzh ar c’henfeurioù lakaet e-plas gant politikerezh gouarnamant Aostralia e-pad pell : “Ar re gentañ oc’h erruout er vro int bet, e-tro Sidney. Lakaet ez eus bet gwask war an dud evit nompas treuzkas ar yezh. Tad-kozh Konstantina en deus tapet buan-tre sevenadur ar re wenn.”
Sevenadur doubl
“Konstantina he deus ur sevenadur doubl : hini ar c’hornôg hag hini Gadigal », eme vBrieuc Bourreau. « Tapout a ra en-dro he sevenadur.” Gwelet e vez e-barzh he zaolennoù temoù ha teknikoù hengounel he bro. En ul lodenn eus an diskouezadeg e vez gwelet poentoù war an taolennoù, “mapping mobs”, kartennouriezh ar c’hlanioù. Pep poent zo ur yezh disheñvel eus Aostralia. Mesket e vez an traoù buan en ur grouiñ un daolenn liesliv.
C’hwec’h den a gomzje ar yezh Gadigal, anavezet ivez evel Dharug, en deiz a hiziv ha Konstantina zo en o zouez. En arvar emañ hervez Aozadur ar broadoù unanet evit an deskadurezh, ar skiantoù hag ar sevenadur (UNESCO). “Desket e vez en-dro yezhoù an tadoù-kozh gant muioc’h-mui a dud eus kumuniezhoù disheñvel en Aostralia”, en doa skrivet e 2010 Christopher Moselay, pennaozer atlas ar yezhoù en arvar er bed. Lorc’h zo e Konstantina pa vez kaozeet he yezh peotramant pa adstag gant teknikoù he fobl dre hec’h arz : “Ur bazenn an hini eo evit mont war-raok evit an adunvaniñ.”
Manon Deniau
Digoradur : Sadorn 12 a viz Here adalek 3e goude merenn
Da-geñver sizhunvezh an Arz e Pariz : Digor e vo ar palier d’ar Sul 13 ha d’ar Sul 20 a viz Here, adalek 2e goude merenn betek 7e noz, gant an arzourez Konstantina
Ur pennad embannet en niverenn 1008, d’ar 1añ a viz Here 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg