Kemmoù a zo bet e buhez RKB, Radio Kreiz Breizh, hag an dilojañ da Rostren n’eo nemet un elfenn en hent a zo bet kemeret.
E 1983 eo kroget istor RKB e Sant-Nigouden, ur gêriadenn vihan war ar maez, etre Karaez ha Gwengamp. En un adkarr, en un ti bihan, a-raok kaout ur gwir studio er bloavezhioù 2002-2003. Er bourk ne oa stal ebet, war bouez ar radio divyezhek – 65 % a vrezhoneg, 35 % a c’halleg -, mouezh ar vro. Kemmoù a zo bet, evel e pep kevredigezh. Alan Rouz o lezel e blas a brezidant da Alan Kloareg, Christian Rivoalen o lezel e blas a rener da zen ebet ha goude da Virginie Botrel.
An dilojañ
Abaoe un dek vloaz bennak e oa kaoz eus se. D’ar 6-7 a viz C’hwevrer zo bet dilojet evit mont betek Rostren. D’an 8 e kroge ar c’hentañ abadennoù en o studio nevez, 48, straed Olivier Perrin. Evit ar selaouerien n’eus ket a cheñchamant. Klevet e vez atav mouezh ar memes buhezourien, Morgane Large, Tomaz Laquaine, Yann-Bêr Guyader ha Virginie Botrel. Ur c’hazetenner, e anv BHS, Brudañ ha Skignañ, Gwenvael Delanoe – e plas Tugdual Karluer – a genlabour ganto ivez. D’ar skipailh-se eo dav ouzhpennañ un deskard, Nathan Siberil, hag un den dindan statud ar Servij Keodedel, Anthony Guignaard. « Abaoe nebeut hon eus dibabet e vefe rannet ar bloavezh e tri frantad, Gwengolo-Kerzu, Genver-Even ha Gouere-Eost. Aesoc’h eo deomp pa vez degaset kemmoù en abadennoù. Ar bloaz-mañ e vo gortozet miz Meurzh 2021 evit ober se. » eme Virginie Botrel.
Aezamantoù
War-zu ar staliañ eo ar brasañ kemmoù. « N’hon eus ket muioc’h a blas – 93m² rez an douar, 40 m² er c’hav – met implijet e vez gwelloc’h. Ur burev evit daou vuhezour, ur pezh hepken evit an enrollañ, d’ar buhezour d’ober e-unan war-dro an teknik. » a zispleg Virginie Botrel. Aezamantoù all a zo. Staliet e vez ar radio er memes savadur ha Dastum, Raok, La Fiselerie, Brezhoweb, BCD, Div Yezh Breizh ha krouiñ a ra liammoù etre an holl dud se. « Salioù boutin a zo. Ur sal emvod. Ur gegin, zoken ma ranker diwall hiziv an deiz. Aesoc’h d’an implijidi kas da benn o labour. » eme ar renerez.
Raktresoù a zo c’hoazh evel ober deus o sal e Ti ar Vro Gwengamp ur gwir studio ha n’eo ket hepken ul lec’h-emgav evit enrollañ. « Hag o klask tud a-youl-vat emaomp atav. Digor omp d’an holl ginnigoù. » emezi.
- Ur pennad embannet en niverenn 824 – d’ar 26 a viz Meurzh 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ