Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Anna Mouradova e dañjer

E Jorjia emañ ar skrivagnerez o chom. Bez’ e c’hellfe bezañ skarzhet war-zu Rusia, lec’h ma vefe en arvar abalamour d’he savboent war ar brezel en Ukraina.

Rusianez eo Anna Mouradova, a orin eus Jeorjia. © GM


N’eo ket bet aes an darempredoù etre Jorjia ha Rusia abaoe ma oa bet diskaret moger Berlin e 1989. Evel meur a vroad all e reter Europa eo deuet Jorjia da vezañ ur vro dizalc’h. Un dra diaes da asantiñ eo bet fin an URSS evit Poutin, alese meur a vrezel abaoe. Setu dres ar pezh a oa c’hoarvezet etre an div vro e 2008. Div rannvro eus Jorjia o doa bet c’hoant, gant sikour Moskov, anat eo, da vezañ dieub, Abc’hazia hag Osetia ar C’hreisteiz. Abaoe emañ arme Rusia en div rannvro « dieub »-se. Pa oa bet taget Ukraina gant Rusia warlene en deus kemennet gouarnamant Jorjia e save a-du gant Ukraina. Met n’eo ket ken sklaer-se, daoust m’he deus degemeret Jorjia 600 000 Rusian abaoe bloaz. Ur c’hant mil bennak anezho a zo chomet er vro, rak fellout a rae d’al lodenn vrasañ mont da vroioù all. Klask a ra Jorjia kaout darempredoù mat gant Moskov ivez. Hec’h interest eo. Diouzh un tu e c’hellfe deiz pe zeiz adc’hounit ar rannvroioù kollet. Diouzh an tu all he deus darempredoù ekonomikel kreñv gant Rusia.


Harperien e Breizh
Rusianez eo Anna Mouradova, a orin eus Jorjia avat. E Moskov he deus graet he studi. Eno he deus divizet studiañ brezhoneg rak dedennet e oa gant ar yezhoù keltiek. Setu penaos eo deuet da Roazhon e-pad daou vloaz da beurzeskiñ brezhoneg (s.o. niv. 810 Ya!). Abaoe meur a vloaz emañ o labourat e Tbilisi, kêr-benn Jorjia, e-lec’h m’eo kelennerez er skol-veur, e-ser ober troidigezhioù. Troet he deus oberourien rusian hag ukrainat e brezhoneg. Hag hi Rusianez e rank kaout un aotre evit chom e Jorjia. Betek-henn ne oa ket ur gudenn met er bloaz-mañ — nag ur souezh eviti ! — ez eus bet nac’het adneveziñ an aotre chom gant ar gouarnamant « abalamour ma lakafe-hi an urzh en arvar », eme he alvokad. Digomprenus eo evel-just hag engalv he deus graet dirak al lez-varn. En tu-hont da goll he labour e c’hellfe kaout kudennoù ma vefe kaset da Rusia rak skrivet he deus e brezhoneg ne oa ket a-du gant emzalc’h Rusia e-keñver Ukraina. Ne oa ket Anna Mouradova en gortoz eus an dra-se. « Bep bloaz e veze adnevezet va aotre chom hep kudenn », emezi. E Breizh he deus kalz mignoned evel-just. En anv Kuzul Sevenadurel Breizh he deus kaset Rozenn Milin ul lizher da brezidantez Jorjia evit difenn Anna Mouradova.


Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 935, d’an 9 viz Mae 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez