Unan eus ar raktresoù skoazellet gant ar Redadeg e 2022 eo ar raktres Aerlin, ur c’heriaoueg benelour hag LGDTE+ teiryezhek (brezhoneg, galleg, saozneg). Douget eo gant ar gevredigezh Difenn.
Ya! : Perak sevel ar c’heriaoueg-se ?
Aerlin : Birvilh a zo gant al luskad hag ar mennozhioù feminist dre ar bed abaoe un nebeud bloavezhioù, ha muioc’h c’hoazh abaoe koulzad an hashtag Metoo e 2017. Soubet omp er metoù benelour hag LGDTE+ abaoe meur a vloaz ha ranket hon eus, ni, brezhonegerezed, stadañ ur skoilh a zo gant ar brezhoneg : an diouer a c’heriaoueg war tachenn ar feminism hag ar minorelezhioù jener e brezhoneg. Evit mirout bev ar yezh ha komz eus sujedoù ar gevredigezh a-vremañ e brezhoneg e vank gerioù e-leizh deomp siwazh. Penaos lavaret « patriarcat », « intersectionnalité », « hétéronormativité », « cisgenre », « empowerment » pe c’hoazh « clitoris » neuze ?
Hag e pelec’h kavout seurt geriaoueg ? Treut eo ar peuriñ pa glasker seurt gerioù er geriadurioù brezhonek klasel (An Here, F.Favereau, F.Vallée…) hag er geriadurioù enlinenn (Glosbe, Geriadur, Devri, Termofis…). Ouzhpenn da se ez eo bet kaset studi ar yezh (etimologiezh, geriaoueg, yezhadur, tezennoù, kelenn…) gant paotred dreist-holl evit poent. Soñjet hon eus neuze e vefe brav krouiñ ur c’heriaoueg hag a servijo d’an holl dud dedennet gant ar brezhoneg, ar venelouriezh, pe an daou !
Ya! : Pelec’h e vo tu kavout ar c’heriaoueg ?
Aerlin : Div lodenn zo d’ar raktres : ur c’heriaoueg enlinenn a vo hag ur c’heriaoueg paper. A-drugarez da skoazell Ar Redadeg (6500 €), hon eus gallet en em stummañ e miz Mae 2022 gant ar gevredigezh Les Portes Logiques a-benn deskiñ krouiñ, merañ ha magañ ul lec’hienn. Ul lec’hienn berzhiek e vo www.aerlin.bzh. El lec’hienn e vo ul lusker enklask1 : an dud a c’hallo klask ur ger e galleg, saozneg pe brezhoneg ha kavout an droidigezh kinniget ganeomp. Pep hini a c’hello ivez kinnig gerioù deomp da ouzhpennañ er c’heriaoueg. Ar c’heriaoueg paper a vo embannet gant an ti-embann Goater. Spi hon eus e vo prest pep tra an abretañ ar gwellañ met ur raktres a-youl vat eo.
Ya! : Peseurt gerioù a vo kavet er c’heriaoueg ?
Aerlin : Teir lodenn a vo d’al levr geriaoueg paper : un tu Brezhoneg/Galleg ; un tu Galleg/Brezhoneg hag ur « yezhadurig » a vo kavet e-kreiz. Ennañ e vo displeget penaos implijout ar skritur enlaka hag ober ar c’hemmadurioù a zere da heul, ar gerioù epichen (a lavarer evit un anv a dalvez evit an holl. Da skouer : bugel pe ezel) hag ar raganvioù nann-daouel2. Pep lodenn (Brezhoneg/Galleg ha Galleg/Brezhoneg) a vo rannet e eizh rann : politikerezh, pleustroù, yec’hed, korf, identelezhioù, trivliadoù, dafar ha gwir.
Ya! : Petra ‘vez graet gant Difenn ?
Aerlin : Ur gevredigezh feminist divyezhek digor d’an holl eo Difenn. Stourm a ra evit gwirioù ar plac’hed hag an dud LGDTE+ evit ma teuio ar gevredigezh da vezañ kevataloc’h. Krouet eo bet Difenn e 2015 gant ur strollad plac’hed o doa c’hoant da ziorren an emzifenn feminist e Breizh hag aozañ atalieroù war ar stereotipoù jener pe c’hoazh ar c’henasantiñ d’ar re yaouank e galleg hag e brezhoneg. N’eo ket evit kinnig stajoù emzifenn pe an atalieroù-se ken siwazh met ul lañs nevez zo gant ar raktres-se.
Ya! : Petra eo un aerlin ?
Aerlin : Ul loen mojennel eo, meneget en ur gontadenn gozh bet dastumet gant Fañch an Uhel. Tennañ a ra d’un naer, d’un aerouant ha d’un unkorneg war un dro ! Er bed feminist ha LGDTE+ e vez implijet arouez an unkorneg : ul loen mojennel dijener hag a skeudenn ar frankiz. Breizhadezed omp ha pouezus eo ar perzh-se deomp, evel-just. Gant an aerlin hon eus kavet hon arouez neuze !
Gallout a rit heuliañ ar raktres war Instagram, @aerlin.bzh
Skipailh Aerlin
(Kamille Argouarc’h, Morgan Bramoullé, Liza ha Metig Jakez-Vargas)
1lusker enklask : moteur de recherche
2nann-daouel : non-binaire
Ur pennad embannet en niverenn 912, d’an 29 viz Du 2022.